Mont d’an endalc’had

Reflexionou christen var ar vesventi

Eus Wikimammenn
Disanv
Ledan, 1853  (p. 1-16)



REFLEXIONOU CHRISTEN VAR AR VESVENTI.


————

Setançou tennet eus ar Scritur Sacr a eneb ar Vesventi.

Baleomp gant modesti ha gant honestis, evel ma valeer en deiz ; n’en em abandonit qet d’an debauch, na d’ar Vesventi, na d’al lubricite, na d’ar sican, na d’an avi. (Rom. 13-13.)

Laqit eves eta na deufe ho calon da galedi dre re a cher vad hac a vin, ha dre an droublien eus ar vuez-mâ, ha na deufe an deiz terrupl d’ho surpren en eun taol count. (S. Luc. 21. 24.)

Maleur deoc’h-hu pere a zo crén da eva, hac a laca ho cloar oc’h ellout eva calz ! Maleur deoc’h-hu pere a glasq ho cloar oc’h en em vesvi hac o vesvi re-all ! Maleur deoc’h-hu pere ne zavit diouz ar mintin nemet evit debri hac eva betec an nôs, bete ma vezo ho penn pounner gant ar güin ! Abalamour da guementse en deus an ifern ledanneat e entraillou ha digoret e c’hinou evel eun abym infinit (Isaï. ch. 5.)

Nac an dud impudic, nac an dud abominabl, nac al laëron, nac an dud avaricius, nac ar Vesverien, nac an dud vechant, nac ar re a guemer injustamant madou o nessa, ne antreint qet er rouantelez eternel. (1. Cor. 6.)

Na boulsit qet da eva ar re a gar ar güin, rac ar güin en deus lazet calz a dud. An tân a aprouv caleder an houarn, hac ar güin evet hep moderation, a ro da anaout ar galonou orgouillus. Ar güin evet gant moderation, a ro evel eur vuez nevez ; mar qemerit anezàn gant moderation, e viot sobr hac eürus. Mes petra eo buez eun den pehini en em ro d’ar Vesventi ? Eur vuez mizerabl eo. Eus ar Vesventi e teu ar goler hac alies collou bras : ar Vesventi a zo eun tourmant evit ar c’horf hac evit an ene. Ar Vesventi a rent an den afrontet, el laca da goueza, a lam digantàn e nerz, hac a zo caos da veur a hini da veza pistiguet. Na evit qet re : nebeut a vin a zo avoalc’h evit eun den reglet mad. (Eccli. 31.)

Eul labourer mesvier ne vezo biqen pinvidic. (Ecc. 19.)

Da biou e vezo lavaret maleur ? Da dud piou e vezo lavaret maleur ? Piou eo en devezo sican ? Piou a gouezo er fôs ? Piou eo en devezo bazadou hep rêzon ? Piou a vezo gouelet rus pe drouc-livet e zaoulagad ? Ha n’en dê qet ar re a dremen o amzer oc’h eva, hac a guemer o flijadur o lipat ar gouer ? (Prov. 23-19.)

Sònjet e meus em c’halon refus d’am c’horf ar blijadur da eva, evit ma teuyo va ene da antren en hent eus ar furnes, ha ne deuyo qet d’en em goll en hent eus ar follentez. (Eccli. 2.)

II°

Santimant darn eus an Tadou Santel var ar Vesventi.

Hac én a zo netra a rentfe an den disprijaploc’h eguet ar Vesventi ? Eun den mezo a zo evel eur c’horf pehini ne deo na beo na maro ; eun drouc-speret eo, hac e-unan en deus choazet ar stat-se ; eun den clàn eo, mes dre e faot ; eun den disqiant eo, ha den n’en deus truez outàn ; dishenori a ra natur eun den ; inutil eo evit ar vrô, evit e vignonet, evit e guerent hac evit e brofit e-unan. Ar güel anezàn a ra heus, a laca tec’hel dioutàn ; e fêçoun da vale, e vouez, e halan hepqen er rent insupportabl ; mes an drouc bras, an drouc infinit eo ma teu an inclination d’ar Vesventi da serri dôr an ên, da briva eus ar madou eternel, ha goude beza laqeat disprija ha goapât ar Mesvier epad e vuez, er c’hondaon c’hoas d’an tourmanchou eternel eus an ifern. (S. Chrys., hom. 1, d’ar bobl).

Eus a bet seurt dizurziou ne dê qet caos ar Vesventi ! Ar sacreou, ar blasphêmou, al leoudouet, ar mallosiou a heuill peurvuia an debauch ; hac evel ar zobriete eo ar vam eus ar feis, evelse ivez ar Vesventi eo ar zourcen eus ar viçou. Gouelet a rit e toull dôr an ties-se en pere en em dastum evit eva tud mizerabl pere n’o deus qet un habit evit en em c’holoï, ur gouennec evit caout un tam bara, o clasq regli ha gouarn pep tra er rouantelez hac en Ilis. Parlant a reont hep gouzout petra a leveront, o credi o deus o-unan an oll galiteou hac an oll dalanchou. Ar brassa enor evito eo eva muyoc’h eguet ar re-all ; gounideguez ar sizun a zo teuzet en un devez ; sevel a ra sican ; en em ganna a rear, hac ar goad en em guemesq gant ar güin ; ar c’horf ne all mui en em zouten ; ar speret a zo collet ; an teod a zo bisteod… ar visach drouc-livet ha stenet a rent ar Mesvier eun objet a horrol. (S. Amb. de Elia et jejunio).

Ar Mesvier ne verit qet e ve truez outàn, rac e-unan eo en em laqeat dindan domination an drouc-speret. Evel idolou ar bayanet, en deus daoulagad, ha ne vel qet ; diouscouarn, ha ne glêo qet ; treid ha daouarn eus a bere ne all qet en em servicha : en douguen a renqer evel eun den maro, epad ma teu qement hini er gouel d’e goapât ha d’e insulti. (S. Basil).

III°

Petra eo ar Vesventi, ha petra a rànqer da gredi var ar sujet-se.

Ar Vesventi a gonsist er blijadur dizordren a guemerer oc’h eva.

Eun den a zo mezo, pa na ell muy, goude beza evet re, en em bossedi e-unan ; pa nê muy mestr da gomandi d’ar santimanchou eus e ene, na d’ar mouvamanchou eus e gorf, evel ar bale, ar parlant, etc.

Chetu amâ ar pez a zesq deomp an theologianet beza pec’hejou grevus ha marvel er matier-mà :

Ar Vesventi, eme Sant Thomas, a zo pec’het marvel, pa deu eun den d’en em briva volonteramant eus e rêson, o c’houzout e ra dre guementse eun dra fall. Arabat eo credi gouscoude ne vet coupabl a bec’het marvel nemet pa goller ar rêson, rac alies meurbet ec’h erru e zoar coupabl a bec’het marvel hep coll antieramant ar rêson :

1° Pa noazer considerablamant d’ar yec’het oc’h eva re ;

2° Pa deu an den, dre ar boesson, d’en em renta incapabl da ober al labouriou pere a dle da ober ; pa na ell muy en em acquitta eus e zeveriou, evel ma zeo asista en oferen eun deiz en pehini eo oblijet d’e c’hlêvet ;

3° Pa deu eun den da en em abandouni alies da eva re, en hevelep fêçon ma rafe e zoue eus e gôf, evel a lavar an Abostol, hep sònjal e netra all ebet, hep caout sourci all ebet, hep clasq plijadur all ebet nemet da eva ;

4° Pa deuer da derri yuniou an Ilis, evit contanti an inclination da eva ;

5° Pa eller anaout dre eun experianç maleurus penaos goude beza evet e pec’her a enep ar feis, e vlasphêmer, ec’h en em sicaner, e lavarer comziou fall, pe e rear actionou dishonest ;

6° Pa en em exposer gant anaoudeguez da goll ar rêson, ha n’e c’holfet qet ;

7° Pec’hi a rear c’hoas, pa vezer caos d’ar re-all d’en em vesvi ; pa roer re da eun all da eva evite vesvi ; pa ne virer qet ouz eun den d’en em vesvi, mar gueller en ober, pe dre autorite, pe dre avizou mad.

Ar Mesvier a bec’h marvelamant ouz en em vesvi e-unan, hac o lacât ar re-all d’en em vesvi ; mes ouspen ze, en deus c’hoas da respont eus an oll grimou pere a eller da goumeti er Vesventi, abalamour ma en deus güelet ha dleet sònjal penaos er stat-se e zoa capabl da goumeti pep seurt faotou, hac abalamour ma voa oblijet da gonservi e rêson, evel ma en ordren an natur. Eun den mezo a zo eta coupabl eus ar sacreou, blasphêmou, actionou fall, etc., pere a goumet er stat-se en pehini eo en em laqeat dre e volontez e-unan.

IV°
Effejou ar Vesventi var an Ene.

Sant Yan-Chrisostôm, en eur barlant eus an differanç a zo etre ar pec’het a Vesventi hac ar pec’hejou-all, a lavar penaos ar pec’hejou-all ne broduont nemet effejou a bell, e leac’h ar Vesventi a zo ar sourcen eus a bep seurt pec’hejou. Evelse ec’h aller lavaret penaos eun den sujet d’ar Vesventi en deus ennàn e-unan ar sourcen eus an oll grimou.

Ne zeus eta netra, eme c’hoas ar memes Sant, a rafe qement a blijadur d’an diaoul evel güelet eun den sujet d’ar viç-mà ; ne dê qet necesser e boulsa da grimou all, ar Vesventi e-unan el lacaï d’o c’houmeti oll. Ar Vesventi a zo eur vam griminal pehini a laca bemdez er bed bugale c’hoas goassoc’h eguet-hi.

Sant Augustin a antren ivez er memes santimant, pa lavar penaos an hini a zo sujet d’ar Vesventi ne goumet qet hepqen eur pec’het, mes a zo e-unan pec’het, evel teuzet ha chenchet en pec’het.

An Tadou Santel a lavar a ur voues penaos ar Vesventi eo ar zourcen eus an oll grimou ; ha na gredit qet e lavaront muyoc’h eguet a zo güir : ar breuven a zo sclear hac eas da rêi. Examinit Gourc’hemennou Doue, hac ec’h anavessot ne zeus hini anezo a enep pehini ar Mesvier ne n’em rent coupabl en eur fêcon indign.

Ar Vesverien a zo coupabl a enep ar Gourc’hemen qenta.

Ha lavaret a eller e rent ar Vesverien da Zoue an hommach souveren pehini a dleont dezàn, hi pere, herves Sant Paol, ne anavezont qen Doue nemet o c’hôf ; hi pere n’o deus qen gout, qen sourci nemet da gontanti o zansualite ? Selaouit o c’hanaouennou pa vezont mèzo : ha meuleudiou Doue eo a ganont ? Ha diouz an nôs, araoc mont da gousqet, hac ober a ellint-hi o fedennou evel ma tle peb christen o ober ? Penaos ec’h elfent pedi, pa ne ouzont qet petra a reont ?

Ar Vesverien a zo coupabl a enep an eil Gourc’hemen.

Petra a zo caos eus a guement a zacreou, a vlasphêmou qen horrubl, a guement a gomziou a enep ar religion, a enep ar vêleyen, etc. ? Ha ne dê qet ar Vesventi evit an ordinal ?

Remerq. — Eun den mèzo pehini ne voar petra a lavar, ne ell qet beza prudant en e gomziou : lavarat a ra ar pez a deu en e benn, hep reflexion , hep moderation, hep reserv ebet ; lavarat a ra eus ar re-all an oll drouc a voar hac an hini ne voar qet ; lavarat a ra ar c’homziou loussa a enep ar Religion, a enep ar vodesti, dirac bugale, memes dirac e vugale e-unan ; cana a ra chansoniou fall, hac, hep e sònjal, e had en drô dezàn ar goal exempl hac ar gorruption, hep ma ve gouscoude excusaploc’h.

Perac en em lacât er stat-se a follentez ? Allas ! alies e lavar traou pere a garfe goude ze beza tavet ; trahissa a ra e zecrejou, e interest, e enor, e gomerç, e afferiou. Ar Mesvier a zo hevel ouz eur veren pehini a lès ar sclêrijen da dremen dreizi. Evelse tromplerien fin a vel petra a zònch, hac a obten digantàn aranjamanchou pe varc’hajou control d’e interest. Pa vez divorfilet ha deuet ennàn e-unan, en deus qeus o velet pez seurt marc'hajou en deus great e clasq o zerri ; mes re zivezat eo, siouas evintàn !

(Beilladegou ar Presbytal.)

Ar Vesverien a zo coupabl a enep an drede Gourc’hemen.

Peguement n’en dê qet profanet an drede Gourc’hemen ! An deiz santel eus ar Zul, deiz an Autrou-Doue a zo deuet da veza deiz an drouc-speret ; an deiziou a zilvidiguez a zo deuet da veza evit ar Vesverien deiziou a zaonation ; ar Vesverien a chench an deiziou a c’hraç hac a vizericord en deiziou a zizurz hac a bec’hejou. D’an deiz santel eus ar Zul, Doue a c’halv ar bopl fidel d’an ilis evit selaou e lezen zantel, adori ar mysteriou eus ar Religion, ha receo e c’hraçou ; evelse ive an drouc-speret a half d’e ilis (d’an tavarniou) ar re a aparchant outàn, ha pere, siouas ! a zo fidel d’en em gaout en e assambleou, en pere e parlantont e langach, e tesqont e lezennou hac e uzachou. Eas eo compren eo an davarn ilis an diaoul, hac evit qementse, gouelit petra a dremen en ilis Jesus-Christ : cana a rear enni meuleudiou Doue, hac en davarn, en ilis-se eus an diaoul, e caner chansoniou evit eva, chansoniou dishonest, composet gant ministret Satan ; ne glêver eno nemet comziou sot ha libertin. En ilis Jesus-Christ eo eun dra caer meurbet gouelet an union eus ar bopl fidel pere n’en deus oll nemet eur vouez hac eur galon evit meuli Doue : en ilis an diaoul (en davarn) ne zeus nemet trous ba dizurs : e leac’h ar c’hleyer pere a c’halv ar bopl fidel da dy an Autrou-Doue, ne glêver nemet trous ar picherou, trous ar gouer, pehini a zigaç bep moment da vemor d’ar Vesverien e maïnt en ty Satan. An deiziou Sul, pere a dlefe beza ar re zantela etouez ar gristenien, eo an deiziou en pere e pec’h muya ar Vesverien, en evelep fêçon ma c’helfet lavarat penaos supprima ar Zul a ve evita eun infinite a bec’hejou d’an dud·se, pere ne dennont james muy varnezo coler an Autrou-Doue eguet en deiz-se, pehini en devoa roet dezo evit meritout e c’hraçou hac e vizericord.

Ar Vesverien a zo coupabl a enep ar bévare Gourc’hemen.

Pez seurt respet, pez seurt oboissanç o devezo bugale Mesverien evit o c’herent, pere a zifenno outo freqanti an tavarniou ? Ar vugale-ze ha ne reont-hi qet goab eus o zud dirac an oll ? Ha ne c’hoarzont-hi qet dezo en eur eva boutaillad, hac en eur lavaret e zint tudigou simpl pere ne ouzont qen nemet radoti ? Peguement a boan, a nec’hamant evit ar guerent ! Pet güech ne dint-hi qet oblijet da veilla bete pell en nôs evit gortoz o mab mesvier, pehini, hep sònja en cosni e dad hac e vam, a guntunu e zebauch hac a c’hoars eus a chagrin e vam hac eus a c’hourdrouzou e dad ?

Eus a bers ar guerent. — Pez seurt instruction a ell réi d’e vugale eun tad Mesvier ? Penaos ec’h ello beilla var o c’hundu ? Penaos ec’h ello an tad repren e vugale pa o güelo oc’h heuill e exempl, o freqanti compagnunesiou fall, oc’h en em goll, hac en distro d’ar guear o trêti o mam evel eur zervicheres, hac oc’h e insulti evit e avisou mad ? Petra a lavaro neuze an tad, pehini eo ar c’henta da redet d’an tavarniou, ar c’henta da injuria ha da voal-drêti e bried ? Penaos ec’h elfe rebech o viçou d’e vugale, o veza vicius e-unan ? Sònjal a rai ne servichfe qet calz dezàn parlant : hac en effet, mar parlant, e velo souden peguen nebeut a gâs a rear eus e avisou. Pez seurt effet a rafe e gomziou ? E exemplou fall o deus muy a nerz evit cundui e vugale en hent eus ar viç.

Ar Vesverien a zo coupabl a enep ar bempet Gourc’hemen.

Lavaret a eller penaos eo ar Vesventi ar pen-caos, da nebeuta evit an ordinal, eus ar muntrou pere a zo difennet dre ar bempet Gourc’hemen. Pa seller piz, e c’hanavezer ne vez great casi muntr ebet gant eun den pehini a ve var yun. Pa vez pounner ar penn dre ar boesson, e zoar nebeut dispozet da zoufr eun injur, ha disposet mad da injuria ar re-all : en em facha, en em goleri a rear, en em sqei, etc… Ha calz a dud maleurus a zo er prisoniou (calz memes er galeou), pere ne vijent qet eno, ma n’en divije qet ar Vesventi roet dezo an ardisèguez criminal a enep o nessa.

Ar Vesverien a zo coupabl a enep ar c’huec’hvet Gourc’hemen.

An oll a voar penaos ar güin, ar cher vad hac an impurete a zo compagnunezou pere n’en em separont cazi morse, ha Sant Paol a zifen ar Vesventi, abalamour al lubricite en em gav er güin.

Ar Vesverien a zo coupabl a enep ar zeisvet Gourc’hemen.

Darn a zastum en tavarniou dle pere a ouzont ne ellint qet da baëa, ha pere ne baëint biqen ; darn all a zispign en davarn arc’hant pehini a eljent hac a dlejent dispign evit paëa o dle. Peguement a laëronciou, a injustiçou eus a bers ar vugale en andret o zud, eus a bers ar zervicherien en andret o mistri evit contanti o inclination da eva !

Redec a elfemp oll Gourc’hemennou Doue ha re an Ilis, an oll obligationou eus a eun tad a famill, eus eur c’hraouadur, eus eur zoudard, eus eun artisan, etc., hac e ve eas compren penaos ar Mesvier n’en em acquit eus a zever ebet evel ma tle en ober e coustianç. Ar Vesventi, el lavarat a reomp c’hoas, eo ar zourcen eus an oll dizurziou hac eus an oll grimou. Ar Vesventi eo ar c’holl bras eus an ene, ha ma teufe ar maro da sqei subitamant an den-ze er stat a Vesventi, ô va Doue ! pebes sort, siouas ! Bemdez gouscoude e clêvit lavarat : An den-mâ a zo couezet en dour hac en em veuzet, mèzo e zoa ; ennes a zo couezet divar eur voguer pe divar eun ty ; ar charetour-ze a zo bet lazet gant e gar ; eun all a zo bet lazet dindan eur vezen, pe a zo couezet en eur punç, en eur vengleus, hac a zo maro var ar plaç. Pet Mesvier a zo eat er stat-se dirac Doue ! Hac int a zo bet surprenet ! O trista dihun ! Dihuna eus ar Vesventi etre daouarn Doue, pehini a bunis ar Vesventi hac an oll bec’hejou pere a drein var e lerc’h ! Eur Mesvier pehini a varv mèzo a varv en stat a zaonation, ha ne vezo remed ebet evit e valeur. Pa na ell eun den mèzo, scòet gant an taol eus ar maro, na côves, na goulen pardon ouz Doue, na receo Sacramant ebet, ne ell gortos nemet an daonation, hac ar c’holl eus e ene a zo certen.


Effejou ar Vesventi dre rapport an enor.

Ar Vesventi a zo eur viç qen udur, qen indign eus a eun den, ma ve avoalc’h evit er c’hassât examina piz eun den mèzo, e vanierou ridicul, an dizurz eus e gomziou hac eus e actionou.

Ar Mesvier ne rai mann eus ar pez a lavaror dezàn. An humiliationou a zo nebeut a dra evitàn, hac evit eur banne güin pe güin-ardant ec’h en em humilio ar pez a gueror. An dud honest en disprich, hac a veac’h ma zê supportet eur moment en eun assamble honest : inoui a ra ; dic’houti a ra dre e gomziou sot, ridicul, impertinant ; câs a guemerer outàn, er chasseal a rear gant mez ; tec’hel a rear dioutàn, rac lacàt a ra ar c’halonou da heugui gant ar c’houez eus ar güin, eus ar güin-ardant. Tec’hel a rear dioutàn evel ma teu e-unan peurvuia da dec’hel diouz compagnunez an dud honest, eus a bere ar güel a zo eur boan evitàn, evit en em gaout gant e gamaradet a zebauch hac a libertinach.

Er stat-se, ma ec’h en em disqüez var ar ru, en disqüezer gant ar bis, e rear goab anezàn, e c’hoarzer dezàn, e lavarer en deus collet e sqiant : ar gristenien vad o deus truez outàn, hac ar vugale en heuill dre zivertissamant.

Cetu ar voyen eus a bebini en em zerviche güechall an tadou e Lacedemon, en horrol eus ar Vesventi : Mesvi a rent esclavet hac o disqüezent d’o bugale, evit ma qemerjent heus ouz eur viç qer mezus, ha spont na goeschent o-unan en eur stat qen dishenorabl.

Sant Chrysostom a c’halv ar Vesventi dishenor an natur humen : Opprobrium generis humani. En efet, pez seurt dishenor brassoc’h a eller da ober da natur an den eguet en lacat da goll e zignite, hac e izellât betec ar gondition eus an anevalet !

An den a zo bet crouet evel eun imach, eun hevelidiguez a Zoue ; seulvui ma zeo fur, prudant, devot, sobr, temperant, vertuzus, seulvui hevelloc’h a ze eo ouz Doue. Mes ouz petra eo hevel eur Mesvier nemet ouz eur Mesvier all ? Dre ar Vesventi e coll e zignite, e noblanç, ha n’en deus qet a vez oc’h en em lacât izelloc’h eguet an anevalet memes. An aneval ar muya gourmand ne zébr na ne ev nemet ar pez en deus ezom : pa ve countantet e naoun, ne glasq qet davantach, hac an taoliou ar re rusta memes n’er lacafent qet da eva muyoc’h eguet n’en deus ezom. Mes ar Mesvier ne ell james terri e zec’het : seulvui ec’h ev, seulvui e fell dezàn eva, hac epad ma c’hell lavarat eur gomz, eo evit goulen da eva, peguement benac ma en deus pell zo evet re.

Ar pez a zisting an den diouz an aneval eo ar rêson ; mes mar deu an den dre ar Vesventi da goll ar rêson, e coll dre ze ar pez a zisting anezàn diouz au anevalet all, ha n’en deus mui netra pehini el lacafe huelloc’h egueto.

Amâ ec’h elfemp ober ar reflexion-mâ, penaos, da viana, an anevalet a zo mad da eun dra benac, darn da zouguen samou, darn da labourat an douar, etc. ; mes ar Mesvier, da betra ef-én mad ? da eva, da eva, ha da netra qen.

An dud-se pere n’en dint occupet nemet da veuzi o rêson er güin, d’en em zigradi, d’en em renta hevel ouz an anevalet dre o c’hundu disprijabl hac ifam, ha beva a reont-i ? Nan, nan ; ar seurt tud-se ne vevont qet, pa eo güir ne reont usach ebet eus o rêson. O buez a zo eur c’housq, pe, evit lavarat güell, eur maro, pa eo güir e zint maro evit ar rêzon hac evit ar graç.

An Tadou Santel o deus parlantet er memes fêçon, ha dibaut a vech e comzont eus ar Vesventi hep lavarat eo ar Mesvier hevel ouz eun aneval. Sant Basil el lavar expressamant : « An temperanç eo a ra an dud ; ar Vesventi a chench an dud en anevalet. » Ar Vesventi a uz an den, a zivoëd e benn, a ra dezàn coll ar memor, ar rêson, ar speret ; chetu perac e veler Mesverien côs pere ne ellont qet memes eva ur verennad güin hep coll ar rêson, ha pere a zo atao evel tud sot, diot, incapapl da c’houarn o zieguez, da regli o aferiou, ha d’en em gundui o-unan ; hac eus ar seurt tud-se e lavarer : Chetu aze eun den uzet ha rentet sot dre ar boesson.

VI°
Effejou ar Vesventi evit ar yec’het.

Selaouit penaos e parlant ar Speret-Santel var ar sujet-mâ : « An den reglet mad en em gontant gant nebeut a vin. Mac’h evit nebeut e cousqot tranqil hac bep poan : an hini a ev re ne cousq qet hac a zoufr poan en e entraillou. An hini a zêbr nebeut a gousco yac’h ; repos a raï betec ar mintin, hac e ene a vezo en peoc’h. » Doue a zo admirabl er fêçon ma en deus disposet pep tra en urz eus an natur. Peguement benac ma o deus an dud troublet an urz naturel-ze, Doue a zalc’h cuzet ennàn instructionou secret pere hor c’hundu d’ar c’hraç. Fellout a ra da Zoue e teufe ar rêson da gundui ha da regli ar sqianchou naturel, hac an den, er c’hontrol, a fell dezàn e teufe ar sqianchou naturel da gomandi d’ar rêson ha da guemeret o flijadur : ac’hano e teu ar gourmandis evit an debri hac an eva, hac ar Vesventi, dishenor an natur humen. Mes Doue, eme Sant Augustin, a laca urz en dizurziou-ze memes : ar boan a heuill ar blijadur, hac ar c’hrim a zo eur bourreo evit an den coupapl : an den a ra re en deiz, a goll ar repos en nôs ; ar c'horf maguet gant re a zelicatiri a zoufr clénvejou poanius ha mezus bras ; hac alies eur vuez tremenet en debauch hac el libertinach, a échu dre eur languis impossubl da barea, pe dre ar maro en creiz an nerz. An den moderet, er c’hontrol, eme ar Furnes, a gousq tranqil hac en deus eur yec’het parfet. Evelse an den a anavez dre experianç penaos ar blijadur güirion, pehini ne lès remors ebet var e lerc’h, eo disprijout ar blijadureziou.

VII°
Effejou ar Vesventi diouz costez ar madou.

Ne dê qet necesser en em arrêti amàn da brouvi eun dra qer sclêr dreizi e-unan, anavezet gant an oll, ha desqet bemdez gant an experianç. Eur Mesvier n’en deus sourci ebet eus e aferiou ; e barqeyer ne maïnt qet e stat-vad ; e labouriou, e c'hounideguez a zo great re zivezat, great fall ; e zouar a brodu nebeut ; e zomestiqet o velet ne mà qet ganto ar mestr evit o c’hundui, n’en em lazont qet o labourat. Considerit c’hoas penaos e teu ar Mesvier d'en em revina : ma en deus eur parc benac, e verz anezo tam-ha-tam  ; goude beza evet talvoudeguez e zouarou, e verz leve e vreg, hac eus a broprietour e teu da veza fermour… fermour, ne baë qet e Vouel-Mikeal ; berna a ra dle var dle ; ne ell mui paëa ; e vestr er poursu ; an urcherien a laca arrêt en e dy ; ar pezic a chome gantàn a zo güerzet var ar plaç… Chetu én hep ty, hep arc’hant : petra e teuyo-én da veza ? petra a rayo ? cuntinui da eva. E zort truezus a ra nebeut a impression var e galoun caledet ; en em gonsoli a ra en bêr amzer. Va divrec’h a zo mad, emezàn, labourat a rìn diouz an deiz, ha chetu én labourer diouz an deiz, condaonet da labourat a zalec ar mintin betec an nôs evit gounit eur goënnec benac.

Da betra e cundu ar panchant evit an eva ? Da goll eun amzer precius. Pet moment, pet devez collet gant al labourerien hac an artizanet Mesverien ! Goude pep gouël eo necesser tremen eun devez o feneanti hac oc’h eva, hac epad an amzer-ze petra a c’hounezer evit en em vaga ha maga eur vreg ha calz a vugale ?… Daou goll en unan : chom hep gounit ha dispign muyoc’h. Gounideguez eur sizun labour a zo teuzet da Zul en davarn ; ar Mesvier ne oar espern netra. Den hep caloun, o tispign ar pez a dlie servichout da vevanç e vreg hac e vugale maleürus, pere a lès da zua gant an naoun hac ar vizer : ha goude qement-se, petra a chom en eur famill ? Ar baourentez, ha truillou paour evit en em c’holoï. Pet tieguez en o eas, pe a dlije beza en o eas, a zo revinet dre ar Vesventi ! Pet paour ne aller qet da gounta pere ne dint paour nemet dre o faot !

Eur filosof ancien o velet güerza ty eur Mesviér evit paëa e zle, a lavare gant calz a rêsoun : Doueti a rèan pell-zo e tlie an ty-ze pehini a yoa ato leun a vin, rejeti eun devez benac an hini a chome ebars.

VIII°
Effejou ar Vesventi evit ar peoc’h en tièguez.

En lavaret hon eus diaraoc : ar Vesventi a zo ar penn-caos eus a vil sican, eus a vil disput. Qement-mà a zo güir dreist peb tra etre eur pried Mesvier hac eur vreg, pehini a vouel var e zizurziou. Petra a erru ? er gouelet a rear bemdes : eur vreg maleürus a vouel, a huana, coll a ra patiantet, en em facha, en em goleri a ra a enep e fried pehini a deu mezo d’ar guear pe a rànqer mont da guerc’hat d’an hostaliri. Ar chagrin, an dizesper, a laca ar paour qeas greg-se er meas anezi he-unan. Pet leoudouet ! pet mallos ! pebes coler ! pez seurt trêtamant abers an hini a dlie he difen !

Ar Mesvier a zo chomet divezat en davarn, e vreg paour, mantret, a zo azezet var an oalet ouz er gortoz, hac a grën en eur zonjal er pez a vel qellies a veach. — Erruout a ra en creiz an nôs pe vardro goulou-deiz : er c’hlêvet a rear a bell ; cana, crial, blêjal a ra : erruout a ra en qever an nôr, e digueri a ra gant eun taol troad. Pez seurt buez a ya da gomanç en ty ! E gomziou qenta oc’h antren a zo blasphêmou horrupl. Hevel eo ouz eul leon en fulor ; goulen a ra da zêbri hac e roer dezàn ; ne dê qet countant, hac e comanç a nevez ; pedi a rear anezàn da en em galmi, hac e fulor a gresq ; teuler a ra var an douar ar pez a zo preparet dezàn, hac ar plat var behini eo servichet ; terri a ra qement a gouez dindàn e zaouarn ; stéqi a ra e dreid ; dansal a ra var an tàn ; gourdrous a ra da vrujuna peb tra. — Inutil eo d’ar vam dezolet qemer etre he divrec’h he c’hrouadur bian evit calmi al leon furius-se, netra na ell e arrêti, hac ar c’hraouadur ne vezo qet muyoc'h respetet eguet e vam, eürus c’hoas o daou, pa ellont tec’hel eus an ty, exposet evit güir d’ar goal-amzer, mes da viana delivret diouz coler ar Mesvier. Hac ar Mesvier pehini a ra qement-se a zo eun den ? eun tad a famill ? eur penn tieguez ?

Deoc’h en em adressàn eta bremâ, Mesverien, hac e lavaràn gant ar profet Joël : « Dihunit eus ar c’housq terrupl en pehini oc’h evel sebeliet. Scuillit daëlou c’huero var ar stat deplorabl en pehini e languissit abaoue pell amzer. » N’en em gontantit qet da scuilla daëlou ordinal, ululate, hirvoudit ha yudit gant glac’har, c’houi pere a ev güin hep moderation, ha c’houi ive pere a ev gant plijadur ha dre sansualite, expergiscimini ebrii et flete et ululale omnes qui bibitis vinurm in dulcedine, rac danjer bras a zo ma comancit da eva dre blijadur, na deufac’h da en em gustumi da eva re ; hac ar memes profet a ro c’hoas eur rêzoun-all : abalamour ar güin a vezo tennet eus ho qinou. Ha fellout a ra deoc’h tremen ho puez o veva evel eun aneval hac ancounac’hât atao ho condition a zen, a gristen ? Ha felout a ra deoc’h beva atao evel tud pere n’o deus na caloun, nac henor, na dignite ? En em anavezit eta ; gouelit ho tizurzou tremenet ; grit eur binijen sincer ha chenchit antieramant a vuez. Dihunit, goüelit, hirvoudit, yudit dre ho clac’har. Ululate.

En em adressi a ràn ive deoc’h-hu pere a freqant ar Vesverien hac a zo o mignonet, hac hoc’h exhortàn da evita o c’hompagnunez ha da dec’hel a grenn diouto. O c’hompagnunez a zo danjerus evel eur c’hlénvet spegus, hac a dra sur e teufet da veza hevel outo. Ouspen-ze, mad eo ec’h anavessent e tec’her diouto, evit ma teuy ar vez (mar dint c’hoas capabl da gaout mez), d’o lacàt da antren enno o-unan.

Plijet gant misericord an Autrou-Doue goloï a gonfusion qement hini a zo sujet d’ar viç detestabl-ze, evit ma teui ar vez d’en em velet disprijet ha rebutet, d’o c’hontraign da renonç d’o dizurs ! Pedomp-oll an Autrou-Doue da imprima en caloun ar Vesverien eur volontez ferm d’en em voderi, evit ma c’hellint evelse repari o buez fall tremenet, rei exempl vad d’o nessa, pere o deus alies scandalizet dre o exemplou fall, ha meritout dre ar gundu-ze an eürusted eternel.

(Beilladegou ar Presbytal).


————
Petra eo an Davarnerien ; pehini eo o dever.
(Tennet diouz Beilladegou ar Presbytal.)

Eun den a varvas dre accidant, ha mèzo mic-dall.

An Autrou Durand a gav an tavarnier en ty pehini an den maleürus-se a voa en em vesvet. Ober a ra dezàn rebechou : c’houi, emezàn, a zo caos eus an accidant-se.

An Tavarnier. — Me ?

An Autrou Durand. — Ia, c’houi ; c’houi oc’h eus mesviet an den-ze.

An Tavarnier. — Me ne m’eus qet pedet anezàn d’en em vesvi, ne m’eus-én qet contraignet da eva.

An Autrou Durand. — Qement-se a ell beza guir ; certen eo gouscoude ec’h eus roet dezàn ar pez a gare da eva. Ha ne dliac’h-u qet refus dezàn, pa oc’h eus santet en devoa avoalc’h ?

An Tavarnier. — Ah ! ah ! me ne ellàn qet refus da rêi da eva d’ar re a c’houlen.

An Autrou Durand. — En ober a ellac’h, hac en ober a dliac’h : mil güech eus lavaret deoc’h en em rentec’h coupabl o vesvi an dud.

An Tavarnier. — Ha c’houi a falfe deoc’h e crocfen en o diouscoas evit o lacât er meas eus va zy ?

An Autrou Durand. — Heb douetanç ; er fêçon-ze pe en eur féçon-all, ne rafac’h nemet ho tever, pa na dint qet rêsonabl avoalc’h evit selaou hoc’h avizou.

An Tavarnier. — Ah ! ma rafen an dra-ze, ne deufe den d’am zy. Me a ranq beva ive ; ha ma chasseàn an dud eus va zy, n’em bezo mui a braticou, hac ec’h ellàn staga va dent ouz ar rastel.

An Autrou Durand. — Selaouit, va mignon : Beva a rànqit, güir eo ; mes ne dleit qet mesvi ar re a ya d’ho ty.

Beva a rànqit, mes nonpas divar goust qement a dud pere a revinit, o terc’hel en ho ty epad daou, tri, pêvar devez tadou a famill, artizanet, pere, evit eva o-unan, ne roont qet eun tam bara da zebri d’o bugale.

Beva a rànqit, mes sònjit ivez e rànqot mervel, ha penaos e credot-hu aparissa dirac Doue gant eur goustianç samet eus a guement all a bec’hejou, eus an oll bec’hejou eus a bere oc’h caos o lezel an dud-se d’en em vesvi en ho ty d’ar Goueliou ha d’ar Zuliou.

Beva a rànqit, mes laqit urz vad en ho ty ; na bermetit qet ennàn comziou a enep ar religion hac an honestis christen ; na bermetit qet ennàn antretienou particulier entre ar baotret yaouanc hac ar merc’het yaouanc ; na roit qet da eva epad an ofiçou, particulieramant d’ar re eus ar barres ; na zigorit qet ho tôr d’ar Vesverien ; refusit da eva d’ar re a zo anat ar güin varnezo ; pedit ar re a zo erruet er poent-se, hep ma veac’h coupapl, d’en em denna qüit. Accomplissit en ur guer an oll deveriou comandet gant ar justiç, ar garantez hac ar Religion, hac e vevot gant honestis ha gant henor. An oll dud a fêçon a yélo d’ho ty, abalamour ma vezint assuret n’en em vesvint qet ennàn. Calz a dud a ranq monet d’an tavarniou evit o aferiou, o c’herent, o mignonet : ma ve eun tavarnier pehini a laqafe urz vad en e dy, ar re-ze oll ne felvesse qet dezo mont e leac’h all.

Au davarnerien ne gredont qet laqat ar Vesverien er-meas eus o zy, na refus dezo da eva ! Ia, epad ma ell ar Vesverien-ze paea ; mes an davarnerien n’o deus aoun ebet evit laqat ermeas ar Vesverien anavezet evit paeamantourien fall ; n’o deus aoun ebet evit o laqât ermeas, pa na ellont muy eva : neuze o laqeont ermeas hep truez ebet, en creiz an nôs, dre an amzer ar rusta, hep en em chagrina da c’houzout pe e perissint en hent, pe ne raint qet.

Eun tavarnier a zo oblijet, dre e etat, da viret na ve Doue offancet en e dy. Mes petra a ra-én ? Ne sell qet pe en deus bet avoalc’h an hini a antre en e dy, pe n’en deus qet bet : ne zònch nemet da rêi da eva ha da brofita. An oll a voar pebes tapach, pebes dizurz a ve en tavarniou d’an deiziou Sul, d’an deiziou marc’hat, d’an deiziou foar. Mar en em arrêtit e qever dôr eun davarn, e clêfot eno cana, crial, blasfêmi ; e velot o sortial ac’hano tud mèzo mic-dall. Ha coupapl eo an tavarnier ? Ia certen ; n’eus douetanç ebet, pa zeo güir en em rent participant en eun action fall, pe, evit lavarat güell, en mil action fall. Eun tavarnier fall a lès eun infinite a dud d’en em vesvi en e dy, da gana chansoniou fall, da lavarat comziou impi, control d’ar Religion, d’ar burete ; permeti a ra dezo dispen reputation o nessa ; o derc’hel a ra epad an deiz hed-a-hed, da Zul, ha memes epad an ofiçou ; permeti, tenna a ra en e dy tud yaouanc pere en em goll eno, tadou a famill, artizanet paour, pere ne zortiont nemet pa o deus dispignet o güennec diveza. Ar sican, an emgannou, ar gassoniou, ar venjançou, revin ar famillou, dizurziou an tiegueziou, ar maro memes, cetu pez seurt frouez a brodu ordinalamant an tavarniou fall.

Ho ! credit ac’hanòn, va mignon, ho tivrec’h a zo mad, nerz oc’h eus : labourit, e leac’h beza tavarnier ; muyoc’h a fatic ho pezo evit güir, mes ivez hoc’h ene a vezo muyoc’h en assuranç, ha c’houi a vezo muyoc’h henoret.


————