Prezegen Pii nao

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 190-194)



Unan a brezegennou ar Pap Pii IX.
————

Setu ama eur pennad prezegen great gant hon Tad Santel da dud teir barrez euz a gær da bere e roe digemer. Vardro daou vil pemp cant den a ioa anezho. « Euz an teir barrez a velan ama hirio oc’h ober eur gurunen ker caer ha ker skeduz en dro din, ez euz unan hag oun bet guechall o chom enhi, en eur gouent, e kichen person ar barrez. Abaoue ez eus pell, tremen antercant vloas. Sonch mad am euz ez eus c’huec’h vloaz hag antercant abaoue, hogen ar zonch-ze a ra ato plijadur din......

« Ne dremen ket eun dervez, eun heur zoken, na deo red ato brezelecat evit difen guiriou al lealdet hag ar virionez. Bep momet ema dirazomp ar re voasa a enebourien an dud ; birvi a reont o clask difen ho guiriou fauz hag o clask ho lacat da c’hounit dre ners, dre drubarderez ha dre finesse. An enebourien vras-ze, her gouzout a rit, eo an drouk-speret, ar bed hag ar c’hig ; ar c’hig a daol ar vreinadurez e kement a lec’hiou euz an douar dre he visou hag he voal dechou, hag en em scuil evel eun anvoezen contamet, en hevelep doare ma tleomp caout aoun na glefemp adarre Doue o lavaret : Va speret ne jomo mui gant an den, pe da viana a lavarin, gant calz a dud, rak ma zint deut da veza preiz ar c’hik.

« Da zicour ar c’hig e teu ar bed pehini ne gaf ket dezhan en defe c’hoaz he voalc’h euz a gement a velomp, nag euz a gement a ra ar re o deuz ar c’hallout da ober labour Satan, hag a his anezho da vont ato var araok. Ia, kement a zo great ne d’eo ket avoalc’h evithan. Red eo bale c’hoas larcoc’h en hent an dud difeiz. Red eo en em gemeret oc’h ar c’hredennou ar re zantela, oc’h ar relijion, oc’h ar feiz, ha kementse n’eus fors penaus, pe oc’h ober fae var an traou sacr, pe o tigeri scoliou difeiz evit contami ar iaouankis. En eur ger, en em hisa a reont da zancla dounoc’h c’hoaz er fallagriez, evel pa n’o defe ket a vrema great avoalc’h ha re !

« Erfin lavaret a rafet e teu an drouk-speret da hisa c’hoas muioc’h ar c’hig hag ar bed. Caout a ra din guelet o tigouezout adarre en hon amzer ar pez a zigouezas, brema ez eus meur a gant vloas, gant an den santel Job. En amzer-ze, an droug-speret a iea hag a zeue digabest dre ar bed. Doue a c’houlen diganthan petra en deus great hag a beleac’h e teu. Great êm euz eur bale tro var dro d’an douar, eme Satan.

— Ha ne c’heus ket guelet, eme Zoue, va zervicher Job, an den just, aketus d’he zever ha leun a garantez evid hon ?

— Daoust hag evit netra, eme an drouk-speret gant he vouez a ifern, e servich Job ac’hanoc’h ? Carget oc’h euz anezhan a vadou ha roet dezhan cals bugale. Lamit an dra-ze diganthan, hag e velot pegement ho caro !

« Doue a ro da Zatan an otre da lamet digant Job he vugale hag he zanvez. He vugale zo flastret dindan an ti pilet varnezho ; he oll loenet a ia gant al laer.

« Job zo deut paour, mes chom a ra fidel. An drouk-speret a deu eun eil guech.

— Caer ac’h eus bet, eme Zoue, Job a zo ato just, hag a gendalc’h d’am servicha.

— Croc’hen evit croc’hen, eme Satan. Va list d’her skei hag e velot.

« Satan en devoue an otre, ha gouzout a rit e pe stad e lakeaz an den santel pehini gouscoude a zalc’has mad da Zoue.

« Pe me en em drompl, va bugale ger, pe an drouk-speret en deuz hirio ar memes frankis da redek dre ar bed ha d’en em gemeret oc’h an oll eneou. (Ama ar re a zilaoue ar Pap a ziskuezas beza strafuillet).

« Doue a c’helfe beza lavaret d’an drouk-speret : A beleac’h e teuez-te ? Da beleac’h e zez ? — Great em euz an dro d’an douar, eme Satan. — Doue a c’hell beza lavaret dezhan dija : Neuze e c’heus guelet ken aliez a vanden catoliked, kement a romaned vad, ken aliez a ene dibab hag a gar ar vertuz, ar feiz hag ar relijion, ha kementse dre an douar oll, en Itali, en Europ hag e leac’h all ? Hogen mar ec’h euz ho guelet, e c’houzout ive, daoust dezho da veza mac’het, dismeganset, flastret, e kendalc’hont d’am douja ha d’am c’haret, e kendalc’hont da zarempret an ilizou, ha d’am fidi, dirag an aoteriou, da zevel va dorn ha da zont d’ho zicour, evit ma c’hellint erfin en em gaout dizafar hag e peoc’h,

Mad, p’eo guir goude kement a drubuillou, Doue a deuas da zonch dezhan euz a Job, hag a rentas dezhan kement en doa collet ha muioc’h c’hoas ; p’eo guir Job a voue perc’hen adarre d’he zouarou hag a deuas da veza ar c’hef euz eul lignez caer ha niverus ; p’eo guir e varvaz e peoc’h ha carget a vennoziou ; oh ! plijet gant Doue e teufe hon reuziou da echui ive evelse, ma velfemp justis Doue abaskeat, ar peoc’h digaset deomp en hevelep doare ma c’hello ar beleg, an den Doue, an den a urs, tremen dre ruiou kær benn ar gatoliked ep clevet cana pouil dezhan hag he c’hourdrouz euz ar maro. Setu ar pez a garfen da velet.

« Daoust petra a vezo, gouzout a reomp en deus lavaret Doue e talc’h en he zorn an nizerez evit dispartia ar plous dioc’h ar greun mad : hag evelse e vezo guelet an dervez e pehini an dud difeiz a ra ho fouge da veva ep Doue, a vezo laket e mesk ar plous, ne ket evit beza luduet gant an tan, mes evit devi epad an eternite. Ia dont a rai an deiz-ze, ha neuze Doue a c’halvo an eneou choazet, ha reketi a ran e veac’h oll en ho zouez, evit ho lacat en he c’hrignolou, da lavaret eo evit ho c’has d’an env d’he veuli epad an eternite.

« Goulen a ran ar genta euz an diou c’hras-ze, mes muioc’h e c’houlennan c’hoaz an eil, abalamour ma zeo suroc’h, caeroc’h, padusoc’h dre ma ro ar guir da c’hellout meuli Doue ep eana mui.

« Ia, o va Doue, hounnez eo ar beden a ra ouzoc’h ho vikel var an douar ; troit ho sell varzu ar bobl paour-ma. C’hui oc’h eus plantet ar vinien ma, hag oc’h eus-hi trempet gant ho coad prisius. Digaset oc’h eus da Rom Sant Per ho kenta vikel ; hag ama, e Rom, eo en deus Sant Per echuet he verzerinti evit starda ar feiz en doa prezeget. Va Doue ! bizitit eta ho kuinien ; sellit outhi, guelit he zrubuillou, ha savit ho preac’h evit he bennigen.

« Bennigit an dud iaouang evit na vezint ket taget gant ar vreinadurez. Bennigit an tadou evit ma raint ho gallout da zevel mad ho bugale. Bennigit ar mamou, ma o devezo eur gonsolasion bennag en ho anken. Bennigit ar bobl-ma oll, ar re zo ama hag ar re n’emaint ket, ha grit ma vezint oll din eun deis da gana ho meuleudiou epad an eternite er barados. »

————