◄ Trede Pennad. — Zant Ervoan o studian en Orleanz | Pevaret Pennad. — Zant Ervoan avokad en Landreger | Pempet Pennad. — Zant Ervoan sekretour Arc’hdiakr Raon ► |
N’ouzer ket dre-just ped vla eo bet Zant Ervoan avokad en Landreger, med chetu aman darn deuz ar procejo a neuz bet difennet ha goneet. Ha neuze, delhet jonj mad a gement-man ; Zant Ervoan na oa ket eun avokad vel ar re-all, aliez en em offre vit difen kaoz ar bevien, an emzivaded, an intanvezet, hep ma vije goulet ganthan ober, ha na gemere netra digant-he vit se ; abalamour da ze a oa hanvet avokat ar bevien hag an intanvezet.
Bean oa eun denjentil paour, hanvet Richard ar Roux deuz Tredrez, hag a nevoa eur prosez gant Tad Abad ar Relek (ar Relek a oa en eskopti Leon). Na nevoa ket an den paour-ze a beardra vit mont en prosez evelse, hag a oa o vont da goll he oll dreo. Eun de benag a glevaz komz deuz Ervoan a Gervarzin a oa brudet vit bean eun avokat mad. Mont a rez da gad Ervoan hag hen pedaz, en han ’Doue, da zikour anean. — « Ia, eme Ervoan, me zikouro anoc’h mar man ar wirione a du ganac’h. » — « Kridi ran, eme an den-ze, penoz a man ar wirione ganen, hag hen touet a rafen mar be ret. » — Ervoan a rez d’ean touet (dalc’hmad a rae ze, rag na nije ket goulet difen ar gaou) ; ha goude-ze a dalc’haz da difen kaoz an den-ze, war he fraiz, deuz an eil tribunal d’egile, ken a nevoa goneet he brosez.
D’an amzer-ze a oa kals a dud hag a vije debret ho danve gant an uzuillerien, hag ar re gemere arhant en prest digant ar re-ze, a nije aliez lec’h da gad keün. — Eun intanvez diouz a Beurit-ar-Roc’h, he hano Levenez, a nevoa amprestet arhant evelse digant eun uzuiller anveet mad, hanvet Riwal Hardel. He-man c’hoanteaz kemer, vit an arhant-se, liorz an intanvez. Ho-man, o vean n’alle ket paean raktal, a c’houle ma vije gortozet eur pennad gant-hi, rag a hent-all an arhant na dale ket al liorz. Dont a rez an intanvez-ze da gad Ervoan, hag a laraz d’ean, en han ’Doue, difen anei. « Ia, emehan, me difenno anoc’h, mar man ar wirione ganac’h. » Ar prosez a badaz pell, rak Riwal Hardel a nevoa arhant da vont deuz an eil tribunal d’egile ; Ervoan a iez ganthan beteg ar pen pellan, hag a c’honeaz prosez an intanvez ; hag evelse dre zikour Zant Ervoan a chomaz he liorz gant-hi.
Vel ma welet, an avocat iaouank a difenne erfad ar procejo a vije laket entre he daouarn, hag aliez-aliez a deue ar bevien da glask anean d’ho difen. — Bean oa eur paour en bro Treger he hano Konstritin, hag a oa bet gret eun droug benag d’ean gant eur bourc’hiz deuz Landreger ; he-man a anzave aoalc’h an droug a nevoa gret, med na c’houle ket rapari. Ervoan a iez gant-han dirag ar barner hag a c’honeaz ar prosez. — Mab ar bourc’hiz-ze, hanvet Ervoan Katoik, eo a neuz bet diskleriet ze goude maro Zant Ervoan.
Eur paour all deuz a Bleuveur-Goter a nevoa eur prosez gant Olier Arel deuz Lezardrenv ; ar paour a oa ar wirione gant han, med a oa diez he gwelet ; Arel a jonje gonid he brosez dre ma oa pinvik, med Ervoan a reaz d’ean gwelet a oa ar gaou ganthan, ha goude bean bet dirag ar barner hep kad nep setanz, a lakaz anhe da vont en peuc’h d’ar ger ; hag aboue neuze an dud-se a nevoa kals istim hag anoudegez-vad evit ar zant.
Eun dra iskiz hag a zo bet komzet kals diouthan a zo bet tremenet c’hoaz d’an amzer-ze. Eun den iaouank diouz Louanek a oa dimet d’eur plac’h iaouank deuz he barouz. Ho-man na c’houle ket heuil he fried, hag a iez da gad ar barner vit ober disklerian na oa ket dimet. Gelvet a oe Ervoan da difen an den iaouankse. Ar plac’h, pa vije dirag Ervoan, a anzave oa dimet d’an den-ze, ha na c’houle pried-all ebet nemet-han. Barnet a oe eta ar plac’h da vont gant he fried, med ho-man, droug en-hi, a gassaz ar prosez da dribunal Tours. Ervoan a iez ive di vit difen an den iaouank, hag ar barner a reaz d’ean azei en he gichen. Hadklevet a oe neuze an diou gosteen, hag o vean na oa netra da laret skler aoalc’h a oa gwir-dimi entre-he, a c’houlaz ar barner digant Ervoan piou a nevoa aliet anean da varn an dud-se da vean dimet ; chetu, vel ma welet, ar barner nehet braz, na ouie penoz rei ar setanz. « Ar plac’h-se, eme Ervoan, a neuz anzavet ouzin ec’h eo dimet. » — Ar barner a c’houlaz c’hoaz digant-hi hag hen oa dimet ; hag a laraz d’ean na oa ket. Neuze Ervoan a c’houlaz ive digant-hi memez tra, hag a anzavaz ar plac’h, d’an oll da glevet, penoz a oa hi groek an den a oa gant-hi. — « Ha d’in a larec’h, eme ar barner, na poa biskoaz kemeret an den-ze da bried. » — « Na meuz ket ive, eme-hi. » — Zant Ervoan a c’houlaz diant-hi c’hoaz eun eil gwej : — « Ma flac’h, n’ec’h euz ket anzavet ouzin penoz ho peuz kemeret an den-ze da bried ? » — « Ia, eme-hi, ma fried eo, ha me he wrek, ha keit a vo bew, na mo pried-all ebet nemet-han. » Neuze barner Tours a laraz da Ervoan mont en he blas, ha rein ar setanz ; mont a rez, ha raktal a lakaz anhe da vont en peuc’h d’ar ger.
D’an amzer ma oa person en Louanek a arriaz ganthan eun dro evelse c’hoaz. Eur potr iaouank a nevoa roet he hir da dimi d’eun intanvez deuz Louanek, ha chetu goude en em dizlaraz. Dont a rez an intanvez da gad Ervoan, da laret d’ean zikour anei, en han ’Doue ; pa deuaz an den iaouank da c’hout se, a iez da ganan pouill d’ar person, med Zant Ervoan na reaz van ebet nemet c’hoarzin o klevet he gomjo ; mont a rez da gad tud al lezen hag a bedez anhe da difen kaoz an intanvez vit mann, hag a rejont.
Eur wej all a oa eun intanvez deuz Landreger, he hano Alis Hamon, en prosez gant eur Prijent diouz Pleuzal ; gelvet a oe Ervoan da difen an intanvez. Prijent drouk enhan o klevet komjo ar zant, en em lakaz da bouillal anean goassan m’alle. — « Kouls a vije did zerri da c’heno, eme Ervoan gant kals a dousder, komjo evelse na wassaoint ahanon tam ebet, ha na wellaoint ket ken neubet ahanout. »
Kals a brosejo evelse a neuz goneet Zant Ervoan, n’eo ket hepken pe na oa nemet avokat, med c’hoaz goude ma oe beleget, pa oa person, a ie vit mann da difen kaoz ar bevien dirag an tribunalio.