Mont d’an endalc’had

Pevare levr - XVIII

Eus Wikimammenn



TRIOUEC’HVED KENTEL.


Arabad eo d’e-omp klask anaout mister sakramant ann Aoter ; bez’ e tleomp lakaat hor spered da blega d’ar feiz.


1. — Jezuz-Krist. — Ne dal netra d’e-hoc’h klask furcha doun er mister braz-ze, rak eul labour fall e ve ann dra-ze ; mirit ’ta dioc’h kement-se gant aoun na vec’h enkrezet gant eur maread poaniou spered. Rak ann hini a glask anaout ar galloud braz-meurbed euz a Zoue, hen-nez a vezo dallet gant he c’hloar. Doue a hell ober mui evil na hell spered ann den da c’houzout.

Eunn den hag en deuz doujans Doue, eunn den hag a zo izel he galoun, ne d-eo ket eunn dra berz d’ezhan klask anaout ar gwirionesiou santel, gant ma vezo bepred he ene e stad vad da veza kelennet, ha ma lakaio he boan evit kerzet enn hent santel a zo bet diskouezet d’e-omp gant Tadou ann Iliz.

2. — Euruz eo ann den zo izel he galoun hag a ia diwar hent diez ann divizou, evit kerzet enn hent eeun gourc’hemennou Doue. Tud e-leiz ho deuz kollet doujans ha karantez Doue, dre ma falveze d’ezho anaout ar pez a zo dreist ho spered.

Ar pez a c’houlenner digan-e-hoc’h ne d-eo ket eur spered lemm a glask toulla doun misteriou Doue ; eur feiz kre hag eur vuez direbech eo. Ma n’oc’h ket evit anaout ar pez a zo dirak ho taoulagad, penaoz ec’h hellot-hu anavezout ar pez a zo dreist ho spered ?

En em likit etre daouarn ann Aotrou Doue ha likit ho spered da blega d’ar feiz ; neuze e teuio d’e-hoc’h sklerijen ar gwir wiziegez, hervez ma vezo mad ha red d’e-hoc’h kaout anezhi.

3. — Meur a bini, er zakramant-ze, a zo gwall enkrezet diwar-benn ar feiz ; hep gwir abek eo e ve kement-se tamallet d’ezho, rak ann drouk-spered a zo kiriek a ze. N’en em nec’hit ket, na zivizit ket gant ar sonjezonou a zeu enn ho spered, na rit van euz ar pez a lavar ann aerouant d’e-hoc’h ; kredit avad da gomziou Doue, kredit d’he Zent ha d’he Brofeded ; neuze ez ai ann drouk-spered pell diouz-hoc’h.

Talvouduz-braz eo aliez da zervicherien Doue e vent nec’het evel-se, rak ann drouk-spered ne dempt ket ann dud difeiz nag ar bec’herien, pa’z eo gwir ez eo perc’hen d’ezho. Evit ann eneou mad ho deuz doujans Doue, ar re-ze a vez nec’het e meur a zoare ha gwasket stard war-n-ezho gant-han.

4. — It eta, gant eur feiz displeg, gant eur feiz kre-meurbed, it ha tostait oc’h sakramant ann Aoter gant eunn doujans ar vrasa. En em likit etre daouarn ann Aotrou Doue holl-c’halloudek, evit kement tra ne vec’h ket evit anaout anezho. Doue ne laka den da fazia ; ann hini avad en deuz re a fisians enn-han he-unan, hen-nez a fazi meur a weach.

Doue a dosta oc’h ar re zo eeun ho c’haloun ; en em ziskouez a ra d’ar re a gar en em izelaat ; rei a ra he sklerijen d’ar re vihan, digeri a ra ho spered d’ar re zo glann ho ene ha kuzet he c’hras oc’h ar re zo rok hag a fell d’ezho gouzout pep tra.

Skiant ann den a zo berr anezhi he-unan hag a hell skei a dreuz ; ar gwir furnez avad ne d-eo ket evit fazia.

5. — Ar skiant hag ann anaoudegez euz ann traou a glask ar spered da c’houzout, a dle mont da heul ar feiz. Arabad eo ez afent enn he raok gant aoun na zeufe ar feiz da vihanaat. Rak ar feiz hag ar garantez a zao dreist pep tra er zakramant sakr ha santel-meurbed euz ann Aoter, hag a zo nerzuz-braz, hep ma ouzomp penaoz.

Doue a zo a viskoaz hag a vezo da viken, Doue braz ha galloudek meurbed, Doue a ra enn envou ha war ann douar traou braz ha dreist spered ann den ; ha ne vezo biken hini e-bed evit anaout he vurzudou hed-da-hed. Ma ve oberiou Doue evit beza anavezet eaz gant ann holl, ne ve den evit lavaret ez int burzudou, burzudou brasoc’h eget kemend a oufemp da lavaret.


EVIT HOR C’HELENN.


Ann den difeiz a fell d’ezhan beza gwiziek, ha dre-ze ez a da goll. Goulenn a ra he zilvidgez digant ar skiant, digant ann orgouil ; he goulenn a ra digant-han he-unan. Ha neuze e gweled he spered leun a devalijen, e gweled he galoun dinerz ha saotret, neuze e klev mouez ar maro. Kristenien, ho pezet sonj atao euz ar c’homziou-man : ann den zo he galoun eeun ha gwirion, hen-nez a vev dre ar feiz. Bevit eta dre ar feiz, oc’h en em vaga euz a zakramant ann Aoter, rak n’euz tra a ve gwelloc’h eget ar goumunion zantel evit diskouez hor feiz. Ann hini a zo ann hent, ar wirionez hag ar vuez, me lavar Jezuz-Krist, Map Doue, en deuz lavaret : Setu aman va c’horf, setu aman va goad. Ha kredi a rit-hu ann dra-ze ?

Ia avad, her c’hredi a rann, Aotrou. Ann env hag ann douar a dremeno, ho komziou-c’houi avad ne drennenint ket. Kredi hag ansao a rann ez eo breman e gwirionez ho korf ar pez a ioa bara ; kredi a rann ez eo breman e gwirionez ho koad ar pez a ioa gwin. Kredi a rann ar wirionez-ze, ha va spered a laka da devel va skianchou direiz. Doue en deuz karet kemend ann den m’en deuz roet evit-han he Vap, ar Map n’en doa nemet-han. Hag evit kas da benn eur mad ker braz, evit he lakaat da badout da viken, ar Map ive en em ro he-unan bemdez d’ann den oc’h ann daol zantel ; en em rei a ra e-c’hiz m’ema, korf ha goad. Her lavaret a rann adarre, Aotrou : Kredi a rann omp bet karet gant Doue, kredi a rann omp karet gant ann Tad, omp karet gant ar Map ; hag ar garantez vraz-ze hep kemm na ment eo a zesk hag a zispleg pep tra d’e-omp. Eur mister ker braz a zo dreist hor spered, n’euz fors. Ha ne ouzomp-ni ket n’euz den evit anaout hoc’h henchou, o va Doue ? Ha ne ouzomp-ni ket e vezo diskaret gant ho kloar ann hini a glask anaout hoc’h henchou huel-meurbed ? Eunn dudi eo evid-omp kredi ar pez ne anavezomp ket, eunn dudi eo evid-omp en em deurel, a benn kaer ha kloz hon daoulagad, e-kreiz ar mor euz ho karantez hag en em veuzi enn-han. Ra davo eta ar re a zo ho c’haloun rok ha leun a droidellou ; ra baouezint-hi, tud dinerz ma’z int, d’en em zevel enn hoc’h enep, o va Doue holl-c’halloudek. Pa vezont o tiskredi, pa c’houlennont di-gan-e-omp traou n’euz ezomm da c’houzout, neuze leveromp d’ezho ar c’homziou-man hep-ken : Doue en deuz karet kement, ma… A-walc’h eo, komz all e-bed ne d-eo a-walc’h anez.

E-c’hiz ma rafe eur sklerijen flamm, ar c’homziou-ze a ia bete gweled ar galoun a zo evit klevet anezho, bete gweled ar galoun a gred ez euz karantez, bete gweled ar galoun a oar hag a anavez petra eo karet gant karantez. Souezet oc’h pa lavarer d’e-hoc’h ez eo Doue kuzet dindan spesou dister ar bara ; souezet oc’h pa lavarer d’e-hoc’h ez eo en em roet Salver ar bed da vagadurez d’ann dud ; bez’ emoc’h war var, dinerz eo ho feiz. Na perak eta ? O veza n’hoc’h euz ket ar gwir garantez eo.

C’houi avad, eneou mad, c’houi hoc’h euz ar gwir feiz, tostait oc’h ann aoter ; it laouen da gaout Jezuz gant eur galoun leun a feiz hag a fisians ; it d’ar fest santel ma’z oc’h bet pedet da vont dre garantez ho muia-karet. Na brasa mister !

« Da be leac’h ez afemp-ni, Aotrou ? Ha mont a rafemp-ni da gaout tud ar bed, da gaout ar re zo lemm ho spered, ar re a glask anaout pep tra ? Ha mont a rafemp-ni da gaout ar re zo fur hervez ar bed, ar re a glemm hep paouez ; da gaout ann dud difeiz, da gaout ar re a zo bemdez o c’houlenn ouz-omp : penaoz ec’h hellfe Jezuz rei d’e-omp he gorf da zibri ? Penaoz ec’h hellfe-hen beza enn envou d’ar c’houls ma tebrer anezhan war ann douar ? — Nann, Aotrou, ne fell ket d’e-omp mont da gaout ann dud-ze nag ive mont da heul ar re a zilez ac’hanoc’h ; ni a fell d’e-omp mont da heul sant Per, hag evel-d-han e livirimp : Mestr, da be leac’h ez afemp-ni ? Gan-e-hoc’h ema ar c’homziou euz ar vuez a bado da viken. »


PENN DIVEZA ANN IMITASION