◄ Arabad eo pellaat dioc’h ann daol zantel nemet abek a ve | Pevare levr - XI | Bez’ e tleer en em lakaat gant kalz a aked e doare vad da goumunia ► |
1. — Ann ene mad. — Va Jezuz, va
Aotrou, na peger mad eo d’ann ene feal
azeza oc’h taol eno ho kichen, o veza ne
zebr eno ken magadurez nemed-hoc’h
hoc’h-unan, c’houi a zo he vuia karet
hag a zo kalz dreist kement a oufe
da c’hoantaat. Na peger mad e ve d’in
skuilla dira-z-hoc’h hag a wir galoun,
daelou a garantez, ha gwalc’hi ho treid
gant va daelou evel a reaz ar Vadalen !
Breman avad e pe leac’h e ve kavet eur feiz ker kre ? E pe leac’h e ve kavet daelou ker founnuz, ker santel ? Va c’haloun e gwirionez a dlefe beza entanet holl ha gouela gant levenez dira-z-hoc’h ha dirak hoc’h Elez santel, o veza m’emoc’h hoc’h-unan dira-z-oun er zakramant-man, petra-bennag ez oc’h kuzet enn-han dindan spesou ar bara hag ar gwin.
2 — Va daoulagad-me ne vent ket evit sellet ouz-hoc’h, Aotrou, mar en em ziskouezfac’h gant ho sklerijen hoc’h-unan, gant ho sklerijen Doue ; ar bed holl zo-ken ne ve ket evit herzel dirak sklerder ho kloar vraz meurbed.
Dre garantez evid-oun eo ’ta ec’h en em guzit er zakramant, o veza ma’z ounn sempl ha dinerz. Bez’ema dira-z oun e gwiriouez, ha meuli a rann ann hini a zo meulet gant ann Elez enn envou ; n’ounn ket c’hoaz evit her gwelet nemet gant daoulagad ar feiz, siouaz d’in ! Ann Elez avad her gwell dira-z-ho hag evel m’ema.
A-walc’h eo d’in sklerijen ar gwir feiz, a-walc’h eo d’io kerzet enn-hi ken na zavo ann deiz euz ar sklerijen a bado da viken, ken na zeuio ann deiz-ze da skuba ann devalijen a vir ouz-in da welet va Doue. Pa vezimp-ni deuet er stad vad-ze, mad dreist ar wella, neuze ne vezo ken a zakramanchou rak ar re euruz er c’hloar n’ho deuz ezomm e-bed anezho evit ho mad ho-unan. Bez’ emint enn dudiou hep paouez dirak Doue, ha gwelet a reont anezhan dira-z-ho enn he holl c’hloar. Bez’ ho deuz ar sklerijen, bez’ emint war neun e-kreiz sklerijen Doue ; gwelet a reont Verb-Doue a zo en em c’hreat den, hag her gwelet a reont hervez ma’z eo bet a viskoaz hag evel ma vezo da viken.
3. — Pa zeu d’in sonj euz ann euruzded-ze, pep tra hag ive frealzidigez ann ene a zo eur beac’h pounner evid-oun, rak endra n’ounn ket evit gwelet ann Aotrou enn he c’hloar evel m’ema, kement tra a welann hag a glevann war ann douar, ne d-int netra evid-oun.
Her gouzout a rit, o va Doue, netra e-bed ne oufe digas frealz d’in, netra war ann douar ne oufe digas peoc’h d’in, netra nemed-hoc’h-hu, Aotrou, am euz c’hoant da welet-da viken. Siouaz, ne vezinn ket evit ho kwelet endra vezinn er vuez kollidik-man. Red eo eta d’in diski gouzanv pell amzer heb en em glemm ; red eo e plegfenn d’e-hoc’h holl c’hoantegesiou va c’haloun.
Rak ar zent euruz a zo breman gan-e-hoc’h enn env o tridal gant levenez, ar zent-ze hed ho buez ho deuz gortozet, hep klemm ha gant feiz, ann deiz ma tliac’h digemeret anezho enn ho kloar. Kredi a rann ar pez ho deuz kredet ; ar pez ho deuz gedet, her gedal a rann ive ; d’al leac’h ma’z int-hi eat, me gred ec’h hellinn mont ive gant nerz ho kras. Da c’hortoz ma savo ann deiz-ze, me gerzo rag-eeun dre hent ar feiz, oc’h heulia skoueriou ar zent.
Me am bezo ive levriou santel evit va frealz ha va c’helen ; gwella zo, me am bezo ho korf sakr evit va farea hag evit rei d’in dizoan em foaniou.
4. — Gouzout a rann ez euz er bed-man diou zra a zo red d’in da gaout dreist pep tra ; anez ho c’haout ne venn ket evit dougen va beac’h pounner er vuez-man ; rak o veza ma’z ounn dalc’het er c’horf enk-man, me am euz ezomm a vagadurez hag a sklerijen, ne oufenn ket her nac’h.
Evit se eo hoc’h enz roet d’in, den sempl ha dinerz ma’z ounn, ho sakramant sakr evit maga va c’horf ha va ene ; evit se eo hoc’h euz roet d’in ho komps evit va sklerijenna hed ann hent. Anez kaout ann diou zra-ze, va Doue, ne oufenn beva ervad, rak ho komps a zo sklerijen va ene, hag ho sakramant sakr a zo ar bara a zigas ar vuez.
Lavaret a heller c’hoaz ez eo ann diou zra-ze diou daol a zo bet savet gan-e-hoc’h enn hoc’h Iliz santel. Unan anezho a zo taol ann aoter hag a zo war-n-ezhi ar bara sakr, da lavaret eo korf Jezuz-Krist. Aon eil a zo taol lezen Doue hag a zo skrivet war-n-ezhi ar c’helennaduresiou santel, ar c’helennaduresiou a zesk ar gwir feiz, a zizolo gouel ar zantuar hag a gas ac’hanomp rag-eeun d’al leac’h m’ema Sant ar Zent.
Ho trugarekaat a rann, Aotrou, va Jezuz, sklerijen ar sklerijen a zo a viskoaz hag a vezo da viken ; ho trugarekaat a rann o veza m’hoc’h euz roet d’e-omp dre ho Profeded, dro hoc’h Ebestel ha dre ann Doktored all, ann daol zakr euz ho kelennaduresiou santel.
5. — Ho trugarekaat a rann, Krouer ha Salver ar bed, o veza ma hoc’h euz diskouezet ho karantez e-kenver ann dud holl, oc’h aoza d’e-omp eur fest ar c’haera. Er fest-ze ne d-eo ket ann Oan Bask a roit d’e-omp da zibri, ho korf sakr hag ho koad santel eo. Er fest sakr-ze, e roit d’ann eneou mad ho gwalc’h a levenez, enn eur ho mezvi e kalir ar zilvidigez, ar c’halir-ze a zo enn-han holl zudiou ar baradoz. Ho trugarekaat a rann ivez o veza ma hoc’h euz hor pedet da zont d’ar fest-ze, e pe leac’h emomp oc’h taol e-kichen ann Elez santel ho deuz d’ho lod muioc’h a zudiou eged-omp.
6. — Na peger braz, na peger kaer eo karg ar veleien ! Galloud ho deuz bet da zakri, dre gomziou santel, ann Aotrou Doue huel-meurbed ; galloud ho deuz bet da vinniga anezhan gant ho muzellou, d’hen derc’hel etre ho daouarn, d’hen digemeret enn ho genou ho-unan ha da rei he gorf sakr d’ar gristenien all.
Na pegen neat e tle beza daouarn ar belek ! Na peger glann he c’henou ! Na peger santel he gorf ! Na peger gwenn he ene evit kemeret ken aliez a weach korf ann hini a darz anezhan eienen ar zantelez !
Euz a c’henou ar belek ne dleer klevet nemet komziou santel ha mad, pa’z eo gwir e kemer ken aliez a weach he lod euz a zakramant Jezuz-Krist.
7. — Ra vezo glann ha dizrouk ann daoulagad a zo boaz da welet korf Jezuz-Krist ! Ra vezo neat ha savet etrezek ann env ann daouarn a zo boaz da gemeret Krouer ann env hag ann douar !
D’ar veleien dreist-holl eo ez euz lavaret el lezen : Bezit sanlel, o veza ma’z oun-me santel, me ann Aotrou ho Toue.
8. — O va Doue holl-c’halloudek, ra zeuio ho kras da gennerza ac’hanomp-ni, ni hon euz bet karg ar velegiach, evit mac’h hellimp ho servicha e-c’hiz ma’z eo dleet, gant eur gwir feiz ha gant eur galoun c’hlann. Ma na d-omp ket evit beva e-c’hiz raa ve red e rafemp, grit dihana ma teuimp da ouela war hor pec’hejou gant eur gwir c’hlac’har, evit ma vezo izel bor c’haloun ha ma kresko enn hon ene ar c’hoant stard d’ho servicha hiviziken gant muioc’h a garantez. — Evel-se bezet great.
Na petra eo ann douar ? Eur vro er-meaz euz hor bro, eul leac’h m’emomp divroet enn-han, eunn draonien a zaelou, evel a lavar hor Mamm zantel ann Iliz. Ann den er bed-man, e-kreiz ann devalijen, a glask ar wirionez a zo buez ne spered ; e-kreiz poaniou braz, ne oar den ped zo anezho, map den a glask eur mad, hep gouzout pe seurt mad eo, eur mad braz-meurbed hag a vezo da viken, eur mad a zo buez he galoun. Siouaz d’ezhan, kement tra a glask a dec’h enn he raok. Bez’ ema war var bepred ; ar pez a gred, ar pez her laka da fazia, kement-se holl a zizec’h hag a skuiz he galoun hag he skiant vad. Ar pez a gave d’ezhan a ioa mad, a zeu da veza c’houero ; pep tra a zo divlaz ha goullo evit-han. Pa ne vez nemet-han el leac’h m’ema, he ene a zo eur gwall veac’h evit-han, ezomm en deuz da veza harpet. Gwaz aze d’ezhan mar laka he fisians enn dud ! Rak en em guzet a reont evit he douella, klask a reont her lakaat da skei war ann hent fall enn eur lavaret ez int mignouned d’ezhan. Gant ho genou e c’hoarzont out-han ha gant ho daouarn e stegnont d’ezhan rouejou enn amc’houlou ; ha goude troidellou e-leiz, goude eur maread gevier, goude kant fallagriez, setu ec’h en em ziskouezont enn eunn taol ; en em zastum a reont enn-dro d’ezhan gant ho rouejou, en em deurel a reont war-n-ezhan hag hen draillont e c’hiz a rafe eur bleiz da eunn oan. Na truezusa stad ! Doue avad n’en deuz ket dilezet he grouadur paour e-kreiz ar poaniou braz-ze. Sklerijenna a ra anezhan gant he gomziou, hen harpa gant he c’hras ; her c’hrevaat hag her frealzi a ra o rei d’ezhan da anaout e vezo eurusoc’h er bed all ; lakaat a ra ive anezhan da gaout fisians en devezo, goude gouzanv poaniou er vuez-man, en devezo ar mad a glask, ar mad dreist pep mad, da lavaret eo Doue he-unan. Ar madou-ze a zeu d’e-omp digant Doue, dre he garantez a zo brasoc’h eget kement a oufet da lavaret ; ar madou-ze a zo dastumet holl kouls lavaret, e sakramant ann Aoter hag a zo roet eno d’e-omp dioc’h hor c’hoant. A-walc’h eo d’e-omp kaout c’hoant anezho evit ho c’haout e gwirionez. Pep gweach ma tostaomp oc’h ar zakramant sakr-ze, neuze e teu enn-omp ar furnez, ar sklerijen a zo a viskoaz hag ivez Verb-Doue, ar Ger beo. Enn-omp e teu ann hini a ro ar c’hras hag ar feiz ; enn-omp e teu ann hini a lavar d’e-omp hor bezo da viken ar pez emomp o c’hedal. Korf Jezuz Krist, staget oc’h ar groaz evid-omp, a zeu da veza hor c’horf hon-unan ; he c’hoad zo bet saveteet ar bed gant-han, he c’hoad a zo mesket gant hor goad. Eur pok santel a unvan hon ene gant ene hor Zalver ; Doue he-unan a zeu enn-omp hag a lam ac’hanomp kemend a ioa bet saotret gant ar pec’hed ; Jezuz, hor mignoun feal, a zeu enn hor c’haloun, komz a ra ouz-omp o lavaret : Laka ac’hanoun evel eur ziel war boull da galoun, rak ar garantez a zo krevoc’h evit ar maro. Neuze e vezomp devet gant ar garantez-ze ker flamm hag ann tan, ha ne welomp netra ken nemet hor muia karet, n’hon euz mui ken buez nemet he vuez, hag holl boaniou ar vuez-man a dorr war-n-ezho, pa zonjomp e dudiou ann env.