Mont d’an endalc’had

Pevare Sul goude ar Rouaned

Eus Wikimammenn
Ar. de Kerangal, 1898  (p. 69-76)






AR PEVARE SUL GOUDE AR ROUANED
(Sant Vaze, Ch. viii.)


————


Jezuz o veza pignet enn eur vag, he ziskibien hen heuliaz. Ha setu dirollet var ar mor eur barr-amzer spountuz ken na veze goloet ar vag gant ann tarziou. Koulzgoude Hor Zalver a ioa kousket. He ziskibien avad a dostaaz outhan hag hen dihunaz o lavaret : Aotrou, hor saveteit, mont a reomp da goll. Ha Jezuz a lavaraz d’ezho : Perak oc’h euz aoun, tud laosk a feiz ? O sevel neuze e kemennaz d’ann avel ha d’ar mor ; hag ann amzer a deuaz sioul braz. Souezet holl, ann dud a ioa eno a lavare : Piou eo he-ma pa zeu ann avel hag ar mor da zenti outhan ?


Ann tentasionon.


Hervez ann Tadou Santel, er gentel-ma ar mor a zo eur skeud euz hor buez var ann douar, ar vag eo ann ene kristen, hag ar gual amzer a verk ann tentasionou a zeu ken aliez da stourm ouz pep hini ac’hanomp. Deskomp eta gant ann ebestel petra on euz da ober evit miret n’ez afemp da goll.

Evit tentasionou or bezo sûr, epad hor iaouankiz, e kreiz hor brud, ha beteg er gozni. Ann enebour ne espern ket ann eil mui eged egile. Ann hardisegez en devoue, diouz a lennomp enn Aviel, d’en em gemeret ouz Hor Zalver he unan, o tispaka dirag he zaoulagad madou hag henoriou evit ober d’ezhan kaout avi outho. Penaoz eta e vemp-ni lezet e peoc’h ? Ar venac’h hag al leanezed enn ho c’houenchou a vezo, koulz ha tud ar bed, heskinet gant ar c’hik hag ann drouk-spered. Ia, goude ma vec’h tost da Zoue, ouz he bedi noz ha deiz, pe oc’h ober pinijennou kalet evel darn euz ar zent er c’hoajou, c’hui a vezo tentet. Jezuz a ioa er vag gant ann ebestel pa zirollaz varnho ar barr-amzer. O sellet piz e velimp memez eo ann eneou santel o deuz muia da c’houzanv ; ha kement-ze a zo ez aoualc’h da goumpren. Rak, Doue a fell d’ezhan kaeraat bepred kurunenn he zervicherien. C’hoant en deuz ive da c’houzout beteg pegeit ez a ho nerz kaloun. Meur a hini a lavar e ve joa gantho mervel evit ar feiz, ha pa dal emaint oc’h en em glemm raktal ma stourm eur boan bennag outho.

Bepred fur ha karantezuz, hon Tad euz ann env a fell d’ezhan anaout he vuir vugale hag ho diskuez d’ann holl, o rei d’ezho kroaziou da zougenn. Abalamour ma plijec’h da Zoue, eme ann eal da Dobii, oa ret d’ehoc’h beza trubuillet. Avechou ive, e leac’h skei gant he zourn he unan, e lez ann diaoul d’ober gual vuez d’eomp, evel ma reaz d’ann den santel Job ; hag ouz ann eneou mad eo en deuz ann drouk-spered muia kounnar. Pa gendalc’h eta d’ober brezel d’ehoc’h, bezit dienkrez, rak eur merk eo n’emaoc’h ket c’hoaz enn he rouejou. Ar chas, a lavar sant Fransez a Zal, ne harzont ket ouz tud ann ti, ha Satan ne jomm ket ive da goll he amzer varlerc’h ar re zo dija arrezet mad evit ann ifern ; ho lezel a ra da vont gant ann hent heb ober re a drouz d’ezho enn aoun na zigorfent ho daoulagad.

Mes, ma ne dleomp ket en em jala n’euz forz peger stank ha peger kasaüz e ve hon tentasionou, diouallomp na rofemp krav d’ann enebour ; rak, daoust ma’z eo kabestet gant Doue, evelato, eaz eo gouzout, neb a ielo el leac’h ma c’hell he jadenn tizout, a vezo taget ganthan ; ia, diskaret sur e vezimp ma kav ann tu varnomp. Mad, eleiz a gristenien en em daol etre skilfou ann diaoul. Penaoz kement-ze ? O tarempred gual goumpagnunez ; o lenn, o selaou pe o vont da velet traou hag a zo goest da loskaat ho feiz pe da gaillara ho ene ; o karet re ann dibri hag ann eva ; o veza lezirek da bedi ha d’en em zioual ouz ar pec’hejou veniel. Ne reont vân euz ann ali-man roet gant Hor Zalver d’he ebestel : Vigilate et orate : beillit ha pedit gant aoun na guesfec’h enn dentasion. Ho c’haloun o veza dinerzet holl, ann drouk-spered a zo hardisoc’h da zailla varnho, ha ne vezo ket diez d’ezhan ho zurpren pa n’emaint ket var evez.

Jezuz a ioa kousket pa zirollaz ar barr-amzer var bag he ziskibien. Guelet aoualc’h a rea evelkent ar pez a dremene, ha ne c’hortoze nemed eur gomz a berz ann dud-ma evit rei sikour d’ezho ; ar re-ma avad a vije bet beuzet sur aoualc’h paneved m’oa digor ho daoulagad gantho ha ma teujont da zihuna ho mestr. Evidomp-ni, hon difennour n’eo na moredet na kousket, non dormitabit neque dormiet, eme ar roue David.

Mes, petra bennag ma chomm bepred divorfil, evelato e c’houlenn beza galvet abarz astenn he zourn gallouduz d’hon harpa. Rak-ze, pe ez eo deuet ann dentasion d’hor c’hlask, pe ni a zo bet ken diskiant d’en em daoler dirazhi ac’hanomp hon unan, raktal ma klevomp ann avel o krozal, savomp hor mouez ec’hiz ann ebestel, o lavaret da Jezuz : Salva nos, perimus ; skoazell, aotrou, pe ni a zo kollet ! Ia, pa zav reuz gant hon techou fall, pa zeu Satan da c’hueza var ann eulven hudur a gaver memez e kaloun ar re zantela, neuze, heb gedal ma vezo dirollet neat ar brezel pe kroget ann tann guall, eo ret pedi Doue hag ar Verc’hez. Hor c’hlevet a raint, kredit mad, hag ann Tad karantezuz a ziredo ker buhan da ziframma he grouadur digant al loen didruez a ioa o vont d’hen lounka.

Mar grit evel-se, ann dentasion, ec’hiz a lavar sant Paol, a vezo talvouduz d’e-hoc’h ; kaeroc’h plas o pezo er baradoz. Lakit evez avad na zeufec’h d’en em huelaat evel m’o pe gounezet dreizoc’h hoc’h unan. Anavezit eo dre c’halloud ha madelez Doue oc’h euz trec’het ann enebour ; lavarit bennoz d’ezhan, evel m’eo dleet, hag e skuillo varnoc’h grasou nevez.

Mes, ne jomm ket atao ar gounid gant ann ene kristen. Avechou, siouaz, e tihun re zivezat, hag ema dija taget araok ma sonj trei he zaoulagad varzu ann env. Petra rai neuze ar pec’her paour ? Morse, da vihana ne dle falgalouni o tifiziout euz madelez Doue. Peger braz bennag e ve ar pec’hed, ann or a drugarez zo bepred digor keit ha ma’z omp beo. Mes, arabat eo d’ezhan ive chomm pell amzer er stad-ze gant aoun na zeufe ar maro d’her skei.

Var evez oc’h c’hui bet evit en em zioual ouz ann dentasion ? Pa’z eo deuet da stourm ouzoc’h, galvet oc’h euz buhan ann Aotrou Doue d’ho sikour ? Mar oc’h euz great evel-se, kendalc’hit. Ma vec’h bet lezireg, grit guelloc’h hiviziken. Evel-se-bezet great.