Mont d’an endalc’had

Pesketaer

Eus Wikimammenn
A. Chevalier, 1885  (p. 99-101)



EUR PESKETAER



Fanch ar Berr dre hi hano
(Hirra den zo bet er vro)
Disul, da stang Guik oa èt
Da rei ho c’hoan d’ar pesket

Pe ar buzug a oa fall,
Pe an aotrounez meo dall,
Mouzet, dalc’het marteze
’Neureud benag en de se ;

Vit sur, nikun anezho
Ne re min da zont war dro,
Ma kouskaz mik Fanch ar Berr.
Petra ken ’n oa da ober ?


Na drolla tra oe gwelet
Divesker Fanch astennet
Unan ’n eskopti Kemper,
Hebenn ’n hini Landreger.

Kostez-Nord ha Finister
Zo stag-a-stag dre eur ster
P’hini lies en dour koll
En em stlabe vel eur fol.

Eno, kreiz ar mein bili,
Fanchik vit he izili
Doa kavet eur gwele flour ;
A bep tu rede an dour ;

Hag evel ma laran d’ec’h,
Mar goa he geinik er zec’h,
He hellou noaz a dape
Bro zant Mikel ha zant Bre.


Ker kren roc’h ar pesketaer
Ma tizred ar miliner
Da c’houd piou vlej gousperou
D’he danchet, d’he ziliou.

» Mad awalc’h, me hor goazik…
Berr vo soudenn war Fanchik.
Hep mar braz, pa zihuno
Vo gret d’ez’han he varo. »

Ar miliner lare gwir.
Divoreded Fanch an hirr,
He vuzug oe bet prizet,
He bemp gwialen skubet.

Gant piou, marvad e c’houlfot ?
A me oar ! — Gant a refot,
Mar git war dro ar pesket,
Diwalit mad da gousket.


————