Person Clèrin

Eus Wikimammenn
Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 150-152)



PERSON CLÈRIN
____


Mar plij ganec’h a zilaoufet
Eur zon ’zo newe gompozet ;

Da berson Clerin ec’h eo grêt,
Abalamour d’he dous Jannet.

— Ma dous Jannet, d’in-me leret,
Pelec’h man ar boan c’houzanvet ?

— Etre va estomac ha va c’hlinn,
E-man va foan, aotro Clerinn ;

Etre va estomac ha va chouc,
Aotro Clerinn, eman va drouc.

— Hac e-leal, va dous Jannet,
Ho rapport d’in-me a rofet.

Aotrou Clerin a vonjoure,
’N ti ’r meudeusinn pa errue.

— Meudeusinn, leret d’in breman
Ha c’houi a zelfe ann dour-man ?

Heman ’zo dour eur plac’h iaouanc,
P’hini ’zo pell-zo languissant.

Ar mesir meudeusinn a lâras
Da berson Clerinn, p’hen clewas:


— Lakit ann dour en eur werenn,
Ha me zur hen zello zoudenn...

Kit d’ar gêr ha larit d’ho plac’h
Abarz ann nao miz a vô iac’h ;

It-hu d’ar gêr, leret d’ezhi,
Bugale seiz miz ’zo gant-hi ;

Bugale a seiz miz hanter,
Abarz ann nao miz vont er gêr.

Aotro Clerinn a c’houlenne
Digant ar meudeusinn neuze :

— Na c’houi a rofe d’in louzaou
Da zigass bihannic d’ann traou ?

Ar mestr meudeusinn a laras
D’ann aotro Clerin, p’hen clewas :

— N’ ê ket me zigasso ar c’hiz
Reï louzou d’ann dud a iliz ;

Reï louzou d’ann dud a iliz,
Abalamour d’ho zacrifiz.

— Na pa werzfenn va zoudanen,
Hen ô bihannic mezerenn ;

Na pa werzfenn va c’hollierou,
Hen ô bihannic bonedou ;

Na pa werzfenn va surpiliz,
Ec’h a bihannic d’ann iliz !


Chanté par Jeannette Le Roux. — Morlaix, 1876.


____________