Pa ve gwall-zammet an den gant an dristidigez,
Gant ar glac’har, an anken, e ve stanket e vouez,
Ha nan e ket siouaz d’in, nan e ket hep rezon,
A zo anken em spered, ha glac’har em c’halon.
Pa welan koueet ma bro en eur stad truezuz,
Pa welan Satan o ren ’lec’h ma Zalver Jezuz,
Hag o [[Reizh|kadan|hadan}} hudurnach ebarz ma bro ken koant,
N'e ket kanan a garan, gouelan eo am eus c’hoant.
An dour zeu em daoulagad pa welan en pep lec’h,
Ar gaou war ar wirione o tont da veza tec’h,
Pa welan an drouk siouaz ! o c’honid war ar vad,
Pa welan gant an dizurz an urz laket a-blad.
An dour zeu em daoulagad pa welan an iliz,
Goulou da zul ha da ouel, ha leun ti an hostiz,
Hag an dud kez o trei kein d’o brasan deveriou,
Ha penfollet o redek en hent an disurjou.
Goloet dindan ar poultr levr gaer an Aviel,
Ha kuzet, o dismegans ! kuzet ar Groaz santel,
Disprizet beleg Doue, disprizet an dud zakr,
Hidiw an de na zoujer nemed an dud fallakr.
Mevelien an drouk-spered, oaned diwar c’horre,
En gwirione zo bleizi, kigerien didrue,
Daoust m’int flour en diavez, daoust m’e dous o c’homjou,
Int karget a ampoezon, muntrerien ineou.
Ken zod evel ar c’hezeg a lez an doucherien,
Da huali d’e o zreid, pe da vridan o fenn,
O kredi eo tokad kerc’h eun tok a zo goulou,
An dud kez a ya d’o heuilh, e dall a sperejou.
An dour zeu em daoulagad pa welan bugale
Ampoezonet o spered hag o c’halon ive,
O zud o chom dizeblant, dizeblant d’o difenn,
Elec’h sevel o fenn-baz ha laret : Tor e benn !
Tor e benn d’ar muntrer fall a zil an ampoezon,
En spered ar bugel kez, koulz hag en e galon,
Tor e benn d’ar milliget, tor e benn d’ar poezon,
A ra brezel da Zoue ha d’e religion !