Pennherès ti Jak

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche



PENNHERÈS TI JAK.
____


Pébeuz glac’har, tristidigês,
A zo en parrez Tregourez !
   Oh ! Jopopo, landadiron,
Landadiron, landadiron, ladiron, ladiron !

Euz a di Jak collet ar c’hi,
Hac ar benherès euz ann ti.

’Zalec al lun bet’ ar guener,
N’oa ket bet ’r benherès er gêr.

D’ar zadorn mintin, mintin mad,
Oe rentet ’r benherès d’he zad.

— Dalit, tad-caër, aze ho merc’h !
Me n’ouzon ket hac hi ’zo guerc’h.

Er Gêr-vihan ’m eus hi c’havet,
E-touez eur vanden gilgoked.

Louïzic ar C’hogan, ar c’hoc coz,
A vije gant-hi, ’pad ann noz.

Neuze ’oe casset d’ar gouan,
Da guza euz Louïz ar C’hogan.

   Na d’ar gouan, pa oe casset,
He davanjer oa diverret.

   Rôt tol fouet d’eï da vont d’ar gêr,
Da stagan ’hed he davanger.

   Ar c’houanjou na int ket grêt
Evit ar merc’hed brazezet.

   Ha lost ar bic var ann drezenn.
Setu achu ma c’hanaouenn. ;

   Ha lost ar bic var ann hent-braz
An hini ’oar a gano c’hoaz.


Mari-Loïz ar Goff. — Novembre 1881
Locmaria-Kemper.

_____________