Penn-skrit

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 1-4)


⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜



PENN-SKRIT


EVIT DISKUEZ PERAG EO BET GREAT
AN DIBAB KENTELIOU-MA.


————


An dibab kenteliou hag istoriou a gavot el levr-ma, lenner, a zo great evit lakat etre daouarn ar vretoned pennadou skrid eas da lenn, pennadou skrid a c’halfent da lenn gant plijadur, ep en em skuiza nag en em enoui, pennadou skrid hag a c’helfe digas laouenidigez en ho ene pa vez ho speret krignet gant eun nec’hamant bennak, pe ho c’horf torret gant al labour hag ar skuisder. Epad an nosveziou hir euz ar goanv dreist oll e ve mad kaout eul levr evelse da dremen an amzer ha da gelen var eun dro ar re hen lenn pe a gleo he lenn. Guir eo en eun darn vraz a diegeziou kristen e lenner bemnos buez ar zaent goude koan ; hogen ar pennad lenn-ze ne bad ket hir. Goudeze e tistager istoriou ha marvaillou bete ma zer da gousket ; an istoriou hag ar marvaillou-ze avad ne vezont ket ato dinam, ne vezont ket ato skuerius. Aliez e komzer pe e savarer divar benn hema, divar benn enhont, hag e koezer peurliesa en drouk-prezegerez.

Evit rei tro d’ar vretoned d’en em zioual oc’h an drouk-ze en devoa an Ao. Serjant, an Eskob mad-ze ha ne ket ankounac’het c’hoaz en eskopti Kemper, dre an ïoul en doa da zavetei an eneou laket gant Doue en he gark, laket sevel ha moulla ar gazeten Feiz-ha-Breiz. Brema, o tenna euz ar Gazeten-ze peadra da zevel al Levr-ma, e kredomp kendelc’her sonch an Eskob-ze en doa kement a sklerijen evit ren an eneou.

E1 levr-ma al lenner ne gavo netra a eneb ar feiz pe ar vuezegez vad ha kristen. Kaout a rai ato, e peb Istor hag e peb Kentel, aliou fur evit he zikour da dec’het dioc’h an droug ha da ober ar vad. Er fablennou zoken ha beteg er marvaillou e kavo ar pec’het condaonet hag ar vertus meulet hag enoret. Hogen en daou dra-ze ema oll skiant ar zaent ha kement hini a fell dezhan beza salvet. Tec’hit dioc’h an droug ha grit ar vad, eme ar Speret-Santel er skritur : Diverte a malo et fac bonum. Grit kement-se hag e saveteot hoc’h ene.

Ar pennadou skrit a zo el levr-ma, a zo tennet euz a Feiz-ha-Breiz, hag evelse zo bet moullet ar vech kenta gant otre Eskob Kemper. Er gazeten an istoriou hag ar c’henteliou zo ama a zo bet roet a bennadouigou, en hevelep doare pa resevet ar pennad diveza e veze bet amzer da ankounac’haat euz a betra oa meneg er pennad kenta. Hogen al lenner pa blij eur pennad skrit dezhan, en deuz ato c’hoant ha mall da velet ha da c’houzout petra deui da veza ar re zo hano anezho er pennad skrit-ze, da velet ha da c’houzout petra a zigoezo gantho. Ama al lenner a dorro he c’hoant pa garo ; an istoriou hag ar c’henteliou all zo laket dioc’htu hed-ha-hed ; n’eus ken da ober nemet lenn bete divez ar pennad skrit.

Lenn eul levr skueriuz a ra avechou mui a vad eget klevet eur brezegen. Ar brezegen a dle dougen frouez dioc’htu ; ma na ra ket, douetus bras ne rai nemeur a vad, rag ankounac’het e vezo ep dale. Al levr avad a chom, hag ar vad n’en devezo ket great ar vech kenta ma vezo bet lennet, a raio marteze zoken en navet pe en dekvet guech. An tam labour-ma a ran gant ali tud goueziek ha skiantet mad ; kaout ara dezho e raio vad, e vezo talvoudek da lakat renta gloar da Zoue ha da zicour eneou d’en em savetei. Ha pa na rafe nemet miret oc’h eur pec’het bennag en tiez eleac’h ma vezo lennet, ne gredin ket em bezo kollet va foan o lakat he voulla.

Rannet em euz al levr-ma e teir gevren pe teir darn. Er genta kevren e vezo kavet Deoliez ha Burzudou, da lavaret eo, pennadou divar benn ar Relijion ha traou burzudus, pe sikourou, grasou resevet euz an Env dre skoazel ar Verc’hez Vari pe ar zænt all ; en eil kevren e kafor istoriou divar benn a bep seurt tud, istoriou skueriuz ha mad da gelen an nep ho fleustro ; en trede kevren ez eus krifet eur fablen hag eur marvail bennak. Oll, a esperan, e raint vad d’ar re a evesai outho.

An traou burzuduz a zo ama skrifet, n’on eus sonch ebet d’ho rei evel miraclou ; an iliz epken a c’hell discleria pere a zo guir viraclou ; bez’ ez int avad grasou bras deut euz an Env, hag anat mad deomp-ni da viana kristenien katolik.

An traou burzuduz hag ar c’henteliou skrifet el levr-ma a zo digouezet oll pe gozig oll e Bro-C’hall, e Frans, ha dreist oll en hor bro ger Breiz-Izel.


————