Mont d’an endalc’had

Penherès Pennanec’h (gwez kenta)

Eus Wikimammenn
1890  (Levrenn I, p. 274-276)



PENHERÈS PENNANEC’H
(GWEZ KENTA)
____


   Falla maneur a ris biscoaz
A oa cousked gant eur manac’h.

   Gant eur manac’h am eus cousket,
Hennès hen eus ma rouinet.

   Balean dre-hol dre ma bro,
Lârer manac’hès ac’hanon.

   Me em visko en passemant,
En aour melenn pe en arc’hant,

   Hac hec’h in neuze da Baris,
Da zaludin ar Roue Louis.

   ’Vel mac’h antreïnn bars en kêr,
Creno ar pave en antier,

   Ken a lavaro ar Roue :
— Jesus ! arri ’zo eun armé !

   Na eo ket eun armé ez ê,
Penherès Pennannec’h, ’on-me ;

   Me ê penherès Pennanec’h,
A zo perc’henn en meur a lec’h,

   Hac a zo pell zo o vale,
O clasq unan ma eureujfé.

   Na gavan den capabl da ze,
Nemetoc’h, ma Roue, a ve?


   — Oc’h eureuji na allan ket,
Iaouankic mad ê ma fried ;

   Chommit en kêr eur c’houpl bloaio,
Mar marw ma fried, m’oc’h eureujo ;

   Ze ’zo d’in-me eur gomz diblaz,
Ober al lez war vortuaz.

   — Ho mab Dauphin, mar ’man en oad,
Sire, na mar be se d’ho grad ?

   Ar roue coz a lavare
D’he balefrinier, en de se :

   — Kerc’het d’in plun, liou ha paper,
Evit ma scrivin eul lizer ;

   Evit ma scrivin eut lizer
D’am mab Dauphin da dont d’ar gêr,

   D’eureuji penherès Pennanec’h,
Hac a vô Roue en ma lec’h ;

   D’eureuji penherès Pennanec’h,
Hac a vô roue er palès.

   Ar mab Dauphin a lavare
D’he vamm, al lizer pa lenne :

   — Lâret d’in, ma mamm, hac ê mad
Ar propoziou ’lar d’in ma zad ;

   Eureuji penherès Pennanec’h,
Hac a vin roue en peb lec’h ;

   Eureuji penherès Pennanec’h,
Hac a vin roue er palès ?

   — Na p’am bô gwelet ar parti,
Me lâro ha hi a blich d’in.

   Tric’houec’h goalennad lienn du
Ha tric’houec’h all en epinn du

   Hec’h a d’ober eur bonnet tro
Da guz d’ann Dauphin he gernio ;

   C’hoaz a lâre ann dogan keiz
Oa manet he gorn braz er-maës.


Canet gant Marc’harit Fulup, Gwengolo 1868.


____________