Mont d’an endalc’had

Penaos e tizroas ouz Doue kabiten laëron Koad-ar-C’hranou

Eus Wikimammenn



PENAOS E TIZROAS OUZ DOUE
Kabiten laëron Koad-ar-C’hranou
————


Yann ar Menez ’oa o chom e keriaden Kernebeut, parrez Rumengol, e-tal koad bras ar C’hranou, brudet dre-holl evit beza eul leac’h risklus leun a laeron. Yann ar Menez a c’houneze e vara, gant poan e zivreac’h, daoubleget war an ero azaleg goulou-deiz betek serr-noz ; eiz en doa a vugale, hag eun naved oa o paouez genel. Ma oa lakeat nec’het e benn o sonjal peleac’h mont da glask eur paëron hag eur vaëronez.

Da nav heur eus an noz, ez eaz en hend da glask eur paëron, eur foultren pen-baz gantan en e zorn, evit en em zifenn mar bije red.

Mont a rea, dindan gward Doue hag e Eal-mad, warzu koad ar C’hranou.

Great gantan a-veac’h eur c’hard leo, m’eo kelc’het gant eun nebeut laëron, o youc’hal, evel bleizi « Ar yalc’h pe ar vuez ! » Yann a wel buan e ve poan gollet d’ezan klask tec’het. Respont a ra d’ezo eta, nan hep krena :

— « En han’ Doue, lezit ac’hanon e buez, rak me a zo tad da eiz krouadur hag ez an da glask eur paëron d’an naved a zo o paouez genel hirio. »

— « Tra, tra ! Kaochou goullo holl ! », eme kabiten al laëron en eur zevel e vouez.

— « En han’ Doue, lezit ac’hanon da vont da glask eur paëron. »

— « Mar kerez, eme ar c’habiten, me ’yelo ganez da zelc’her da vugel war mean-font ar vadiziant, gant ma ri ar pez a livirin d’it ? »

— « A galon vad ! » eme Yann.

— « Me choulen neuze ma ve hanvet va fillor Lusema, hag e ve great ar vadiziant warc’hoaz, da noz, da c’houde koan. Ma asantez, me ’roio d’it ha d’az kreg eur yalc’had arc’hand evit ho sikour da zevel ervad ho pugale. »

Yann ar Menez a asantas, gant fouge, da c’houlen al laër.

Antronoz mintin-mat, Yann a yeas da gaout an aotrou person, d’ar presbital :

— « Me ’zo deut da c’houlen ouzoc’h, aotrou person, ober eur vadiziant d’in emberr da c’houde koan, mar plich !

— « Ne gomprenan ket perak », eme an aotrou person, souezet maro a c’hellit kredi.

Yann ar Menez a gontas d’an aotrou person ar pez emaoun o paouez displega eun tammig uhelloc’h.

Goude argila eur pennadig, an aotrou person a lavaras :

— « Mat ! great e vezo neuze emberr da noz ! »

— « Bennoz-Doue ha kenavo, aotrou person », eme Yann o trei kein.

Da c’houde koan, wardro dek heur hanter, Yann ar Menez, kabiten al laëron, ar vaëronez hag ar vagerez gant an hini bihan, a yoa bodet holl e-tal porched iliz Rumengol.

An aotrou person a erruas ive prestik goude.

— « Pe hano a roit d’ho filhor ? » eme ar person.

— « Lusema ! » eme kabiten al laëron.

— « Pitiaoul a livirit. N’em eus morse klevet meneg eus ar seurt hano. »

— « Lusema e ranko beza hanvet », eme ar paëron adarre.

Abars ar fin, an aotrou person a blegas da rei d’ezan an hano-ze. Epad an dilerc’h eus lidou ar vadiziant, ne dremenas netra a gement a dalvesfe ar boan koms anezan ama.

Eur wech echu an holl lidou ha deuet er-meaz eus an iliz, al laer, pe ar paëron mar kavit gwell, a roas d’an tad eur yalc’had pounner a arc’hand ; goudeze pep-hini a gemeras e hend da vont d’ar gear.

Tri devez da c’houde ar vadiziant, ar bihan Lasema a varvas trum, skoet gant eur c’hlenved iskis ha dizanav. E ene dinam a nijas war-eün da gichen dor ar baradoz. Sant Per, porzier bras an Env, a lavaras d’ezan, p’her gwelas o tont :

— « Ealig, deus eta buan da danva eürusted peurbadus ar baradoz. »

— « N’in ket, eme ar bugel, ken na deuio va faëron ive. »

— « E peleac’h eta ema da baëron ? »

— « Va faëron a zo kabiten al laëron e koad ar C’hranou, pell bras ac’halen. »

Sant Per a zavas e zivrec’h en ear, o lavaret :

— « Santez Anna, mam ar Werc’hez ! Hennez a zo kollet ar barados gantan evit ato. »

Ar Werc’hez Vari, o veza klevet Sant Per o lavaret « Gwerc’hez », a deuas d’o c’haout : — « Perak eta am galvit ? » emezi. Sant Per a reas eun abaden c’hoarzin abalamour m’he doa komprenet fall ar Werc’hez. P'en doa gellet ehana, e lavaras d’ezi eus a betra ez oa meneg.

Ar Werc’hez a yeas kerkent da gaout he mab Jezuz hag a lavaras d’ezan eur gerig bennak eus ar pez ho peus gwelet larkoc’h :

— « Bezit trugarezus, va mab, eme ar Werc’hez, ouz ar paourkeaz den-ze hag aotreit anezan da zont er baradoz ama. »

Jezuz a dapas eur skudel en eur lavaret d’e vam « P'en devezo kabiten laëron ar C’hranou, leuniet ar skudel-ma gant an daëlou skuilhet gant glac’har ha keuz gwirion d’e dorfejou, neuze e c’hello dont ama em rouantelez peurbadus. »

War ar geriou-ze, ar Werc’hez a zizroas da gaout Lusema, chomet ato e toull-dor ar baradoz. Rei a reas d’ezan ar skudel a oa ganti en he dorn en eur adlavaret d’ezan geriou he mab Jezuz, roue peurbadus an Env hag an Douar. Lusema a nijas raktal da goad ar C’hranou, e leac’h m’edo e baëron.

Rei a reas d’ezan da c’houzout pegen euzus ’oa e vuez diroll ha pegen grevus e dorfejou hep niver ; alia ’reas anezan d’ober pinijen galet hag e lavaras d’ezan erfin peseurt pinijen en doa d’ober abars ma teuje d’ar baradoz, da rouantelez an aotrou Doue.

Ar c’habiten laëron ’en em roas a galon d’ar binijen merket d’ezan a-berz Jezuz-Krist, hor Barner Holl-C’halloudek ; azalek an deiz-se e ouelas bemdez, heb mankont eur wech, d’e holl dizurziou ha torfejou tremenet.

Ha pa oa karget ar skudel gant an daëlou en doa skuilhet gant keuz ha glac’har d’e bec’hejou, Doue a c’halvas anezan davetan, hag e lakeas anezan, asamblez gant e filhor, Lusema, en unan eus ar brawa plasou a gaver e baradoz an aotrou Doue. Chanz d’eomp da vont holl, eun deiz, d’e welet !

J.-P. Le Bras.

Dirlem.