Mont d’an endalc’had

Penaos e oe savet kalvar Plougastell

Eus Wikimammenn
Gloada ar Prad. Rakskrid gant Dirlemm
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 1-25)



Penaos e oe savet Kalvar kaer Plougastell


————


Bezomp trugarezus e-kenver ar beorien ; ar garantez a zistan justis an Aotrou Doue, roet en deus e c’her e talc’ho sonj vat eus eur werennad zour roet en e hano.


Gwechall n’oa ket eur c’hroaz-hent e Breiz-Izel ha n’en divije eur groaz bet savet gant tud devot ar c’harter. Pa ’z oant laouen e tiredent d’ar groaz, d’ar c’halvar, evel m’oa ar c’hiz ganto da lavaret, evit trugarekaat Doue hag ar Werc’hez. Pa zirolle warno eur walen pe eur gwall-darvoud bennak, d’ar c’halvar eo ez eant ive da c’houlen trugarez.

Hag ac’hano eo e teue d’an dud vat se ar gwir vignoniach, ar peoc’h a yoa etrezo. Beva a reant evel breudeur, dare atao da rei dourn an eil d’egile. Ha setu aze petra dalv eur zell great ouz kroaz hor Zalver ; setu aze frouez kaer an devosion da Groaz Jezuz, frouez douget zoken gant ar c’halonou kaleta.

Daoust ha gallet o divije an dud-se lezel an avi, ar gasoni, hag ar youlou-all ken direiz, da c’hounit war o c’halon, pa gavent, kouls lavaret e pep tachen, lagad Jezuz war ar groaz o para warno, pa welent e zaouarn staget, e ziouvreac’h astennet evel evit o briata, pa zeue en o spered ar c’homzou ma eus an Aviel lavaret gant ar Zalver benniget evit ar re a rea d’ezan gwasa ma c’hellent : « Va Zad, pardonit d’ezo !… »

E dibenn an triouec’hvet kantved, d’ar mare spontus-se anavezet en histor dindan an hano a « Zispac’h-Vras », ez oa o c’houarn Breiz-Izel aotronez dijipot ha dizoue hag a gredas ober eun taol eus an dibab o lakaat diskara eun niver bras a groaziou, o vac’hagna ar re a yoa dieas da deuler d’an traon. Fazia a reant kalz avat en o mennoziou. O welet ober kement a fae war ar pez a garient ar muia, ar Vretoned n’o doe nemet muioc’h a ze a zonjer oc’h ar sorc’hennou a c’hoantaed lakaat anezo da zigemeret.

Hogen, peoc’h gant an amzer drubuilhus-se, ha komzomp kentoc’h eus an histor-ma displeget d’in gant eul labourer-douar eus a barrez Kloc’harz Karnoët, en eskopti Kerne.

Tri bloaz war-nugent a yoa e pade ar brezel etre Yan Monfort ha Charlez Blez ; o daou e felle d’ezo beza duked a Vreiz-Izel. Nag a zienez er vro pen-da-benn ! Gwech ez oa peilhet gant ar Zaozon, ar re-ma a-du gant ar c’hont Yann, gwech-all gant ar C’hallaoued, hag ar re-ma a harpe Charlez.

E-touez ar c’harteriou o devoe ar muia da c’houzanv, e teue da genta ar vro a zo bet great ar Morbihan anezi abaoue, hag al loden eus ar Finister a sko warni. Hag ar pen-abeg eo abalamour ma ’z oa dre eno meur a gastell krenv ha tachennou a vrezel, ha pep-hini eus an daou enebour, na petra ’ta, a c’hoantea o chaout evitan.

Klocharz-Karnoët n’oa d’ar poent-se nemet-ken eur geriadennig zister, eun teskadig tiez kolo e-kreiz eul lanneg tost d’ar mor. An dud paour eus ar gear-ma, gwasket ha spontet dalc’hmad gant ar zoudarded kriz a dremene en o c’hear, a yoa leun a zisfizianz ouz an diavezidi. Peadra a yoa evit gwir.

Eur vintinvez e tigouezas eur bagad brao a dud e Kloc’harz. Atao war evez, ar gouerien a oe mall ganto mont da guzat, pep-hini eus e du ; setu perak, pa falvezas gant diavezidi gouzout eun dra bennak digant tud kear, e oe red mat d’ezan dizrei da gonta d’eun itron yaouank en doa kavet dre-oll dorojou serret. O klevet kement-se, penn houma a deuas da veza tenval.

— « Ha da beleac’h ez aimp neuze ? emezi glac’haret oll ; penaos e c’hellimp-ni dont a-benn d’anaout hon hent, en eul lanneg evel-hen ? »

— « N’eo ket d’ober droug d’eomp ez och deut eta, demezel ? » a lavaras mouez eur bugel. Hag ar veajourez da zistrei war zu ennan.

Ar bugel en doa komzet a oa eur pôtr bihan koant a zeg vloaz pe war-dro, daoulagad buezek o lugerni en e benn. Dispontet e oa bet, kredabl eo, o klevet an demezel o koms gant kement a reizded ; savet e oa war ar c’hleuz hag e teue da rei dourn d’ezi.

— « O tra ! eme ar veajourez, ne glaskomp ober droug da zen ebet. C’hoant hon deus hepken da c’houzout ha pell emaomp c’hoaz dioc’h Kemperle, ha gallout a rafemp ive kaout ama eun nebeut bevanz. Ezom bras hon deus, bez sur, va faotrig. »

— « Bevanz ? eme ar bugel oc’h heja e benn, dies e vezo rei d’eoc’h, mestoued ! N’eus ket c’hoaz pemp dervez ez eus bet skrab warnomp. Kredi ran ne vezo kavet en hon tiez-soul netra nemet marteze eun tamm bara du bennak ha leaz. »

— « Ni a raio gant ar pez a vezo, mignon bihan, a lavaras an itron yaouank. Kea, mar plij, da lavaret da dud ar gear-ma n’o deus tam ezom ebet da gaout aon, hag e paeimp gant largentez ar pez a c’houlennomp. »

Paea ! setu aze eur gomz ha n’oa ket bet klevet e Kloc’harz pell a yoa ; setu perak ar bugel a oe mall gantan mont, leun a fouge, d’hen lavaret da dud kear.

E keit-se, holl dud ar gompagnunez a ziskennas diwar varc’h. Mez lezomp anezo eur pennad da ziskuiza, ha gwelomp piou eo an demezel-ze emaint ouz he heul.

Tereza a Blougastell e oa he hano. He zud a yoa brudet kaer. He zad, aotrou ha baron a Blougastell, a Zaoulaz, hag a n’ousped leac’h-all c’hoaz, en doa kalz a binvidigeziou. Ober a rea avat implij kaer gant an donezonou ze roet d’ezan gant Doue, ha Tereza, e benherez, a lakae he foan da gerzet war e roudou. Ar plac’hig yaouank a dremenas deiziou seder beteg an oad a zeg vloaz, e Plougastell, dindan lagad he zud ; hogen, neuze, siouaz ! e kollas he mamm, hag eur pennad goude he zad a yeas eus ar gear, n’ouied ket evit pegeit, evit atao marteze ! Ar baron a yoa eat a-du gant Charlez Blez, ha brema ez ea da dapa e zoudarded evit brezelekaat ganto.

Chomet he-unan er maner, Tereza a glaskas he flijadur oc’h ober c’hoaz muioc’h a vad eget diaraok.

Beva a reas evel-se epad c’houec’h vloaz dindan kulatoriez eun den mat meurbed en em roet holl d’an tiegez. Ne jomme ganti evit beza eürus nemet kaout kelou aliesoc’h eus he zad ker. Hogen, ken dies ez oa d’an ampoent kas keleier ma n’oa ket leac’h da veza souezet o veza ne deue kelou ebet d’ar gear a-berz baron Plougastell. He c’halon a c’houzanve ar verzerenti, ha koulskoude e chomme sioul.

— « Lakeat em eus va zad, a lavare hi, dindan gward Rouanez an nenvou, hag hep douetanz ebet e tizroio d’ar gear. » Hag e klaske, da c’hedal, dougen an dud da garet muioc’h-mui he zi.

Eun dervez ma’z oa daou-bleget oc’h eur prenestr, he daoulagad o para war mor Brest, ha hi ha gwelet eur manac’h baleer en e zav e-kichen dor ar voger, o c’houlen dont er c’hastell. Evit doare n’oad ket nec’het gant mont da zigeri d’ezan.

Hag ar plac’h ha gervel an hini en doa da welet war an ti, ha goulen digantan petra rea na lezed ket ar manac’h da zont beteg an ti.

— « Demezel, emezan, n’em eus nep fizianz er rederien-vro ; soudarded aotrou Lanveog, enebour touet d’ho tad, a ya hag a deu dre ar vro. Aon am eus rak o zroiou-kuz, hag ar manac’h-baleer-ze n’en deus stum vat ebet gant e zellou faëus hag e zoareou prestet. Me laka eo eur spier, ha netra ken. »

— « Mont a ran da welet va-unan », eme ar plac’h yaouank o sevel.

Mont a reas, evel m’he devoa lavaret, betek dor ar porz, ha dre doull barrennet an draf a yoa enni e c’houlennas digant ar perc’herin petra rea d’ezan kaout kement a c’hoant da vont er c’hastell.

— « Eur c’helou eus ar re vrasa, demezel, a zigasan d’eoc’h, hag, ouspen-ze, skuiz maro oun ive. Klevet em eus bet lavaret n’ousped gwech ez eo an itron eus a Blougastell meurbed karantezus. N’hen diskouez ket nemeur, dre va feiz, p’eo gwir e ra d’in gedal keit all e-tal an nor-ma. »

Ar rebech a yeas war-eün betek kalon Tereza, hag e roas urz da zigemeret ar beachour ha d’ober brao d’ezan, daoust da lavarou ar gouarnour. Araok dibri eur c’hinaouad eus ar pez a ginniged d’ezan, ar beachour a c’houlennas ober e gefridi dioc’htu.

— « Ho tad, emezan da Dereza, a zo er prizon, eun tachad a zo, klozet en unan eus touriou Henbont. Her gwelet em eus eno. E vrasa tristidigez e vezo mervel hep beza ho priatet…

— « Mervel ? » a c’houlennas an demezel.

— « Ya, siouaz ! Er c’hrogad diveza, a zo bet etre soudarded Monfort ha re Vlez, eo bet gwall-c’hlazet, ha n’en deus fizianz ebet da barea. Karget oun gantan da lavaret d’eoc’h n’en deus ket tremenet eun dervez hep kaout sonj achanoc’h ; pedi a ra ac’hanoc’h da renta henor d’ezan dirak an dud o kemeret skouer dioutan, o vale war e roudou. »

Kalon Tereza a vennas ranna o klevet eur seurt kelou. Ne falgalonas ket evelato. Mont a reas d’he c’hambr, hag e tastumas he braoigou, he arc’hant ha kement en doa eun dalvoudegez vras. Hag e c’halvas a-nevez an hini a yoa karget da ziwall ar c’hastell. Rei a reas urz d’ezan da lakaat dindan an armou kement a dud hag a vije ezom evit he difen eus a Blougastell da Henbont. Dioc’htu, emezi, edo o vont.

— « N’hellit ket ober-ze ! eme Bol ; n’ouzoc’h ket, demezel, pegement a riskl a zo evit ar beachour dre eun amzer evel-hen. N ’hellit ket mont, e koustianz. »

« Ma, mont a rin koulskoude, eme ar plac’h yaouank. Doue hag ar Werc’hez am diwallo a bep droug. Ne fell ket d’in e varvfe va zad araok m’am bezo e welet. »

Kement a lavaras Pol evit esa he distrei diouz he mennoz ne dalvezas da netra. O veza fiziet pep tra e Pol, ar c’hastell, an douarou, al leveou, Tereza a ouie e c’helle kaout fizianz ennan, hag ez eas en hent en deiz-se zoken.

Eun tregont leo bennak he devoa da ober, en eur vro breset a bep tu gant bep seurt soudarded, evel ma ’m eus hen lavaret uhelloc’h. Pemp dervez a yoa abaoue ma oa tec’het eus a Blougastell. Ha brema, evel m’hon deus gwelet, e tigoueze e Kloc’harz-Karnoët.

Tremen eun heur a yoa edont eno o c’hedal, hag ar paotr na zistroe ket. Tereza hag he c’hompagnunez a oe darbet d’ezo kredi e rankchent mont larkoc’h, pa weljont o tonet eur bagad gwazed ha merc’hed, ar paotrig en o fenn.

Dizale e oe kinniget d’ar veajourien kement a yoa er geriaden. Va Doue ! nebeut a-walc’h a dra : bara du, hag eus an hini grosa, ha neuze leaz. Plac’h ar c’hastell, avât, hag he zud a oe mall ganto terri o naon. O veza m’oa red d’ezo ober tro evit miret d’en em gavout fall, ez eant ama hag a hont, dre al lanneier, abaoue ar mintin, hep beza deuet a-ben da gaout netra da zibri.

P’o doe debret dioc’h o naon, ha pa oent diskuizet eun tammig, hon tud a yeas da gemeret o hent adarre.

— « Ha plijout a rafe gant unan bennak ac’hanoc’h, eme Dereza d’ar goueriaded, dont da ziskouez hon hent d’eomp eur pennadig ? »

Goude beza chomet eur pennad da dorta, unan eus ar wazed a asantas kemeret warnan ar garg-se meurbed risklus d’ar mare, hag eur pennad goude edo an dijentilez o pellaat dioc’h Kloc’harz, goude beza roet d’an dud-se meur a desteni eus he c’halon vat.

Lezomp a gostez meur a hini eus an darvoudou a stourmas oc’h demezel Plougastell ; deomp ganti dioc’htu zoken war-eün da Henbont.

Janed a Vonfort, intanvez Yann, a yoa hi hec’h-unan o rei he urziou da gear. Epad ma oa bet beo ar c’hont, hen he diwallas dioc’h taoliou arme Charlez Blez. Brema, pa z oa intanvez, e tifenne gant kement a nerz-kalon gwiriou he mab hena.

War bouez goulen alies hep skuiza da c’houlen, setu ma oe kaset Tereza a Blougastell beteg an itron intanvez Monfort, Tereza en em daolas e-harz he zreid hag a c’houlennas diganti, en han’ Doue, an aotre da vont betek he zad, baron Plougastell.

— « N’eus ket ama aotrou ebet hag a zougfe an hano-ze, demezel, » a lavaras an intanvez gant eur vouez rust. Houma a gredas eur pennadig e teue an demezel, digaset gant enebourien tu Monfort, da c’houzout doare an traou e kear.

O klevet lavaret n’edo ket he zad eno, an demezel a zavas en he zav evel eun tenn, drouk-livet ha souezet bras.

— « Petra ! emezi, daoust ha gallet ez eus bet kas ar fallagriez betek fazia ac’hanon evelse ? O itron, kredit ac’hanon : digaset ez eus bet kelou d’in evit lavaret edo va zad ama o vervel en eun toull kuz bennak. Ha perak, va Doue ! ez eus lavaret d’in eun hevelep gaou ? »

Skoet he c’halon o welet eur seurt glac’har, Janed a jenchas ton hag a reas oc’h Tereza eur maread goulennou. C’hoant he devoa da anaout an histor penn-da-benn. Pa deuas ar plac’h yaouank da gonta pe seurt douetanz en doa bet Pol diwar benn an aotrou a Lanveog, e oe gwelet an intanvez o sevel d’he zro, hag e lavaras :

— « Bugel paour ! da enebour eo a zo falvezet gantan pellaat ac’hanout evit kregi easoc’h a ze ez peadra. Bremaïk e kredot ac’hanoun p’am bezo digaset dirazoc’h ar skoueder deuet er mintin-ma da zigas d’in ar c’helou, a-berz aotrou Lanveog, o deus pleget Plougastelliz ha Kraoniz. Hiviziken eta ar c’harteriou-ze a zo gounezet d’in. »

Evel eur goumoulen a dreuzas spered Tereza hag e oe darbet d’ezi koueza d’an douar.

Setu ma oe digaset ar skoueder, dre urz kontez Monfort.

Ar skoueder yaouank na gredas ket nac’h ar wirionez, gant aon da veza kastizet divezatoc’h, hag ouspen-ze, e spered a oe skoet o welet dirazan an demezel a yoa bet laeret gant e vestr. Hag e lavaras rag-eün kement en doa great an aotrou a Lanveog.

— « Va mestr, emezan, a ouie ervad e Savche an holl Blougastelliz en e eneb, mar en divije klasket mont d’ho maner gant an armou, ha setu perak e kavas gwelloc’h kas eur c’hannad da lavaret d’eoc’h edo gwaskedet ho tad ama. Lavaret mat en doa n’ho pije ket gallet chom hep mont d’e welet kerkent, ha neuze e vije eas d’ezan kregi en ho madou. Eat mat eo e vennoz da benn.

En despet d’ar boan o deus kemeret he servicherien, Plougastell a zo bet trec’het. Gouarnour ho kastell a zo en disheol, klozet mat, hag ar vro a-bez a zo brema dindan galloud va mestr. Roet en deus da gredi d’ho kwizien (vassaux) e oa maro Pol, ha c’houi, emezan, a yoa eat kuit evit atao. Hag abalamour da ze, n’en deus enebet den, da lavaret enebi… Ha neuze, petra c’hallfed da ober brema eneb an hini a zo deuet da veza perc’hen ar c’hastell ?… »

Tereza a oa mantret o klevet kement-all. Gwelet a reas dioc’h-tu peger bras droug a yoa great d’ezi. Petra da ober ? Da beleac’h mont ? Evel a lavare ar skoueder, ne dalvezche da netra en em zevel oc’h perc’hen nevez ar c’hastell.

Ar plac’h yaouank a ouie ervât e vije a-walc’h eviti mont d’en em ziskouez d’he Flougastelliz evit ma’z aje an holl wazed d’he heul. Baron Plougastell, avât, hag hen hepken, a c’helle dont a-ben eus eur seurt labour ; ha p’eo gwir ne ouied pen ebet dioutan, ha marteze abarz pell ne vije klevet hano ebet anezan ! Ha goude m’en divije gallet mont da zifen e dra eat dindan galloud Monfort, an henor en divije harzet anezan da vont, rak a-du edo gant Charlez Blez, ha d’ar mare-ze zoken edo an diou arme o vont da steki an ell ouz eben, ha goude e vije gwelet gant piou ez aje ar gounid. Stag e oa eta.

Janed Monfort a lavare a walc’h e roje urz d’an aotrou a Lanveog da vont eus a Blougastell. Hogen, Tereza a zante mat ne vije ket sentet oc’h he urz. Nec’het bras ez oa.

Ar gontez, kalon vat he devoa, a oe skoet o welet ar plac’h yaouank en eur seurt kuden ; kinnig a reas d’ezi eun ti kaer en Henbont. Houma avat a c’houlennas ma vije lezel da vont da Gemperle ; gouarnour ar gear-ze, emezi, a yoa kar pell d’he zad. Janed a aotreas d’ezi gant plijadur ar pez a c’houlenne.

— « It, emezi, o lavaret kenavo d’an demezel, it, ha dac’hit sonj vat eus a gement-ma : Ma teu Doue da rei d’in an trec’h, me ho skoazello kement ha ma vezo em galloud. N’hoc’h ankounac’hain ket ! »

Tri miz goude, e kavomp demezel Plougastell eat da jom da Gloc’harz. Setu ama petra yoa bet penn-abeg da gement-se.

Gouarnour Kemperle a zigoueas d’ezan mervel. O veza m’edo an hini a deuas war e lerc’h a-du gant aotrou Lanveog, ha zoken e leverer ez oa unan eus e vignoned, setu ma oe red d’ar plac’h kez mont da jom en eul leac’h-all. Lakaat a eure neuze en he fenn mont da gouent Alre, da c’hedal ken na vije echu ar brezel. O veza great eur pennad brao a hent, setu ma oe taget ar vanden gant eur bagad skraberien. Pep-hini a yeas eus e du ; ar plac’h yaouank a c’hellas, o tec’hel prim ha prim, en em deuler en eur c’harz e lec’h ne oe ket gwelet gant he enebourien.

Great he devoa eun derveziad mat a vale, o vont hep gouzout kaer da beleac’h, pa zigouezas en eur geriadennig. Dieas e kave goulen digor, hag edo eno, nec’het bras, pa anavezas eur paotrig a yoa en e zao war dreuzou eun ti soul. An hevelep hini eo he devoa kavet war he hent, pa dremene dre Gloc’harz o vont da Henbont. An dra-ma a roas d’ezi eun tammig hardiziegez, hag ez eas betek tud ar geriaden. Pa welas an digemer a oe great d’ezi, e chenchas mennoz. O welet pegement a zarvoudou a goueze warni, e reas he zonj da jom kuzet ken na zavche derveziou gwelloc’h eviti. Ha setu aze perake kavomp anezi e Kloc’harz.

An dudou ze a yoa eun dudi evito he c’haout ganto. Poania a reas kouls hag e Plougastell da ober d’ezo ar muia vad a c’helle.

Eun darvoud eürus, war he meno, a roas tro d’ezi da c’hellout ober hervez he c’hoant. Eur Yuzeo a deuas da dremen dre gear, hag an demezel vat a oe laouen ganti gwerza d’ezan he holl braoigou. Evit gwir, ne oe ket roet d’ezi evit he braoigou an arc’hant a dalvezent, ha koulskoude Tereza a gredas beza pinvidik, ha seul binvidikoc’h ma’z oa paour ar re a oa endro d’ezi.

Eur mennoz-all c’hoaz, koulskoude, en doa miret oc’h Tereza da vont d’eul leac’h-all da jom. E pep korn eus a vreiz-Izel e kemered an armou evit esa eur wech diveza echui ar brezel hag a rea kement a zroug d’ar vro. Pep kear a deue da veza eun dachen grenv, dare dalc’hmat da c’houzanv eur c’hrogad a-berz an enebour. Hag e Kloc’harz, eur geriaden vunut, Tereza a yoa muioc’h en he eaz evit ne viche bet e nep leac’h ebet.

Hag ouspenn-ze ar goueriaded he c’harie kement ! Great o divije pep tra eviti ! Ma tisgouesche ganti en em gavout en eur riskl bennak, e c’helle kaout fizianz en o divreac’h, hini ebet anezo n’en divije troet kein d’ezi. Roet o defe o buez evit savetei hini o madoberourez, evel ma lavarent.

N’eo ket hepken gant he arc’hant eo e rea vad an demezel, kenteliou mat a roe ive. Lakaat a rea ar peoc’h pa zave tabut, hag e lakea unvaniez e touez ar re a oa broc’hadeg etrezo ; en eur ger, ober a rea, e pep doare, ar muia vad a c’helle. Karet a rea dreist oll ar paotrig bihan hon deus gwelet e penn kenta an histor-ma ; hag eus e du, Perig ive a garie kenan an demezel. Pa zave c’hoant ganti da vont da ober eur bale, ne glaske nemet Perig, ha Perig a veze atao war evez evit ne gouesche ket e zemezel etre daouarn soudarded.

Pa zeue nozveziou hir ar goanv, an dijentilez yaouank a vode en he zi-soul, gwech ar vugale, gwech all o zud. En em blijout a rea kenan o tisplega d’ezo konchennou ar re goz, ar pez a ouie diwar-benn sent, maneriou, feunteuniou ha kustumou ar vro, endra ma teske d’ar yaouankiz eun niver bras a labourouigou talvoudus. N’eus netra da zouezi e kement-se ; gwelet eo bet an dijentiled, an noblanzou koz, epad eun niver bras a gantvejou, o neza hag o wriat. Kalz zoken a steue o-unan an dilhad a zougent.

Daoust d’ezan da veza gant kalz a draou, spered Tereza evelato n’ankounac’hae ket he zad, hag alies, epad an deiz, e sonje ennan, e maner Plougastell. Siouaz ! petra dalve ? Red mat e oa d’ezi gortoz an termen, hag an termen-ze, marteze, a yoa c’hoaz pell. Meur a gannad he devoa kaset d’he zad, hag hini ebet anezo na zizroas. Evel-se eta, termen ar brezel hepken a c’helle digas adarre an tad hag ar verc’h an eil d’egile.

Eun dervez e teuas eur vandennad Saozon da dremen dre Gloc’harz ; hag evel ma kavent ne read ket brao a-walc’h d’ezo, e taoljont d’an traon eur groaz vean savet en eur c’hroaz-hent tostik d’ar vourc’h. Ar goueriaded a oe glac’haret bras gant an darvoud ; kustum e oant aboue eun maread bloaveziou da zont da bedi war bazennou o c’halvar. Ma vijent bet c’hoaz pinvidik a-walc’h evit e zevel adarre ! Ne dalie ket d’ezo sonjal, re baour eoant !

« Me, eme Dereza, me eo a adsavo ar groaz-se. Gwir eo n’oun ket pindivik a-walc’h brema d’he zevel evel ma’z oa kent ; hogen, an hini a rin a vezo e koad, hag a-barz eur miz e vezo aze en he zav. »

Bras e oe laouenedigez ar goueriaded o klevet ar c’homzou-ze. Tereza a zalc’has d’he ger. En em glevet a reas gant an aotrou person, ha d’an deiz a oe dibabet e teuas ar barrez a-bez e prosesion evit gwelet he benniga,.

Hanvet e oe dre ar vro Kroaz-Tereza en envor eus an hini he devoa he savet. Bemdez e teue tud di da staga ouz ar groaz garlantez ha kurunennou, ha meur a desteni-all eus feiz ha doujanz an dud vat-se ; biken hini ebet n’ez eas ac’hano hep beza lavaret eur beden evit an demezel yaouank.

Tost da eur bloaz a dremenas evel-se evit Tereza. Edod er penn kenta a viz here, pa redas dre ar vro eur c’helou eus ar mantrusa. D’an 28 a viz gwengolo eus ar bloavez-se 1364, ez oa bet eur c’hrogad a-zoare e lanneier Alre. Lavaret a read ez oa bet lazet Charlez Blez, lakeat Gwesklin er prizon, hag o zoudarded lazet evit an darn vrasa. Lavaret a read ouspenn ez oa bet kurunet ar c’hont Monfort dug a Vreiz-Izel, dindan an hano a Yann, pevare eus an hano. Heman, hervez ar brud, a yoa o vont da gastiza kalet kement marc’heg a yoa bet a-du gant e enebour.

Hag an traou-ze holl a yoa gwir, nemet ar pez a lavared da ziveza : edo o vont da gastiza e enebourien.

Evel e vamm, Yann Monfort en doa eur galon vat ha trugarezus ; hag ouspen-ze, gwelloc’h e kave beza madelezus e-henver e varc’heien a Vreiz, ha beza deuet mat ganto. Hogen Tereza ne ouie ket an dra-ze, ha setu perak ec’h en em lezas da veza trec’het gant an dristidigez. Kredi a reas e oa maro he zad, pe edo o tizec’ha en eur prizon tenval bennak o c’hedal e varnedigez.

Petra n’he divije ket roet evit gouzout petra oa deuet da veza ?

— « Ne fell ket d’in chom pelloc’h en arvar-ma, emezi, me a yelo da gavout mamm an dug nevez ; roet he deus d’in he ger, en Henhont, e talc’ho sonj achanoun ; ne lavaro ket nan d’in pa c’houlennin outi lezel e vuez gant va zad, mar deo beo c’hoaz, da vihana ! »

Ne wele mui netra en tu-all d’an dra-ze ; an deiz-se zoken e lavaras d’ar goueriaded petra he devoa c’hoant da ober. Hag e c’houlennas diganto ha ne vije ket unan bennak anezo dare da ober hent ganti. Dioc’h-tu e teuas eur maread d’en em ginnig, ha Tereza n’he doe nemet dibab da ober. Henvel a reas c’houec’h eus ar re a gave d’ezi a yoa ar muia douget eviti, hag e lavaras d’ezo en em lakaat e tro a-benn an deiz warlerc’h.

En dervez-se, goude meren, ez eas eur bagad bugale da gas bokedou d’ar c’halvar ha da c’houlen digant Doue plijout gantan rei e vennoz da veach an demezel ker. Spontet meurbet e oent pa weljont eun den astennet evel eur c’horf maro war bazennou ar groaz. Edont o vont kuit d’an daoulamm pa gredas Perig beza gwelet anezan o finval. Ar vugale a zispontas hag a dostaas.

Evel en doa lavaret Perig, an divroad n’oa ket maro, skuiz eo ez oa gant an hent en devoa great.

— « E pe leac’h emaon, bugaligou ? » a c’houlennas-hen ouz ar baotred.

— « E Kloc’harz-Karnoët » a lavaras Perig.

— « Mad, mad sur ; n’oun ket troet kalz diwar va hent neuze, eme ar beachour etre e zent. Hogen, emezan o koms uhelloc’h, daoust ha n’hellfac’h ket lavaret d’in ha kavout a rafen-me en ho kear kement hag a vije red d’in da gavout ? »

— « O ya da ! eme Berig adarre. Ha goude ma n’ho pije netra eus a di va zud, e ti-soul an demezel Tereza e vez atao eun dra bennak evit ar veajourien. »

— « Tereza ! » a lavaras an dianavezet war-lerc’h Perig. « Piou eo eta an demezel ze ? » a c’houlennas-hen adarre.

— « Eur vaouez vat, eus ar re wella », a lavaras ar vugale a eur vouez.

— « Gwir ? karet a rit eta kalz anezi ? »

— « Ma karomp anezi ? eme Berig, ha piou n’he c’harfe ket ? Abaoue bloaz ’zo m’ema e Kloc’harz n’he deus great nemet vad d’an holl. O na poaniet omp o welet anezi o vont d’hor c’huitaat ! »

— « A ! o vont kuit ema ? »

— « Ya, warchoaz vintin. Evit an dra-ze eo e teuomp ama da zigas kurunennou, ma plijo gant Doue ober d’ezi dizrei dizale en hon touez. »

N’en doa ket echu ar paotr gant e gomz pa oe klevet lavaret : « Setu hon demezel o tont ! »

Hag, e gwirionez, edo erru Tereza. Dont a rea, hi ive, da zaoulina e-harz ar groaz, evel evit lavaret kenavo d’ezi ha d’an dud vat o doa great d’ezi eun digemer ker kalonek.

An diaveziad en em roas da grena, evel an deliou er gwez gant eur zourrad avel, kerkent ha ma welas an demezel… » Ha posubl e ve ? » emezan.

Tereza ive a jomas a zav, nec’het bras. Kement-se, avat, ne badas ket pell ; hag ez eas en eul lamm d’en em skrinka etre divreac’h an hini a c’halvas dioc’htu : « Va zad ! »

Ya, baron Plougastel eo ez oa, hen e unan. A dra zur ar zeiz vloaz dienez en doa bet da c’houzanv o doa chenchet kalz anezan. Hogen kalon ar verc’h a zivinas evelato. Ha brema e rede eus he daoulagad eur mor a zaelou tener, daelou a levenez.

Evit gouzout petra rea d’ar baron beza evel-se e-unanig oc’h ober hent, deomp gantan da di e verc’h : eno e klevimp.

Eas eo gwelet pegen souezet e oe ar baron o kaout e verc’h eat da jom da Gloc’harz ; ma oe red d’ezi displega hed-ha-hed ar pez a yoa digouezet ganti.

Ar baron a yeas e kounnar rus pa glevas pe seurt taol en doa great aotrou Lanveog. Ma touas war an heur e raje d’ezan paea ker. Skoet, teneraet e oe e galon, a vat, o klevet pe seurt digemer vat a reas ar gontez a Vonfort d’e verc’h.

« N’oun tamm ebet souezet gant an dra-ze, emezan ; an aotrou dug ivez a zo bet meurbet madelezus em c’henver. Tud vat int. Ar pez a zo bet kiriek d’in da vont a du gant Blez eo abalamour ma kreden start edo ar gwir gantan. Hogen, lezomp an traou glac’harus-se. Lavaret a rin d’it hepken e kredan beza great en Alre va dlead a varc’heg leal ha kalonek. Ha neuze, penaos em bije gallet ober e giz-all, p’eogwir edon tostig d’ar marc’heg brudet Gwesklen ? Ugent gwech em eus gwelet ar maro a dost ; e goueled va c’halon, me lavar d’it em boa aon, nan, avât, rak ar maro, aon am boa da vervel hep kaout diaraok an eurvat d’az kwelet ; kement-se a vije bet re griz evidoun. Evit ne c’hoarvesche ket an dra-ze ganen, e ris gwestl da vont da bardona war droad da Itron-Varia Rumengol, ma plijche ganti va miret ouz pep droug. Emaon oc’h ober hervez va ger. An Itron-Varia a glevas va feden : dont a ris eus ar brezel hep beza bet pistiget an distera. Kaset e oen gant ar brizonierien-all da gaout an dug, hag e lavaras d’in o vousc’hoarzin : « It, emaez, it, baron a Blougastell, dishual oc’h. Ne c’houlennan ken paeamant diganeoc’h nemet e viot ker feal em c’henver ha ma’z oc’h bet ouz va enebour. C’houi a grede ober mat o tifen anezan ; ha p’eo gwir dre c’hras Doue, n’eus mui nemet eur gostezen e Breiz-Izel, it, ha n’ankounac’hait ket, me ho ped, ho tug nevez. » Plega ris va glin dirazan hag e pokis d’e zaouarn. Eur pennad goude e oep lezet da vale, me hag eur bagad mignoned. Daou zervez ’zo ez oun tec’het diouz Alre evit seveni va gwestl ha mont goude da Blougastell. Kredi ran eo ar Werc’hez eo he deus great d’in trei diwar va hent evit kaout ar blijadur d’az kavout ama. Petra vije c’hoarvezet ma vijen eat war eun da Blougastell, hep gouzout an darvoudou tremenet en hor maner ? Aotrou Lanveog, kredabl, en divije lakeat kregi ennoun dre drubarderez ; petra vijes-te deut da veza neuze, plac’hig paour ? Bezomp habask, dont a ray ar mare d’in da jench penn d’ar vaz. »

— « N’hoc’h eus klevet hano ebet eus ar baotred am eus bet kaset da c’houlen eus ho kelou ? » a c’houlennas Tereza ouz e zad.

— « Hini ebet. Dont a rean da veza nec’het, me ivez, o welet ne zizroe ket ar c’hannad am oa kaset da Blougastell. »

— « An aotrou a Lanveog en devezo miret outan, kredabl. Ar c’hannaded am eus bet kaset d’eoc’h o deus kavet ar maro, me gred. »

— « Gwelet a raimp, me lavar d’it. Mat eo d’eomp brema gwelet da genta petra ez eus da ober. »

Goude beza pouezet mat pep tra, e oe roet ali d’ar baron, da genta, da beurechui e westl, hag e teuje goude da gemeret e verc’h gant an holl henor dleet d’eun demezel eus he lignez.

— « Baron Lambezellec, kont Lesneven ha meur a hini-all, hep mar, a roio dourn d’in da deuler er-meaz eus va feadra ar marc’heg disleal en deus o c’hemeret hep gwir ebet, » a lavaras aotrou baron Plougastell.

Setu ma oe klevet er-meaz youc’hadennou a levenez. Keariz eo o doa klevet he devoa Tereza kavet he zad, hag e teuent da ober d’ezi o gourc’hemennou.

Ar baron hag e verc’h o digemeras gant kalz a vadelez ; o veza roet d’ezo da c’houzout e tistroje dizale Tereza da Blougastell, an aotrou baron hag an demezel a lavaras mat n’ankounac’hajent biken Kloc’harziz.

O klevet e vije red d’ezo dizale en em zispartia dioc’h o madoberourez pennou Kloc’harziz a deuas da veza tenval.

— « Siouaz, emezo, kement e karomp anezi, ha hi a zo ker madelezus ! Pebeuz koll e vezo evidomp ! Ha piou a deuio da zerc’hel leac’h d’ezi morse ? »

Kaer he devoa Tereza lavaret he divije sonj anezo, ne zervije ket, chom a reant glac’haret. Ne oent sioulaet eun tammig, nemet pa lavaras Tereza e teuje eur wech bennak d’o gwelet da Gloc’harz.

Pemzek deiz goude, e tizroe baron Plougastell da Gloc’harz, kalz a dud gwisket kaer ouz e heul. N’oa ket bet dieas d’ar baron kaout tud d’e zikour da vouta al laer er-meaz. An dijentiled a oa mall ganto rei dourn d’ezan, rak ma ouient e teuje an dug Yann IV da harpa anezo oc’h red, kentoc’h eget lezel eur seurt tra vezus da vont da ben.

Baron Plougastell a deue eta da gemeret e verc’h gant ar sked dleet d’he renk ha d’he hano.

Kalet e vije bet kalon an nep a vije bet eno hep beza teneraet o welet ar youc’h hag ar gouelvan a oe gant ar goueriaded, pa lavaras Tereza kenavo d’ezo. An demezel vat he-unan a ouelas dourek o kuitaat tud a ziskoueze kaout kement a stagedigez outi. Perig, dreist-oll, a zalc’he tost d’ezi, ha ne felle ket d’ezan dispartia diouti. O welet kement-se, ar baron a c’houlennas ouz e gerent lezel ar paotr da vont ganto da Blougastell. Asanti a rejont evit e vad, daoust ma kavent poanius. Tereza he devoe eta an eurvad da zerc’hel tost d’ezi ar paotrig koant karet kement ganti, hag a oa i ve karet meurbet gantan.

Eun nebeut derveziou goude, baron Plougastell, skoazellet gant aotrou Lambezelleg hag ar c’hont a Lesneven, a deue da lakat seziz dirak e vaner e-unan.

Aotrou Lanveog a glevas c’houen en e lerou ; a-veac’h ma varc’hatas an distera evit chom da zifen e laeronsi. Gouzout mat a rea pegement oa kasaet gant Plougastelliz, hag evel-se ne zerviche tamm ebet d’ezan gedal e teuchent da rei dourn d’ezan. N’en doa da fisiout nemet ken war wazed ar c’hastell : setu ne gredas ket enebi. Mont a reas ac’hano daou zervez goude m’en doa diskleriet ar baron e plege d’an dug nevez ; mont a reas epad an noz ; ken digalon ez oa eta ha ma’z oa bet trubard. Mont a reas eta dre eun nor guz, d’e leac’h-krenv a Lanveog, ha ne lezas war e lerc’h ken envor nemet eus e siou fall hag eus e laeronsiou.

Eat o enebour diwar al leac’h, ar baron hag e verc’h a zistroas d’o c’hastell, ouz o heul eur maread Plougastelliz deuet d’o ambroug. Ma oe goueliou kaer, goueliou bras e Plougastell en henor da zistro eürus ar baron ha Tereza. Peadra o devoe e-pad meur a zervez o tigemeret o gwizien a deue en eur ouela da bokat d’o daouarn ha da da gana d’ezo o levenez.

— « Kement a anken hon deus bet epad m’edo er-meaz ma n’hellimp biken trugarekaat a-walc’h an aotrou Doue, emezo, da veza great d’eoc’h dizrei en hon touez. Ni a fell d’eomp kenderc’hel d’ho karet ha d’ho servicha. »

Kenta tra a reas ar baron hag e verc’h en eur lakaat o zreid er c’hastell oe mont da zishuala Pol, ar gouarnour feal. Eur bloaveziad diouer a galz a draou en devoa noazet kalz ouz e yec’hed.

— « A ! emezan o welet e vistri, kollet em boa pep fizianz d’ho kwelet a-nevez !… Eun nebeudig miziou divezatoc’h n’ho pije ket kavet ac’hanoun. Brema, avât, e c’hellan mervel. »

— « Arabat eo d’eoc’h koms evel se, servicher kalonek, a lavaras Tereza ; me eo a zo bet ar penn-kaoz eus ho poaniou ; hogen, ni a raio kement ha ker brao d’eoc’h, ma c’hellimp pell amzer c’hoaz ho kavout en hor c’hichen. »

Pep tra e Plougastell a deuas da veza adarre evel diaraok. Ar peoc’h hag ar zioulded a renas a-nevez war ar c’hastell. Dindan gouarnamant mistri ker madelezus evit o gwizien, ker reiz en o youlou. ar Blougastelliz ne zalejont ket da gaout adarre an danvez hag an tammou douarou ha gwiriou laeret diganto gant an aotrou a Lanveog. N’hon deus ket ankounac’heat en doa lavaret ar baron e rache d’egile paea ker e dorfed ; hogen, Tereza a alias he zad da rei peoc’h.

— « Roit peoc’h d’an den ze, a lavaras-hi kant gwech d’he zad ; ankounac’hait anezan zoken, me ho ped, va zad mat. Evit mont d’ezan da Lanveog e vije red d’eoc’h lakaat ho kwizien e brezel, ha neuze ar gwad a redche eus an diou gostezen !… »

Ha setu ma teuas ar baron da lavaret evel e verc’h. Baron Lanveog a oe kastizet koulskoude, ha kastizet a-zoare. Laosket e oe a gostez gant ar varc’heien-all eus ar vro ; hini ebet anezo ne zelle ha ne gomze outan, ma oa mezek ha mezek bras, hag ez eas da guzat en eur c’horn-all eus a Vreiz-Izel.

Bloaz goude dizro ar baron d’ar gear e oe eur gouel bras e-kichen iliz bourc’h Plougastell-Daoulaz. Dont a reas di eur maread tuchentiled ha gwizien, da drugarekaat Doue da veza o miret a zroug epad ar brezel, hag ivez abalamour m’oa echuet ker kaer ha ker kempen ar rendael a yoa bet etre baron Lanveog hag aotrou Plougastell. Heman en doa great sevel eur c’halvar e mein glas Kersanton, hag e felle d’ezan e vije gouel bras er vro en deiz ma tlied e vennigan.

Ar c’halvar-ze, eur pez labour eus ar re wella, en deus diou renkennad skeudennou da ziskouez darvoudou brasa ar Basion. En uhel, ema kroaz hor Zalver, hag eus an daou du d’ezi kroaziou al laeron.

Evito da veza kizellet er mean, ar skeudennou-ze a yoa great kaer kenan. Setu perak e chommas an dud bammet-oll da zellet outo, ha ne oe nemet ar youc’h-ma e-touez ar re a yoa eno : « Nak hen a zo kaer ! » Setu ivez ar gomz a lavar c’hoaz hirio ar re her gwel evit ar wech kenta.

Goude ma oe benniget ar c’halvar e oe eur banvez bras. Ar re holl a yoa bet o welet al lidou a yoa ivez pedet d’al lein. Tereza a yea hag a deue dre douez an dud, bepred laouen ouz an holl, ha modest en he doareou evel pa vije eur werc’hez eus an nenv. Perig a yoa tost d’ezi, gwisket e floc’hig, ker mignon, kel laouen hag eun ealig. Mes ive nak hen a yoa eürus e Plougastell ! Ar vuez a yoa ker c’houek evitan, kement a anaoudegez vat a yoa en e galon ma klaske dalc’hmad an doare d’he diskouez d’e vadoberourien. O chom evelse tost atao da Dereza e krede miret outi da goueza e droug ebet e kenkas ma vije riskl evit he buez. E galon vat a gase Perig eun tamm re bell marteze ; hogen, an demezel ne glemme ket eus se. Meurbet e karie ar bugel, ha neuze digas a rea envor d’ezi eus an amzer tremenet ganti e Kloc’harz. N’ankounac’hae ket penaos e oa bet frealzet en doare harlu-ze gant karantez ha stagedigez tud ar geriaden-ze, Sonj mat he devoa ive eus ar bromesa great d’ezo da vonet eur wech d’o gwelet. Araok pell e sevenas he c’homz.

An deiz ma tizroas Tereza da Gloc’harz a oe eun deiz kaer.

An holl a yeas e prosesion da zigemeret ar baron hag e verc’h betek ar groaz savet gant Tereza he-unan. Ar baron hag e verc’h a oe teneraet o c’halon oc’h adgwelet ar groazig-se e leac’h oant en em gavet o daou. Eur zell great gant an demezel ouz ar groaz, hag eun nebeudig komzou lavaret ganti e pleg skouarn he zad a deuas da veza eur vammen a levenez evit Kloc’harziz. Hag, e gwirionez, ar baron a zavas e vouez da lavaret d’an dud vat-se e felle d’ezan sevel, e leac’h kroaz Tereza, eur c’halvar bras, ker kaer hag hini Plougastell.

« Fellout a ra d’in, e talc’hfac’h sonj atao ac’hanoun hag eus va merc’h. Bep gwech ma teuot da bedi dirak ar c’halvar-ze e teuio sonj d’eoc’h eus an amzer m’edo va merc’h o chom en ho touez ; ha mar hoc’h eus karet anezi e gwirionez, c’houi a bedo eviti hag evit he zad. »

Ar bobl a eur vouez a lavaras meur a wech e karient ar baron hag e verc’h, hag e vijent bepred anaoudek d’ezo.

Evel ma c’heller kredi, derc’hel a rejont d’o ger, ha dizale e oe gwelet eur c’halvar eus ar re gaera o sevel war an dachen e leac’h m’edo ar groazig koad. Houma a oe lakeat en iliz da veza miret. Biskoaz paresioniz Kloc’harz na deujont da bedi dirak o c’halvar hep lavaret ivez eur bedennig bennak evit ar re o doa e zavet. Hanvet eo bet zoken tri pe bevar c’hant vloaz Kalvar Tereza.

Ar baron hag e verc’h e vevas pell, karet meurbet gant o zujidi. Mamm an dug koulskoude n’he devoa ket ankounac’heat Tereza. Gervel a reas anezi da zont da Roazon, evit ma vije da dosta d’an dukez. Bez e oe meulet ha karet eno kouls hag e Plougastell, abalamour d’he vertuziou ha d’he skoueriou kaer. Perig ne oe ket ankounac’heat. Tereza a gemeras preder gantan, hag hema dre e furnez a oe bepred din eus e vadoberourez.

Ha c’hoant hoc’h eus e lavarfen d’eoc’h brema petra eo deuet kalvar Kloc’harz da veza ? Siouaz ? an dispac’h vras n’he devoe ket muioc’h a zoujanz outan eget ouz kalz a re-all. Diskaret e oe ha kaset da netra. Klasket e oe divezatoc’h, pa deuas ar peoc’h, sevel ar C’halvar en e zav ; hogen, ar barrez n’oa ket pinvidik ; ma oe red tremen gant eur groaz koad henvel ouz an hini savet gant Tereza a Blougastell.

N’oa ket eat koulskoude gant an tamm diveza eus ar C’halvar pep envor eus an demezel vat. Meur a dad koz o doa sonj c’hoaz da veza klevet o zud o tisplega an histor ; ha setu perak e oe hanvet ar groaz pell amzer c’hoaz Kroas Tereza. Bez’ ema bepred en he zav, e kroaz-hent Kloc’harz, hag alies ez eer, evel kent, da staga kurunennou ha garlantez outi.

Kalvar Plougastell avåt a zo bepred soun en e zav, mont an nep e garo d’e welet. Nak an dispacherien nak an amzer n’o deus gallet betek-hen dont a-benn aneza. Fizianz vat hon deus e chomo c’hoaz pell amzer evel-se.


————