Mont d’an endalc’had

Pelerinach Pont’n abad

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 181-182)



Pelerinach Pont’n abad.
————

Kement ma a voa er bloas 1634. Eur c’hlenvet stagus a zistruje kær hag a greske bemdez. Ar re binvidic, gant ho aoun, o doa kemeret an teac’h, hag ar re baour, dilezet e creiz ho dienez, a varve evel kellien. An tadou Carmez, deut di da chom eun nebeut a voa, a rea ho oll gallout evit sourcial eus an dud reuzeudic ; mes ar c’hlenvet a zammas ive cals anezo, ha ne jome mui gantho netra da rei. Neuze an tad Priol, pehini a voa bet ive priol e santez Anna, en em vouestlas da vont di e pelerinach en hano he oll vreudeur. Pa voue clevet kementse, oll dud kaer en em vouestlas da vont ive d’he heul ; ha kerkent e c’heanas ar c’hlenvet. Leun a anaoudegez vad e fallas dezo ober ho felerinach dioc’htu ; ha setu ama penaus :

Eur zulvez, mintin mad, e voue canet an oferen en ilis Carmez, hag an oll belerinet a gommunias eno. Eur brezegen a voue great evit deski d’an oll pe seurt sonjou a dlient da gaout o vont da zantez Anna, ha neuze en em lekejont en hent. E penn ar brocession e voa ugent manac’h, hag ar groas en ho raog. Goudeze e teue daou berson mad eus an amezegez, gantho pep a baniel da zantez Anna. Ar voazed a voa renket tri ha tri, hag en ho fenn e voa ar Senechal pehini, evithan da gaout deg vloas ha triugent, a falvezas dezan ober ar veach var droat. Varlerc’h e voa ar merc’hed, renket ive teir ha teir. Mont a rejont da genta da chapel sant Roch, eleac’h ma voat boas da vont en deiz-ze, ha neuze e valejont bete Kemper.

E Kemper edot oc’h ho gortoz, hag e vouent digemeret gant an Aotrou’n Escop hag ar chaloniet, gant an noblans hag ar vourc’hizien. Escop Kemper oa neuze an Aotrou Leprêtre. An tad Priol her pedas da vennigen ar belerinet hag ho fanielou, hag e kemeras tro ac’hano da ober dezo eur brezegen, hag an tad Priol a brezegas dezo ive goudeze. Netra caeroc’h evit guelet Kemperis, da noz, o clasc gouzout piou en devije eur pelerin bennag da loja en he di. Antronoz e tiblasas gantho meur a hini evit mont ive da Zantez Anna. Epad oll ar veach e talc’hjont ar reolen hon eus comzet anezhi, ha ne voue dizurs ebet. Ne eanent, en eur vont, da gana salmou ha da lavaret pedennou pere ho dizenoue. Pa zigouezent gant eur chapel pe eun ilis, e reant eno eun ean evit diskuiza, hag e veze lavaret dezo eur ger mad bennag.

An eil nozvez a dremenjont e Pont-Aven, hag an drede en Hennbont. Erfin antronoz e veljont a bell tour huel Santez Anna. Neuze gant ar brassa laouenidigez e stoujont oll d’an douar evit saludi ar chapel. Ep dale e veljont o tont a ziarben an tadou Carmez a deue da zigemeret ho breudeur ; hag ec’h errujont er chapel eleac’h m’edo ar c’hleier o volea ha tud ar c’harter en em zestumet evit ho receo. Den ne zante mui he skuisder, petra bennag ma voant eat di oll var droat. Daelou a joa a voa e daoulagad an oll, hag an deis varlerc’h hed ha hed a voue a veac’h hir avoalc’h dezo evit contanti ho devosion.

————