Pa zit d’an ilis evit clêvet an oferen : it evel pa zafac’h d’ar C’halvar etouez mignonet Jesus. Ar re-ma a oa leun o c’halon a garantez evit hor mæstr, hac ho daoulagad, leun a zaëlou o consideri e dourmanchou cruel. Carit ive ho Zalver eus a greiz ho calon, ha detestit ho pec’hejou pere a so bet caus eus e souffrançou hac eus e varo.
Antren a ran, ô va Doue, en ho templ santel : cetu aze an auter var behini ez it d’en em immoli evit va silvidiguez ! O va Jesus ! va c’harguit eus ho toujans hac eus ho carantez, evit m’hoc’h adorin evel ma’z-eo dleet !…
O va Doue, ar belec a zisquen e traoun an auter evit ober ur goëssion bublic eus e bec’hejou, evit goulen ho sicour hac en em recommandi da bedennou an azistantet ; mæs d’în-me eo, ô va Doue, d’în-me eo en em humilia, ha squei var va feultrin, abalamour me eo am eus pec’het ! En anzao a ran : ne vilitan quet chom en ho ty, etouez ho bugale, abalamour d’ar goal-heur am eus bet lies a vech d’hoc’h offanci dre va faut ; ia, va Doue, dre va faut ha dre va brassa faut !… Guerc’hes sacr, ebestel eürus sant Per ha sant Paul, va æl-mâd, va sant paëron, sænt paëronet eus va fârres hac eus va bro, obtenit d’in digant Doue ar pardon eus va fec’hejou ; o detesti a ran, renonç a ran dezo oll eus a greiz va c’halon.
Ar C’hyrie pehini a sinifi: Doue, ho pezit truez ouzin! a repeter er c’hœur bete nao guech, evit rei d’în da gompren peguement e tlean desirout ar pardon eus va fec’hejou.
Ia, va Doue, ha pa lavarren bep moment eus va buez : ho pezit truez ouzin ! ne lavarren quet c’hoas alies avoalc’h, quer bras eo an niver hac ar grevustet eus va offançou ! Permetit eta, va Jesus, ma savin va daoulagad varzu an auter pehini a so an trôn eus ho trugarez ha ma repetin mil ha mil guech : Va Doue, va Zalver benniguet, ho pezit truez ouzin ha pardonit ac’nanon !…
O va Doue, er barados hepquen, e c’heller ho c’hlorifia evel ma’z-eo dleet, cousgoude, ama var an douar, er vro-ma a exil, me a fell d’în unissa va mouez gant ini an ælez evit ho meuli hervez va galloud, hac eus a greiz va c’halon. Ra viot glorifiet en êe ha var an douar ! Rac c’hui, ô va Jesus, eo an Autrou souveren ; c’hui eo an oan a effaç pec’hejou ar bed ; c’hui eo an ini en deus sellet a druez ouzomp, hac en deus hor prenet gant ar prix eus ho coad ! Ra vezo ho benediction, ho c’hraç hac ho peoc’h etouez hoc’h oll vugale, ispicial en hon touez-ni, evit ma c’hallimp ho meuli assamblez var an douar, ha goude ar vuez-ma, ho meuli assamblez er barados !…
Recevit, ô va Doue, ar pedennou adresset deoc’h evidomp-ni : accordit deomp ar graçou hac ar vertuziou a c’houlen an Ilis evidomp dre c’hinou ar belec. Guir eo, ô va Doue, penos ne vilitomp quet beza exaucet ; mæs considerit e c’houlennomp digueneoc’h ar graçou-se dre vilitou Jesus-Christ, hon Autrou pehini en deuz lavaret e vize accordet deomp petra bennac a c’houlenjemp digant e Dad en e hano !…
An abostol a so ul lectur, guech eus an Testamant ancien, guech eus an ini nevez ; tennet eo peurvuia eus a scridou ar brofetet pe eus ar re an ebestel.
Rac-se, ô va Doue, e consideran an abostol-ma, evel ul lizer disquennet eus an êe evit va instrui : accepti a ran, a greiz va c’halon, ho lezen santel, ha selaou a ran, gant respet, ar guirionezou santel hoc’h eus inspiret hoc’h-unan d’ar brofetet ha d’an ebestel, mæs ive, ô va Doue, roit d’în an nerz d’o fratica hed va buez ! Perac, ô va Doue, ne allan-me quet ho tezirout evel ar bariarchet ! hoc’h anaout evel ar brofetet ! ho caret hac hoc’h heuill e pep leac’h, evel an ebestel !…
Sevel a ran em zâ, ô va Zalver Jesus, evit clêvet ho comzou, rac ne dê mui ho profetet nac ho sænt eo a barlant er momet-ma, mæs c’hui hoc’h-unan, ô va Jesus, eo a deu d’am instrui. Ober a ran sin ar groas var va zall, evit rei da entent penos ur c’hristen ne dle jamæs caout mæz oc’h heullia mâd lezen Doue ; var va guinou, evit rei da gompren penos e tlean ober gant joa profession eus va feiz, difen lezen va mæstr divin dirac ar re a ra goab anezi ha caout ato plijadur o parlant a Zoue ; var va feultrin, evit disquez penos e tlean imprima lezen Doue doun em c’halon hac he heullia a boent-da-boent. Credi a ran, ô Jesus, eo ho comzou a glêvan ; mæs petra servicho d’în-me beza credet, ma na gonforman quet va buez d’am c’hreden ? petra servicho d’în-me beza bet ur feiz crên, ma n’am eus quet græt a œuvrou-mâd ? An drouc sperejou ive a gred, ha cousgoude a souffro eternelamant !… O Doue, pebes diffaranç etre maximou hoc’h Aviel ha va buez ! O Jesus, ne antreit quet e barnidiguez gant ho servicher paour ! Credi a ran, mæs roit d’în an nerz hac ar gourach da bratica-mâd ar pez a gredan !…
Canit ar Gredo assamblez gant an Ilis, pe e lennit en ho particulier, oc’h en em arreti a barfetet da songeal er pez a livirit : pep articl a so un objet eus ho feiz, hac ho jeiz a dle beza ferm hac heulliet a œuvrou-mâd.
Er momet-ma, ô va Doue, ec’h offr deoc’h ar belec ar bara hac ar guin a dle beza, hep dale, cenchet en ho corf hac en ho coad precius ! O Jesus, me a offr deoc’h ive quement am eus, ha quement ma zoun : va c’horf, va ene, va bolontez ha va oll actionou ; cenchit ac’hanon en un den nevez, en un den hervez ho calon, evel ma vezo cenchet ar bara hac ar guin, offret brema dre zaouarn ar belec.
Ar bræfaç-ma, ô va Doue, a so ur beden gaër a adress deoc’h hoc’h Ilis dre c’hinou ar belec, hac epad pehini da viana, e tlean ancounac’haat an oll draou crouet, ha sevel va c’halon ha va speret varzu an êe. Pa’z-eo guir e renonçan d’am pec’hejou, peguer coupabl-bennac ez oun, ô va Doue, permetit ma savin ive va mouez evit renta deoc’h actionou a c’hraç, hac ho meuli e pep leac’h hac e pep amzer, en hano ha dre vilitou Jesus-Christ, va Redemptor benniguet ! Permetit, va Doue, ma en em unissin gant an ælez, ar cherubinet, ar zeraphinet hac an oll sperejou eürus, ha ma livirin er vro estranjour-ma ar pez a ganont en êe, ebars er barados : Santel, santel, santel eo an Autrou souveren, Doue an oll armeou ; an êe hac an douar a so leun eus e vajeste, ra vezo glorifiet a vrema da jamæs !!!
Tad eternel, c’hui pehini a so pastor ar bastoret, conservit ha gouarnit hoc’h Ilis, hac he squignit, ô va Doue , dre ar bed-oll ! Roit en hon amzer, ha bepret, ho peoc’h d’ho bugale, evit na vezo en hon touez nemet ar memes speret hac ar memes calon, ha ma vezo ato ho benediction varnomp oll. Evel-se bezet graet !
Me a offr deoc’h ar sacrifiç santel-ma, ô va Doue, evit enori ho calloud souveren varnomp ha var quement-so ; evit o trugarecaat eus an oll graçou hoc’h eus græt d’în ; evit obteni ar remission eus va fec’hejou hac ar zicourou a bere em eus ezom vit ober mâd va silvidiguez… En offr a ran deoc’h c’hoas, ô va Doue, evit va c’hærent, va mignonet, va madoberourien ha va adversourien ; evit ar re o deus en em recommandet d’an pedennou hac evit ar re evit pere omp obliget da bedi… Grit deomp-oll misericord, ô va Jesus, ha disquennit var an trôn eus ho trugarez evit silvidiguez hon eneou !… Disquen a rit, ô va Doue !… Disquennet oc’h, ô va Jesus ! An templ santel-ma a so henvel ous ar barados !… Ilis an douar a s. henvel ous a Ilis an êe !
O Jesus, Doue a bep eternite, Jesus en em c’hræt den e corf ar Verc’hes glorius Vari; Jesus maro var ar groas evidon, Jesus ressuscitet ha præsant ama en hosti consacret, me hoc’h ador a greiz va c’halon !… Adori a ran ho corf sacr !… Adori a ran ho coad precius !… O Jesus ! cassit gueneoc’h betec an êe homach va c’horf ha va ene ! O Jesus ! bezit ato Jesus evidon ha saveteit ac’hanon !
Ælez santel pere a vuelan gant daoulagad ar feiz endro d’an auter sacr, ah ! scuillit, scuillit, me ho supli, ur veraden eus a c’hoad precius ho mæstr var va ene, hag he vezo purifiet ha rentet guennoc’h eguet an nerc’h ! Nigit, sperejou eürus, nigit da scuilla eus ar memes goad var eneou va c’hærent, va mignonet, va madoberourien , var eneou oll dud va farres ha va bro, evit ma vezimp oll santifiet, ha ma hor bezo oll ar honor da veuli Jesus assamblez var an douar, hac ar bonor d’er meuli assamblez en êe !…
Ho pezit memor, ô Jesus, eus lio servicherien baour hac eus ho servicherezet pere a so c’hoas ê poaniou ar purcator ! Recommandi a ran deoc’h, ô va Doue ; ispicial eneou va c’hærent, va mignonet, va madoberourien ha va mistri, quen spirituel, quen temporel, hac ive eneou ar re n’o deus den da bedi evitho ; dilivrit, va Doue, dilivrit anezo oll eus o foaniou grisies, roit dezo ar stad eürus eus ho parados ! Accordit deomp hon-unan perz e rouantelez an êe, assamblez gant ar zænt, an ælez hac an oll eneou just, evit ho meuli da virviquen en ho cloar, ô va Doue !
Tad eternel, ne vilitan quet an enor d’ho quervel va zad, abalamour m’am eus pec’het ; mæs pa er permetit d’în, goude beza renoncet d’am pe-c’hejou, me a zeu ive da unissa va mouez gant mouez ho cuir vugale, evit lavaret deoc’h assamblez gantho : hon tad pehini so en êe, hoc’h hano bezet santifiet ; renit, va Doue, renit bremâ em c’halon dre ho craç, evit ma renin gueneoc’h eternelamant en ho cloar.
Oan Doue, pehini a so en em garguet eus a oll bec’hejou ar bed, ho pezit truez ouzin ! Bras eo an niver eus va fec’hejou ; mæs ho trugarez a zo c’hoas brassoc’h, o veza ma’z-eo infinit : effacit eta va offançou, ô va Doue ; purifiit va ene paour, ha grit ma vevin e peoc’h gueneoc’h, ô va Doue, gant va nessa ha guenê va-unan !…
Allas, va Doue, d’în-me eo squei, gant glac’har, var boul va c’halon ; rac, allas ! re vir eo , siouas, penos »e vilitan quet ho receo abalamour d’am pec’hejou ; mæs, ô va Doue, o detesti a ran, renonç a ran dezo oll : lavarit eta ur guer hepquen, ha va ene a vezo rentet pare, hac e vizin a nevez, dre ho craç, unisset guencoc’h , ô va Doue, c’hui pehini a so va nerz ha va buez !…
Perac n’am eus-me quet ar bonor d’ho receo, ô va Jesus ! permetit da viana ma ho recevin dre zezir, a speret hac a galon, ha ma en em unissin gueneoc’h dre’r feiz, an esperanç hac ar garantez ! Ia, va Jesus, me a zezir ho receo realamant ! me a gred ennoc’h, me a esper ennoc’h hac ho car a greiz va c’halon !…
O va Jesus, pa hoc’h eus bet ar vadelez d’en em immoli evit va silvidiguez , me a fell d’în ive ober pep tra evit ho cloar, ha soufr pep tra dre garantez evidoc’h : roit, ô va Doue, roit ho penediction d’an desir am eus da vervel, quentoc’h eguet hoc’h offanci jamæs.
Cetu me ama, var va daoulin, ô va Doue ; ha ne zortiin quet eus ho ty, n’ho pezo roet d’in ho penediction ! ra vezin galoët eus ar venediction divin-ma evel eus a un ornamant precius ! ra chomo guenêen da viquen evit va fræeservi etouez corruption ha dangerou ar bed !
Sevel a ran, ô va Doue, evit adressi deoc’h e fin ar sacrifiç divin-ma, ar beden a reas gaechal an den coz Simeon : lezit bremâ, ô va Doue, ho servicher da vont e peoc’h, abalamour m’am eus guelet ar burzudou ar re vrassa eus ho trugarez infinit : da vouez ar belec, an êe a so bet digoret, Jesus a so bet disquennet var an auter hac en em immolet evit va silvidiguez, an ilis-ma a repræsante d’în ar barados , hac an azistantet fidel a oa dirac daoulagad va feiz an imach beo eus an dud eürus a so gueneoc’h en ho cloar! O velet var an auter an oan a effaç pec’hejou ar bed, hac oc’h en em zantout coupabl va-unan, em eus scoet var va feultrin evel ar publican, hac hoc’h eus bet truez ouzin. O Doue, pebez madelez eus ho perz ! mæs ive pebes goal-heur evidon, ma coëssen a nevez er pec’het ! N’er permetit quet, ô va Doue ; er c’hontrol, roit d’în ar c’hraç da vale gant fidelite ar rest eus va buez en hent eus ho c’hourc’hemennou ! ia, va Doue, ar c’hraç da veva ha da vervel en ho carantez !
Ar belec goude an oferen a dremen ur maread amzer o trugarecaât Doue : grit ar memes trâ ; ne zortiit guet cus an ilis hep trugarecaat Doue eus ar bonor hoc’h eus bet da assista er sacrifiç divin, hac eus ar graçou hoc’h eus recevet hoc’h-unan. Evit quemen-se , ma n’ellit quet ober guelloc’h, livirit teir Phater ha teir Ave, Maria en enor da bep hini eus a dri ferson an Drindet, evit o zrugarecaat eus ar graçou o deus græt deoc’h ; evit o fidi d’ho præservi dious ar pec’het, hac evit goulen outho ma ho recevint un deiz en êe evitho [sic] meuli da jamæs !
Ar Scritur sacr, o parlant eus ar Verc’hes santel, a lavar penos e conserve doun en he c’halon oll gomzou he Mab divin : heulliit he exempl, ha pezit sonch epad an deiz ha var ar sizun eus instructionou-mâd ho pezo clêvet da zul. Aroc sortial eus an ilis, laquit ar pez hoc’h eus clêvet hac ho puez tremenet dirac daoulagad ho feiz, evit guelet just e pe stad en em gavit dirac Doue : ne flachit quet aroc beza goulennet pardon, nevezet promessaou ho padiziant ha pedet Doue da rei deoc’h ar c’hraç, dre intercession ar Verc’hes sacr hac ho sænt patronet, da veva e peoc’h hac en union gant ho tud ha gant ho nessa, ha d’en em savetei assamblez gantho.
Ar profet Daniel o veza e captivite e Babylon, pell diouz ar guær a Jerusalem, e vro, en em laquee var e zaoulin, lies a vech en deiz, troet varzu an templ, evit pedi Doue : grit un drâ bennac henvel ; ma na ellit quet mont bemdez d’an oferen, o veza clân pe re hir dious ar bourg, pedit er guær en amzer ar sacrifiç divin, bemdez e c’hallit assista en oferen, da viana a speret, pa vez deut poent an oferennou, pa glêvit ar c’hloc’h o son, pe memes ne deus forç p’heur dious ar mintin, rac betec creiz-deiz ez eus ato un oferen-bennac o rên dre ar bed catholic. Ma ne allit quet memes mont var ho taoulin, songit e Doue en ur zont, en ur vont hac en ur ober ho labour, livirit: « Va Doue, en em unissa a ran a intantion gant ar belec hac ar re a asist er momet-ma en oferen, evit offr deoc’h va Zalver Jesus, ho Mab divin ; evit hoc’h adori a greiz va c’halon ; evit ho pedi da bardoni d’în va fec’hejou ; evit ho trugarecaat eus ho craçou ha goulen diganeoc’h ar re a bere em eus ezom evit en em santifia var an douar ha caout an heur d’ho meuli en êe !… »
Ar servicher lach en devoa recevet un talant digant an tad a famil, a youe condaonet, abala-mour n’en devoa quet e laquêet da dalvout ; pebes cont o devezo da renta da Zoue an dud-se oll pere, o veza tost d’an ilis, hac o challout assista bemdez en oferen, n’er græont quet dre ho faut ! Mez ho peffe, eme c’hui, o vont d’an oferen, var ar sizun, ar re all a rafe goab ac’hanoc’h : mæs goaperez an dud sot ne dleont quet ampech ouzoc’h da veza fur. Ber e cavit bepret hoc’h amzer : ia, mæs comprenit ne viot quet paouroc’h na berroc’h en ho labour, evit mont d’an oferen.
Sant Isidor a oa ul labourer douar, ur merour, pehini a assiste bemdez en oferen, aroc mont d’e labour, ha quement-se ne vire quet outhan da baëa e ferm, da ober mâd e labour ha da gaout c’hoas peadra da rei an aluzen d’ar beorien. Doue a recompanç ar re e zervich a galon-vâd, essaït hac e vuelot… Pedit Doue da zul ha da ouel, ispicial e mare an oferen-bred pehini a offrer evit oll dud ar barres, evit an dud so er guær, couls hac evit an dud so en ilis: ar belec, en oferen-ma, a recommand ac’hanoc’h da Zoue, oc’h e bedi da gaout sonch eus e zervicherien hac eus e zervicherezet, mæs ma na zongit quet hoc’h-unan e Doue ! en em zicourit eta, ha Doue ho sicouro ! Paour-bras oc’h a vadou spirituel : amzer an oferen a so amzer an aluzen ; goulennit hac e receffot. Poan hoc’h eus o tont a-ben eus a inimiet ho silvidiguez : assistit-mâd en ofiçou public en ho parres, en em unanit gant ar bobl fidel a-enep adversourien hoc’h ene, ha Doue a roï deoc’h ar victor varnezo. Pell e maoc’h diouz ar bourg, an hent a so diez : ia, mæs pec’het hoc’h eus lies a vech var ar sizun hac epad ho buez : offrit ar boan hoc’h eus o tont d’hoc’h ofiç parres evit ho pec’hejou, hac e reot ur binigen excellant hac un drâ agreabl-bras da Zoue. Petra ne rêr quet evit gounit ur sôm arc’hant, evit acquisita madou temporel ? Rouantelez an êe a so ur recompanç, eme ar Speret Santel, mæs ne vezo roet ar recompanç caër-ma nemet d’ar re o devezo he gounêet.