Peden Boneniz d’ho Fatronez Itron Varia ar Porzou

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Peden Boneniz d’ho Fatronez Itron Varia ar Porzou (En koun he fardon, 16 gwengolo 1917
Kroaz ar Vretoned, 1917



Peden Boneniz d’o Fatronez Itron Varia ar Porzou
(En koun he fardon, 16 gwengolo 1917)


————


War eun ton brezonek dereat.


DISKAN :

Selaouet ouz hon peden,
Porzourez an Nenvou,
Diwallet diouz pep gwalen
Soudarded Bonen.

Kerent ha mignoned
’Zo du-hont pell pell ;
Ar vuhe a zo kalet,
Spontus ar brezel.

Glac’har ha poan-spered
A ren en hon bro…
Pegouls, o Mamm garet,
E teuy an distro ?

Dirak hoc’h ôteriou
E pedent gant fe ;
Gante, ’n o « zrancheou »,
Chomet noz ha de.

Reit d’an neb ’zo gloazet
Pare e c’houli ;
D’ar paour kêz prizoniet
Eur bann a zudi…

D’hon merzerien garet
Rôet an Nenvou,
Ha d’o zud glac’haret
Konfort ’n o foaniou,

Ma c’hallimp a galon,
’Skeud banniel an Trec’h,
Da vloa gant ho pardon,
Ho meuli dinec’h !


Koulmig Arvor.