Park ar burzud
N’oa dre-oll nemet gwad d’an ampoent.
Seblantout a rea en doa Doue troet kein da Vro-C’hall.
Ar gwazed a vrezelle an eil eneb d’egile ’kouls ha pa dleje ar vuez padout atao, ’kouls ha ma vije bet gounidegez eun heur ken talvoudus hag ar vuez peurbadus. Pell a yoa ne weled mui ar mousc’hoarz war muzellou an dud yaouank, ar vugale a gave divlas o c’hoariou, hag ar mammou gwisket ganto o dilhad a ganv, a dec’he diouz o ziez evit mont d’an harlu da glask eur vuez siouloc’h.
Seitek kant trizek ha pevar-ugent ! E pe leac’h eta edo Doue d’ar mare-ze ?… Lezet en doa pobl ar Franz gantan e-unan.
Doriou pounner maner koz Kervern, du-ze, a-wel d’ar mor bras, a yoa serret-kloz ; ne gleved ket an distera trouz, nag er porz, nag en dourel vras ; youc’h ebet, klemmaden ebet…
— « N’eus den ennout, kastell koz ? »
Eo, Ivona a Gergallig a yoa e sal an traon war evez hag o pedi :
— « Maro eo va c’halon, n’eus mui netra evidoun er bed-ma. Anavezet em eus plijaduriou an douar ; bevet ha karet em eus. Brema avad, va bro a ra mez d’in ! Chomet oun va-unan, an hini a dlie beza va fried a zo maro war ar chafod ; feal bepred hag o plega dindan dourn Doue, e savas ar skalier griz, oc’h adlavaret koms e dadou koz : « Da Zoue va ene, va gwad d’ar roue ha va c’halon d’ezi ! » Ha Daniel a Gergadek a varvas goude, evel ar roue-merzer. »
Ivona eo an hini a hanve pa lavare d’ezi !
Hag Ivona, he-unan brema, a ouel, dilezet en he zi, endra m’ ema he zad e penn eur strollad Van-leaned o stourm kalounek.
Petra eo ’ta an trouz-se ? Skoet zo bet ouz an nor, hag ar plac’h yaouank a zo enkrezet.
— « Piou eta a zo aze ? »
Ivona a zilamm hag a c’halv ; eur vatez a heuilh anezi, hag e sell a-dreuz toull an nor.
— « Salver benniget ! hon aotrou person eo ! » Ha neuze eo mall ganti digeri frank an nor vras.
— « Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h, eme ar beleg, ha ra vimp skoazellet gant Doue ! Emeur war va lerc’h evel war lerc’h eul loen fall, ha koulskoude gwelit : dougen a ran aze korf sakr Hor Zalver em zac’hig seiz ! »
O klevet ar c’homzou-ze, ar gwragez santel a gouez d’an daoulin evit azeuli didrouz an Doue a blij gantan tremen dreist treuzou o zi.
— « Dont a ran eus Gwened, skuiz maro, eme ar beleg adarre. Lezit ac’hanoun da ziskuiza eur pennad hepken, ha neuze warc’hoaz vintin, ker kent ha goulou-deiz, me a gemero adarre an hent evit mont war zu an aod, ’leac’h ma ’z eus eur c’hlanvour keaz o c’hedal e nouen abarz mont d’ar vuez a bado atao. »
An noz a dremenas didrous.
Pa darzas an deiz, pa deuas ar c’henta sklerder da alaouri kribennou an tarsiou mor, an den koz enorus a guiteas ar maner, an Aotrou Doue war e galon. Mont a ra, kalonek ha krenv, evel eun den e-kreiz e nerz. Prez zo warnan. E peleac’h eta ema an enebour ?
Ema war evez. En amzeriou-ze ken trubuilhet, mezvet gant ar gounnar hag ar gwad, eur vanden laeron a zo oc’h e spia, oc’h e heul.
E peleac’h kuzat ? Da beleac’h mont ?
Eat eo berr warnan, ha koulskoude gant aon na ve saotret an tenzor a zo en e gerc’hen, ar person koz a red, a gouez meur a wech hag a zav adarre.
Setu ma klever trouz eun tenn…, hag eur glemmaden skiltrus… ; horjella ’ra ar beleg, hag e kouez… Trec’het eo an den !
Ha setu eun hosti wenn o tont eus kerc’hen an hini lazet, o sevel en ear, o tont hag o vont poulzet gant an avel ; eat eo da goueza e-kreiz eur park…
Er park-se, goloet neuze a reier, an holl vein abaoue o deus stum ar groaz.
Azalek ar mein bihana betek ar re vrasa, holl, hep ma vankche unan, hollint troet e kroasiou. An dud gouiziek a lavar int bet neteat, sklereat ; ar Gristenien avad a lavar eo ze eur burzud.
Ha pa’z efet dre Wened, it hoc’h-unan da welet ha gaou eo lavaran.