Mont d’an endalc’had

Pardon Itron Varia Rumengol

Eus Wikimammenn
Feiz ha Breiz, 1936  (p. --206)



PARDON Itron Varia Rumengol [1]


Setu digouezet adarre pardon Rumengol, ar c’haera, a dra zur, eus hor bro, rak eur gwir bardon eo, eur pardon breizat, eur pardon a zevosion ; da bardon Rumengol, an holl a ya evit gwelet ar Werc’hez, evit he fedi, evit he henori ha mar da unan bennak evid e blijadur, pa en em gavont eno e reont evel ar re all.

Da zadorn ha da zul ar pardon, kals tud, gwazed ha merc’hed, a dosta ouz an daol zantel, goude beza bet o kovez.

Pardon Rumengol eo pardon an holl ; an tadou hag ar mammou a ’za di gant o bugale evit o c’hinnig d’ar Werc’hez ; an dud yaouank, re Leon koulz ha re Gerne, ha dreist-holl ar baotred yaouank a dle mont er bloaz-se er zervich, a’z a eleiz anezo war o zroad, dindan noz, eur wialenn wenn pe rikamanet en o dourn, da c’houlenn skoazell Itron Varia Rumengol ha pa zizroont d’ar gêr, druilhajou dizenezou ouz o bruched, ar vugale a vez ouz o gedal evit kaout eun dizenez ; en derveziou warlerc’h ar pardon, an holl vugale a vez ganto ouz o gouzoug, pemp c’houec’h dizenez, n’eo ket hepken ar vugale vihan, gwelet em eus merc’hedigou, achu o faskou etouez ar vugale, hag a veze lorc’h enno o tougen an dizenezou-ze.

Pardon Rumengol a zo chomet eur pardon a c’hiz koz ; breman evel gwechall, an holl bardonerien, dre ma tigouezont a ’z a da zaoulina dirak skeudenn ar Werc’hez ; eno an holl a bed kalonek ; pa vez achu o fedenn, an holl ivez a stok ouz ar Werc’hez o gwialennou gwenn ; ar re n’o deus gwialenn ebet a stok darn o disglavier, darn o zok pe eun dra bennak all ha goudeze, holl ivez e raer tro an iliz, teir gwech ha n’eo ket hepken an dud diwar ar mêz eo a ra an dra-ze, met an holl, ar vourc’hizien, an dudchentil kouls hag ar goueriaded; gwelet em eus bourc’hizien yaouank eus Kemper, Brest, Landerne, oc’h ober tro an iliz, ar chapeled en o dourn, hag o pedi c’houek.

E Rumengol c’hoaz, an holl a bren eun dra bennak da zigas d’ar ger, pep hini diouz e eas hag holl ivez ez eont da lakât o bennigen, kouls ar re n’o deus nemet daou wennegad dizenezou evel ar re a bren skeudennou pe metalennou arc’hant hag aour.

En deiz all e oamp eun toullad amezeien ha me o komz eus an traou kaer a weler e pardon Rumengol ha Yann ar Genkiz, va mignon brasa, a lavaras d’eomp an dra-man :

« Warlene e oan bet e pardon Rumengol hag em oa gwelet eun dra ha ne ankounac’hain morse.

Da un ar Pentekost pa oamp o tebri hon lein, Mari-Jann va hini goz a lavaras d’in : « Sonj ho peus Yann ho peus prometet pa oa klanv al loened ez afe unan eus an ti da bardon sant Herbot [2] ; mar kirit ar merc’her, Lizig ha Soazig a’z ay hag ac’hano ez aint da bardon Rumengol; va breur Job a ’z aio ivez setu m’o devezo kompagnunez vat ».

An diou verc’h a lavaras :

— Kontant oc’h, n’eo ket ’ta, va zad ?

— Ya ! ya ! emeve, gant ne vezoc’h ket re skuiz.

— Mar kirit, va zad, dont d’ar zadorn, goude merenn, d’hor c’herc’hat da Rumengol, ez omp barrek da ober hon tro, hep beza re skuiz !

— Mat ! mat ! hag ez in !

— D’ar yaou, ar paotr saout a reas peb a wialenn rikamanet d’ar merc’hed ha goude koan an tonton Job a deuas d’o c’herc’hat ; goude beza kemeret dourn benniget ha grêt sin ar groaz ez ejont o zri, en hent ; pa oa êt er mêz eus an ti, Lizig a deuas war he c’hiz da lavarout d’he mamm lakat en eur baner eun nebeud krampoez da gas d’ezo pa ’z ajed d’o c’herc’hat.

D’ar zadorn goude kreiste, me a sternias va loen ouz ar c’har bihan ; Mari Jann a lakeas d’in, ebarz eur baner, krampoez hag eur volennad amann ha me en hent.

Edon en em gavet, war eun nebeud, tost da Zant Alar, pa welis eur vandennadig tud o vont araozon ; unan anezo a oa eur gwaz bras ha krenv, evit doare, eur paotr bihan pevar pe bemp bloaz, war c’haoliad, war e ziskoaz, en e gichen : eur paotr all seiz vloaz bennak a valee diarc’hen, e voutou gantan en e zouarn ; eur c’hrenn baotr all a c’helle kaout daouzek vloaz a ’z ae gant fos an hent bras, o sellout ouz ar c’hleuz, evel pa vije o klask neiziou ha warlerc’h, eur baotrez, eun tammig brasoc’h, eur bakadenn ouz he doura, a ruze he zreid, egiz pa vi skuiz dija ; peb a wialenn wenn a oa ganto ; anat oa edont o vont da bardona ; pa zigouezis en o c’hichen, me a c’houlennas :

— O vont da Rumengol emaoc’h, evit doare !

— Ya ! avat ! va den mat, divinet ho peus !

— Mar kirit, emeve, e teuot er c’harr bihan, betek eno.

— E feiz, avat , eme an tid, n’eo ket da veza refuzlet ; nec’het a-walc’h oun dija gand ar c’houitous man nė fell ket d’ezan bale ; e voutou her glaz, a lavar.

Ha va den lakât e baotr bihan em c’hichen ; an tri all ivez a oa tostaet ; ar baotred a floure ar marc’h gand o daouarn :

— Alo ! eme an tad, er c’harr bihan ez aimp ?

O zri en em lakejont da dridal gand ar joa hag e sellent ouzin gant daoulagad ken leun a anaoudegez vat, ma oan evel paeet dija eus ar vad a raen. O zri ec’h azesjont war ar skaon adrenv, ha pa ziblasas ar marc’h, e stagjont da c’hoarzin adarre gand al lorc’h hag al levenez ; ar paotr bihan lusket gant strons ar c’harr bihan a gouskas prest etre e dad ha me. Neuze e savas kaoz ganeomp ; me a lavaras d’ezan ne ranke ket beza eus a-bell pa deue da Rumengol, war e droad, gand e vandennadig bugale :

— Me, emezan, a zo ginidik diouz Lok-Melar ; eun nebeud bloaveziou a zo ez oun deuet da jom ra Zant Alar, d’eun tammig tiegez ha ne gaven ket re ger ; en em veva a c’hellemp braoïk ebarz, rak va gwreg a zo eul labourerez ha me a c’hell ober marc’hajou da dranchat ha da drouc’ha lann ; tost da vioaz a zo, Annaïk a zo aze, va merc’h kosa, a glanvas ; ar medesin a lavare oa gand ar c’hlenved tomm hag e c’helled kredi e tapje ar vugale all ivez ar c’hlenved ma chomjent, en hevelep ti gand o c’hoar ; ober a rejomp gwella ma c’helljomp evid o diouall ; an tri baotr a oa laket da loja er c’hraou hag epad an deiz e vezent kaset d’ar menez da ziouall ar zaout ; va hini goz ha me a bromettas ma pereje Annaik ha ma vije diouallet ar re all diouz ar c’hlenved ez ajemp ganto da Rumengol da bardona ; diouallet int bet, a drugarez Doue, ha setu dec’h da noz, em eus. lavaret d’am gwreg : « Me gav d’in, en eur zevel warc’hoaz da deir eur e c’hellfen peurober ar marc’had tranchat emaon gantan a-benn eiz eur hag e oan o sonjal mont gand ar vugale da Rumengol goude ; ezetoc’h eo mont gant bugale d’ar zadorn eget d’ar zul !

— E feiz ! ya, avat ! a respontas d’in va hini goz, esoc’h eo sur hag amzer ar pezo. da ober da dro, ma ne c’hellit ket dont en deiz e lakeoc’h an noz d’hen astenn ! » ha setu er mintin-man, pa ’z oun deuet eus ar waremm, ar vugale a oa prest ha goude beza debret peb a vanne boued lêz, omp deuet en hent ; ar Werc’hez a zo a-unan ganeomp pa ’z eo gwir hon eus kavet tud vat d’hon dougen !

An dour, eme Yann, a deue em daoulagad o welout feiz ha nerz-kalon an den-se. En em gavet e Rumengol, an tad hag ar vugale a ziskennas hag a ’z eas war ein d’an iliz ; me goude beza laket va marc’h er marchosi a ’z eas, gant va faner, da glask va merc’hed. Ne voen ket pell evid o c’haout ha goude beza debret ar c’hrampoez, gand eur banne kafe, ez ejomp ivez d’an iliz ; kenta ’welis eno, etouez ar bardonerien all, oa paotr Sant Alar, war e zaoulin sounn, dirak ar Werc’hez, e vab bihan, en e zav, etre e ziwrec’h, e vugale all, daoulinet, en e gichen ; edont eno, ouspenn eun eur a oa ; dem-goude, an tad a zavas, en e zav, a gemeras e baotr bihan, hag en eur gregi en e ziwesker, gant e zaou zoura, her savas, uhella ma c’helle hag e lavaras : — Ro eur pok d’ar Werc’hez ! Ar paotrig bihan nec’het, a respontas : — tad, n’oum ket uhel a-walc’h, da bokat d’he fenn ! : — Ro eur pok d’he zreid, neuze, gant da zourn !

Kerkent an hini bihan a gasas, ker brao ha tra, e zournig d’e c’henou, en eur lakât e vuzellou da strakal hag e touchas, gant doujans, ouz troad pe ouz bevenn sae ar Werc’hez hag e sellas outi, en eur vousc’hoarzin, evel pa vije bet ouz he gortoz da lavarout d’ezan : — Paotrig mat, te a zo mignon d’in-me !

An tad a reas an hevelep tra d’an tri bugel all ha dre m’o save, evelse, e welep e vuzellou, o finval evel pa vije bet o lavarout bennoz Doue d’an hini he devoa diouallet d’ezan e vugaligou ha neuze ivez, d’e dro, e sav e vialenn er vann, e touch ganti ouz ’treid ar Werc’hez hag o kregi e daouarn an daou vihanna, ez eas er mêz, an daou all d’e heul ; ober a rejont teir zro d’an iliz ha goudeze her gwelis o varc’hata eun hanter dousenn dizenezou, eus ar re wella marc’had, e c’hellit kredi ; ar vugale a ziskoueze d’ezan re all, bravoc’h, re alaouret : « ar re-ze, a lavaras hen d’ezo, a zo re ger ; ho mamm he deus lavaret prena eus ar re wella marc’had. » Tri gwenneg e koustchont d’ezan hag en eur vandenn ez ejont da lakat o bennigen, d’ar sakreteri ; pa deujont er mêz e stagas peb a hini d’ar vugale ouz o gouzoug ; an diou all a lakeas a-istribilh ouz boutonnou e jiletenn ; neuze, laouen bras, ez ejont da zebri peb a damm bara dindan gwez park ar chapel.

Ni a oa noz pad ziblasjomp diouz Rumengol ; ar merc’hed a felle d’ezo gwelet prosesion ar miraklou. Pa oamp tost dija da c’har ar Roudou-Hir e welis an tad hag e vugale o vont en hor raok ; bale a raent drant ha seder, egiz ma ne vije ket bet skuiz ; me a gontas d’am merc’hed ha da Joz ar pez a ouien diwarbenn an den kalonek-se ; ar merc’hed o divije karet o lakât adarre er c’harr bihan, met allas, n’oa ket a blas ; pa oamp, en o c’hichen, e talc’his al loen, en e zav ; va anaout a rejont dioustu ; an tad a zavas e wialenn, er vann, evel evit va saludi ; an daou baotr brasa a deuas da floura ar marc’h gant o daouarn hag an hini bihan a ziskouezas d’eomp e zizenez egiz pa vije bet gantan ar groaz a enor ; Lizig ha Soazig a roas d’ar pevar bugel peb a zizenez alaouret ; m’ho pije gwelet pegen laouen, pegen eurus e oant o fevar ; biken n’em bije kredet e c’helljed gant ken nebeud a dra ober kement alla blijadur : E feac’h, a lavaras an tad, evit breman avat ne vezo ket ar roue kar d’ezo ! kement a lorc’h a zo enno, me a zo sur, evel ma ho pije roet d’ezo peb a gant skoed ; tri mil bennoz Done d’eoc’h, va zud vat !

Hag e leverjomp kenavo an eil d’egile, evel mignoned : « abaoe, eme Yann, ne ’m eus ket ankounac’haet an tad-se, nak e vugale ha morse n’em eus kavet ker kaer pardon Rumengol hag er bloavez-se ! »

M. A. ABGRALL.


————
  1. Pardon Rumengol a zigouez atao da zul an Dreinded ; er bloaz-man e vezo eta d'ar 7 a viz mezeven.
  2. Pardon sant Herbot, e Ploneve ar Faou a vez grêt, bep bloaz, da wener ar zizun wenn ; er bloaz-man e tigouezo eta d’ar 5 a vezeven.