Hag an trên a ruilhe, ha ma c’halon a dride. An hent-houarn, « hent an anken, » ’vel e klevis, n’eus ket pell, eur barz kalonek o lavaret, a oa evidon « hent al levenez ». Tostât a re ac’hanon ouz pardon an Itron-Varia Wir-Zikour.
Setu tier kêr o tiflukan du ze dre douez ar gwe gias. Gwelet a ran drapoiou an tour o tarnijal en avel. Kalz a belerined a zo en trên ganin hag holl ez eo paret o daoulagad war an tour beniget, holl, a c’henou pe a galon, e saludont an Itron-Varia.
Au tren a stok ; diskenn a reomp. Nag a dud a zo dre aman dija, daoust ma ’z omp c’hoaz er gwener d’abarde ! Pegement a vo eta warc’hoaz ha disul ?
Eur beden en porched an Itron-Varia Wir-Zikour, da c’houlen he bennoz war o felerinaj, hag ar belerined a ’n em denn pep hini el lec’h ma tle tremen an noz.
Benn an de warlec’h, evel just, e ris diouz arruout en iliz eun tam arok an oferen-bred. Ne oan ket ar c’hentan. Kalz an evoa diarbennet ac’hanon, ha pa baouezas ar c’hleier da zon, an iliz a oa leun chouk. An otrone beleien hag ar ganerien ac’h eas neuze en prosesion, da glask ar pardoner, an Tad abad Bouchard, hag a distroas ’n eur ganan, — e galleg siouaz ! — Kantik an Itron-Varia Wir Zikour, ar c’hantik-ze ken kaer, dreist-oll pa ve kanet en brezoneg, yez ar fe, yez ar galon, yez ar Vreiziz !
N’eus ket ezom da lavaret pegen kaer e oa bet pen-da-ben lidou an oferen, pegen dudius ar c’hân gregorian heuilhet gant mouez flour an ogro. Na kaerât eo an toniou iliz pa veint kanet evel ma ’z eo dleet ! Ne skuizfe ket an den o chilaou eur muzik ken kaer a ro d’ean eun tanva eus ar baradoz !
Siouaz, tremen a ra pep tra. — Dister eo ar vuegez, ’vel e klevis goude an oferen-ze eur belerinez o lavaret d’he mignonez. Pegen founnus, emei, e tremen an deiou-man gortozet epad keit amzer ha gant kement a hirnez ! »
— « Bah ! eme eben, ’n em frealz. Prosesion ar Werc’hez n’e ket tremenet c’hoaz. »
Ar geriou-ze ive a verve ’barz ma c’halon hag a re d’ei tridal gant an hast hag al levenez.
An noz ne deue ket prim awalc’h evidon nag evit ar belerined-all kennebeut. N’eo ket diduamanchou a vanke d’an daoulagad war ruiou Gwengamp koulskoude ; mes evit ar belerined, deut holl eus a bell da welet o « Mamm eus an Nenv, » plijaduriou eur « sinematograf » pe eur gazeg-vezeven a zo treut ha divlas. O c’halon a c’houl bean leuniet gant eul levenez dousoc’h, gant eur blijadur santeloc’h.
Nag eo bras an niver eus ar belerined-ze ! Ne weler nemet tud dre holl ha tud bepred. Ouspen tregont mil den a lavared a oa en prosesion an Itron-Varia-Wir-Zikour, ha n’am eus ket poan o kredi. Gwiskamanchou Treger, Kerne, Leon ha Gwened a ’n em vesk ’barz ar ruiou. An holl dud-se dianav an eil evit egile, a ’n em dremen dizeblant, ha koulskoude, laouen int holl ha seder, rak ar memes mennoz a drid en o c’halon, karante ar Werc’hez ; o dremmou a zo sklerijennet gant ar memez fe hag ar memez evurusted.
Benn koulz ar prosesion, an holl, goulou beniget en o dorn, a zo bodet en Iliz pe endro d’ar porched. Ar groaz a deu ermêz, ar muzik war he lerc’h. Ar bobl a heuilh gant o goleier alumet.
O kaerât tolen ’vit an daoulagad ! Kaerât tôlen evit an diskouarn ! Ar muzik hag ar c’hân a ’n em respont ; moueziou an dud a ’n em vesk ; ar c’halonou a ’n em stok, hag ar mor buezek ha trouzus-ze a ziruilh dre ruiou kêr, skedus evel eur mor a dân, renet gant ar groaz, maget gant ar fe, sioul hag evurus, en kreiz an urz ar brasan.
Lavaret a rafe an nen an ije kemeret an douar skouer ouz an nenvou hag an ije gwisket, hen ive d’e dro, eur vantel steredennet ’vit enori gouel e rouanez.
O ya, renerien goueliou ar bed a c’hall labourat c’hoaz benn o devo dastumet en o ebatou kement a dud, kement a urz ha kement a vue. Kaer o deus ijinan nijerezed, redadegou kezeg houarn ha kezek kig, o goueliou a chom treut ha divlas. Biken ne deufont a-benn da zastum, en hini ebet ane, ar pez a oa en Gwengamp, disadorn da noz, en prosesion ar Werc’hez. Ar Breizad a fell d’ean diduamanchou uheloc’h ; gwad e dud koz a ruilh c’hoaz en e wazied, hag ar gwad ze a zo leun a fe, ar gwad ze a zo kristen.
Pegen kaer ive tier kêr, pegen sklêr ar ruiou, adalek ti ar paouran betek kastel ar pinvidik, hag ar bla-man zoken, — trugare d’an Itron-Varia-Wir-Zikour ! — prenestrou an ti-kêr a douge skrivet en lizerennou tân karante hag anaoudegez vat Gwengampiz d’o Mam drugarezus. Flam an tantajou a ’n em groaz ’us d'ar blasen, hag ar prosesion a retorn d’an iliz : pep hini a ’n em zil d’e heul priman m’hall, rak gwaz d’ar re diwean, ne vo ket plas en iliz evit an holl.
Ha breman !… arru eo, evelkent, tro ar c’hantikou brezonek en iliz Gwir Zikour. Beleien a gân ar poziou hag ar bobl a bez a gân an diskan gant nerz ha gant kalon.
Ah ! red eo bean bevet an eurveziou-ze ’vit gôut petra a c’houzanv ar galon dirak kement a fe, a zoujans hag a garante !
Aman, n’eus ket a ardou ; aman n’eo ket anaveet doujans ar bed ; koz ha yaouank, paour ha pinvik, an holl a jach warni hep mez na digare.
N’eo ket hepken muzellou a welen o finval ; n’eo ket hepken moueziou a gleven o tregerni ; ar c’halonou o-unan a zanten o sevel da veuli ha da drugarekât ar Werc’hez vadelezus. Ar re glanv a c’houl yec’hed, ar re goz konfort, ar re yaouank sklerijen ; ar pec’her kez a c’houl pardon, hag holl, evel sur eus o mennad, ec’h unanont o moueziou da lavaret trugare.
C’hoaz eur wech, kaerât tôlen ha dousât levenez ’vit eur galon gristen !
Eur zarmoner dispar, O. person Plouha, a ra eur brezegen gaer en eur brezoneg reiz, c’houek ha distag. E gomzou grouezus a entân er c’halonou ar mennoziou kaer a zo diwanet enne.
An oferen hanter-noz a zôn, hag ar belerined, evit kuruni o pelerinaj, hag ober eur gwir bardon, a deu, beb eil tro, da zaoulinan ouz an dôl zantel. Petra welloc’h a raje ar c’hristen, ’vit ober plijadur d’ar Werc’hez ha kaout he bennoz, eget lakat he Mab Jezuz da Roue en e galon ?
Bennoz ar Zakramant, — meulet ra vezo ! — a gloz an oferen, hag an dud a gemer pep-hini hent e lojeiz, nemet ar re n’o deus ket kavet gweleou, pe c’hoaz ar re o deus c’hoant da dremen eun nozvez pen-da-ben gant o Mam vat. Kalz eus ar re-man, goloet gant ar boultren, brevet gant an hent, n’hallont ket miret ouz ar skuizder : gwelet a ran darn ane, o chapeled en o dorn, o muzellou chomet hanter-digor e kreiz eur beden, harp o fenn ouz eur pilher mein hag o spered nijet da welet an Itron-Varia-Wir-Zikour da vro an hunvreou…
Ha ped ha ped skeuden-all birvidik a fe hag a garante, dirak pere n’hall ket an daoulagad chom hep skuilh daerou a levenez !…
Kaer bras ive ha ken leun a fe eo bet devez ar zul. Ar belerined a ziruilhas hep paouez en porched an Itron-Wir-Zikour. Biskoaz n’am oa gwelet muioc’h a dud, biskoaz kement a fe.
O Gwerc’hez vat Gwengamp, Gwir Zikour ar Gristenien, skuilhet puilh ho pennoziou war ho pelerined ; roet d’eze ar grasou o deus ezom ’vit ar c’horf ha, dreist-oll, evit an ine, ha ra deufont c’hoaz da zaoulinan en ho porched, d’ho trugarekat ha da ganan ho meulodi !
Disul ec’h achue eta pardon ar belerined ; mes ne oa ket achu, evit se, pardon an Itron Varia-Wir-Zikour. Eun eizved a zo kwestlet d’ezi gant bugale he c’hontre. Bemde, epad ar zun, e teu ar parouziou diwardro d’he gwelet en prosesion. Dimerc’her am oa bet an eurvad da welet prosesion parouz Plouagor. C’hoant bras am eus da lavaret eur ger bennak da lennerien Kroaz ar Vretoned diwarben ar prosesion-ze.
Plouagor ! An hano-ze a zo anaveet pell zo gant ar re a lenn ar gazetennig-man. Pa ve komz eus Breuriez ar Brezoneg, eus goueliou brezoneg, pe eus eun ober breizek bennak, hano Plouagor a ve bepred er penn kentan. Madelez ha nerz-kalon ar veleien a zo en he fenn, hag ar Vreizadez vat a ro d’eze he skoazel eo a ra d’ar barouz-man derc’hel eur renk ken enorus etouez parouziou hon bro.
Na kaerât e oa c’hoaz he frosesion dimerc’her ! Eun dra dreist-oll, an evoa skoet ac’hanon, gwelet merc’hed yaouank en gwenn o tougen ar Werc’hez ; merc’hedigou en gwen, ken koant evel ele, o tougen ar Mabig Jezuz war e dron bokedet. Ne skuizen ket o sellet oute. Ar merc’hed yaouank, gant o mouchouerou bras, o davanjerezig dantelezet, o c’houef ledan digor en avel evel diouaskel eur goulmig wenn, hag en o c’herc’hen saeien c’hlas metalen « Bugale Mari ».
O merc’hed yaouank ma bro, dalc’hed, me ho ped, d’ar c’hiz dudius ze, ha labouret d’he skignan endro d’ac’h.
Mes ne oa ket eno ar prosesion holl. Ar c’hân, ar c’hlêroniou, ar banielou, pep tra ennan a oa dudius, hag an tôl-lagad a bez a rê d’an den gwelet ennan eun dra hepken : Feiz ha Breiz unanet. Ar fe er c’halonou, Kroaz hon Zalver er penn, ha Breiz o kerzat warlerc’h gant he gwiskamanchou, gant he giziou santel, gant he c’hantikou brezonek, ha dreist oll, Breiz, gant « Bugale Breuriez ar Brezoneg », bodet, pôtred ha merc’hed, pep rumm ane dindan plegiou e vaniel alaouret… Rak banielou « Breuriez ar Brezoneg » ac’h eas dimerc’her, gant bugale Plouagor, da glask bennoz an Itron-Varia-Wir-Zikour.
Kaer e oa gwelet ar vugaligou-ze daoulinet dirak trôn ar Werc’hez Vari, o c’houlen he bennoz warne war o « Breuriez » ha war o bro garet. A dra sur, eus he zrôn skedus, Rouanez Breiz-Izel a zelle oute gant plijadur hag a roas d’e o mennad.
Skuilh a rei he bennoz warne, war an dud kalonek a labour d’o c’helenn ; lakat a rei ar « Vreuriez » vinniget a zav ken nerzus endro d’ei da vleunian dre holl, en eur gir, ober a rei diouz ar Vreiziz, a rum da rum, tud leal, tud a galon, tud a fe, da c’hortoz o c’has holl d’he gwelet d’he forched d'an Nenvou.
K. A.