Pardon Gwir-Zikour

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 57-60)



Pardon Gwir-Zikour
————


Ton ar c’hantik gallek : Salut à toi.


Ar zadorn arôk ar sul kentan
A viz goueren, e ve gwelet
Pobl en Gwengam deut da bardonan,
Ha da bedi o Mam garet.

Diskan :

D’he forched koz deut c’hoaz er bla-man,
Evel ma teue ho tud koz ;
Deut c’hoaz, Bretoned, da bardonan,
Ewit kât graso ha bennoz !
(Diou wech).


Rak en oabl e welomp keumoul du
Pounner ha dare da strakal,
Hag en hon bro, siouaz, a bep tu,
Ar fall, an dizurz dishual.

Deut da c’houlen bean skoazellet,
Ewit gallout miret ’n ho kreiz,
Ar fe gristen keit-zo gwriennet
E-barz kalon bugale Breiz.

C’houi, gantan oad, ar boan, daoubleget,
Deut d’hunvreal er baradoz ;
Ar Werc’hez, agred d’in, na ro ket
Gwelloc’h bennoz ’wit d’an den koz.

Tado ha mammo ho peus ive
Reuz da vat, ha trubuilh meurbet,
Deut da c’houlen digant Mam Doue
Chom divlam ha kristen bepret.

Deut c’houi dreist-oll, yaouankizo Breiz,
Da bedi Itron Wir-Zikour ;
Rak er bed a zo kuzet a leiz,
’Wit ho tapout, stigno treitour.

Deut, ma mignoned, Barzed kristen,
Da c’houlen digant ar Werc’hez
Ma vezo bepret skeltr ho telen
’Wit hadan vad ha levenez.

Deut niverus dimeus Breiz Izel ;
Brao eo bale, krog eo an hanv !
Daoust d’ec’h diouz Gwengam da vean pell,
Karante ’dle rei d’ec’h troad skanv.

Eun dudi e vezo d’ec’h klewet
Mouez ar c’hloc’h bras o son bepret,
O kas pell e voubou ’wit laret :
Da Wir-Zikour deut Bretoned !


Ha pa vefet aru en Gwengam,
Deut da zaoulinan er Porched,
Dirak skeuden burzudus ar Vam
A gar kement ar Vretoned.

Itron Wir-Zikour ’zo galloudus,
En he Forched ’c’haller gwelet
Pegement a dudo gwaleurus
Ganti a zo bet rikouret.

A vein-gwen e welfet goulouet
Mogerio ar Porched koz-ze,
Ha war bep men e welfet skrivet :
Itron Wir-Zikour, trugare !

Goude, gret tro Iliz Gwir-Zikour
Savet ken kaer gant ho tud koz,
Klasket, mar karet, eur c’hovezour,
Ha gret ar prosision-noz.

Bet an tantajo war ar blasen,
Ma c’hallet, deut ’barz ar c’heur-bras,
E tal en ôter vras kaer ha gwen ;
D’ei, gwechall, ho mam a bokas !

Muioc’h drant ’wit mouez an evnigo
A gân bemde war lein ar roz
’Vo d’ho skouarn kân ar c’hantiko
Kanet en Iliz d’hanter-noz !

Kantiko Breiz, en yez hon zado,
Lezet ganimp gant hon zent koz,
Ha da heul ’nê mouez flour en ogro,
O kaerat kân, ha kaerat noz !

Plijout ’râ d’ar bugel diskwizan
War varlen e vam pa ve skwiz ;
Ken dous, Gwerc’hez, ken dous e kavan
Tremen an noz en hoc’h Iliz !


E pad ho pardon, Gwerc’hez Vari,
Digoret ho kalon frank-frank
Ewit binnigan kement-hini
Ho pedo, koz kouls ha yaouank !

Arôk kwitât Iliz Gwir-Zikour
Savet a-us d’eun draouien don,
E-lec’h e ruilh an Treo e zour,
E kanfomp holl a greiz-kalon :

diskan diwean

Klewet ho Pretoned, Mam garet,
Itron Varia Wir-Zikour ;
Gweloc’h eo d’imp mervel ma ve ret,
Ewit bean eun de treitour !
(Diou wech).

————