Mont d’an endalc’had

Paour kêz Yannig

Eus Wikimammenn
Kroaz ar Vretoned, 1914



Paour kêz Yannig


————
War dôn : Disul vintin ha pa zaven.


Disul d’an noz, e Ker-Visant,
O ren dren dren o la la ri tra o ren dren dren la ri den no,
A zo c’hoarvezet eun dro goant.
Tri o lê,
Me he c’honto d’ec’h, ma peus c’hoant,
Ti o lo lê.
 
Yan ha Pipi, daou vignon mat,
O tont d’ar gêr noz diweat,
Gante pep a damm chopinad…


Arru e kroaz-hent ar pont-koz,
Ha deut da Yannig eur mennoz,
Gwelet e zousig Mari-Roz.
 
Meurbet laouen, Per a asant ;
Hen ive, pell zo, en doa c’hoant
Ober eur c’hrog war ar plac’h koant.
 
Yann a diviz, Per a zelaou,
Ha gant hent Kêr-Visant d’an traou,
Hep sonjal e oant « pik » o daou…
 
Butun d’an tad ’leiz e gorn pri,
Hag eur zerr-lagad da Bipi
Da gas ar plac’h da lost an ti :
 
Per a vousc’hoarz d’ar plac’h yaouank
Ha ’benn eur pennad war ar bank
Ar gôz a gerz munut ha stank.
 
Ar paour kêz Yann a zell a-gorn
ha daoust pegen tomm eo d’e forn,
Prim ha dilu a dan e gorn.
 
sevel a ra, ha goustadig,
E teu da c’houlen lec’h Perig,
A gav ar Pôtr prim eun tammig…
 
Yann a harp ouz ar bank-tosell,
Met ’lec’h azean, e vranskell,
Ha setu Yannig er gibell !
 
Sec’h ha distag deut eo d’e lein,
Dreist penn ar bank er gibell-vein,
Ha kouêt ar ribod war e gein…
 
An holl ’zo a-zav ’barz an ti ;
Setu abad ha jolori…
Santez Anna, pebez c’hoari !
 
Ar paour kêz Yann a darlonke,
A grape hag a ziskrape
Hag a grie forz d’e vue.
 
Pêr a garg an ti a glemmou :
« Ne gavan nemet e votou ;
Mari, digaset ar goulou. »
 
Setu sikour ar sklerijen !
Gant meur a skrign, a dermaden,
E voe klozet an abaden.
 
Pôtred yaouank, eun tamm kentel :
Azzet war ar bank-tosell,
Met,… diwalet ouz ar gibell.
 
Koulmig Arvor.