Paotred Plo-Meur

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Alphonse Lemerre, éditeur, Hep meneg  (p. 192-196)



Paotred Plo-Meur

Gwerz


I

Tud iaouank, tûd glac’hared da guitaad ar vrô,
Kasit gan é-hoc’h, kasid ann espéranz atô :
Skédi a rai war hô hend ével eur stéren gaer,
Ha dirag hô taou-lagad pa sistrofod d’ar gher.
 

II

— Béz’ ez oé eunn amzer, eunn amzer zû ha kriz,
Ann holl dûd iaouang a roé malloz d’hô iaouankiz,
A rummadou da Vrô-C’hall mond a réant ped bloaz.
Allaz ! né zistroent mui da Vreiz-Izel biskoaz !
 

III

Nann ! énep lec’h eûz a Vreiz né wélet ô valé
Néméd ar ré vac’haigned, ré gôz, ha bugalé ;
Né oa gour da labourât na da vlénia ann hel ;
Ar graghez a éhanaz enn divez da c’henel,

. IV

Napoléon oa ar roué, ar gwîr vleiz a vrézel
Héb truez d’ar mammou paour a skrapé hô bughel :
Lavaret rér er béd all éma enn eul lennad,
Ema béteg hé c’hénou enn eur poull leûn a wâd.


V

Pa oé hanvet ré Plô-Meûr d’al lazérez vrâz-zé :
« Ar bleiz zô gand ann denved, émé-z-ind-hi neûzé !
Ia! ann droug a zô war-n-omp ! Dougomb éta hon droug
Ha d’al loen gouez ha férô astennomb hor gouzoug. »
 

VI

D’ar béleg é léverzont : « Sétu deiz ann ankenn,
Gwiskid ar stoll wenn ha dû évid hor binnighen ; »
D’hô c’herent : « Gwiskid ivez hô tillad kanv ha dû ; »
D’ar c’halvez : « Grid évid omp, grid eunn arched diouc’h-tû

VII

Tra spountuz ! dré ar parkou hag al lann gwéled
Ar zoudarded iaouank-zé ô toughen hô arched :
Réna a réand-d’hô béz ha dira-z-hô ar c’haoun,
O kana gand ar bélek péden ann anaoun.
 

VIII

Meûr a zén garantézuz eûz ann hol dréviou
Oa deûet gant goulou-koar, ar c’hloc’h hag ar c’hroaziou
Daoulinet war léz ann hent eunn darn a lavaré :
« It, kristénien ! Evid hoc’h pédi a raimp Doué. »
 

IX

E kreiz lan vrâz ar Gôz-ker, war lézen ar barrez,
Choum a réàz tûd ar c’haoun ; énô oé ann enkrez :
Enn arched é oa taoled hô bléô, hô gouriz,
Hag ar c’haoun holl a ganaz neûzé : De profundis !


X

Ann tadou a hirvoudé, allaz ! hag ar mammou
A strinké ô tifronka hô éné d’ann envou ;
Ann holl étré hô divrec’h a c’halvé hô mipien
Hî, êvel pa vent marô, né lavarent mui kén.

XI

Enn eur zioulded gristen, hag hep selled adré,
Kuîd ézond ô tilézel hô buhez gand Doué ;
A-héd ar wénojénou éz-éend daou-ha-daou,
Ken trist hag ann anaoun, tristoc’h hep lâret gaou.

XII

Gand Doué é m’int, siouaz ! ha didân enn douar
Hô eskern e zô gwennoc’h ar goulou-koar,
Ar ghérent nec’hed ivez er béz zô diskenned :
Ann tadou hag ar mipien, holl ez int tréméned !
 

XIII

— Tûd iaouank, tûd glac’hared da guittaad ar vrô,
Ar péoc’h a zô er béd hag ar béd a zô braô,
Id éta a galoun vâd é-pâd hô iaouankiz !
C’houi a lavarô eunn deiz : « Gwéled em euz Paris ! »

É miz Ébrel 1839.

————