Biskoaz n’he doa gallet ar rouanez her gouzout. Ar gridienn-aon, evid an dro genta, a spinas gant hec’h askell zu ene dizaouzan brezelourez ar C’hornog [1].
« Rusat, gounidusat eost, o rouanez ! eme an daou ziavêziad.
— Ruz ha gounidus d’eoc’h, emezi ; ruz ha kollus din-me, avat ! An trec’h a zo ganeoc’h ; evidoun-me em eus kollet va holl vederien, ha setu astennet aze, trouc’het d’ezan e c’houzoug, va gwella marc’h.
— Founnusat eur souez ma vo an eost nesa, o rouanez, emezo, rak biskoaz ker bras lidlazadeg n’he doa glebiet a wad an douar-man.
— Ha piou a vedo aman er bloaz nesa, eme ar rouanez, pa hoc’h eus lazet kement den a oa gouest da embreger eur falz ? »
Pa zeuas an daou gadour d’he gwelout er c’hrenvlec’h en noz-se, e lavaras :
« Kerent an dud hoc’h eus lazet hizio a zo deut em bete evid azgoulenn ho pennou. Hag ho maro a zo c’hoantaet gand ar bobl a-bez ! D’ezo em eus lavaret ho lakaat d’en em ganna ouz va zirvi war leur-emlaz Tarvenna. »
Neket tirvi evel ar re-all eo ez oa seiz taro Medua, hogen seiz arc’houere, aet e tirvi. Dre-ze n’en doa den gallet o zrec’hi. Evito eo ez oa bet savet er c’hrec’hiennou goariva-meur Tarvenna. Eun derez warn-ugent, kleuzet e tor ar c’hrec’hiennou er roc’h veo, a enkelc’hie leurenn ar c’hoa-
- ↑ Diwar-benn an doueezed askellek gant Kelted Galia, sellout Rev. des ét. anc. 1911, pp. 337-8 (skeudenn).
- ↑ Emgannou-tirvi e Kret ar rann-amzer minoel, Dussaud, Civilisations préhelléniques, eil mouladur, pp. 71-2, 394-6 ; en Iberi, livadur-war-roc’h kledour Cogul, e traonienn an Ebr, S. Reinach, Répertoire de l’Art quaternaire, kenta mouladur, Paris, 1915, p. 56. Diwar-benn oad gwirion livaduriou-war-roc’h kledour Cogul, sellout ouz De Morgan, l’Humanité préhistorique, kenta mouladur, 1921, p. 265, ha kenveria C. Jullian, Rev. des ét. anc. 1922, p. 180-1.