Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —

aod he diouskoaz ; hir, gwenn, skanv evel hini an alarc’h he gouzoug ; eeun, moan, neuziet-reiz he fri ; gwaret-flour, leun a youl hag a venoz, ruz evel frouez ar gerzinenn he diouweuz ; glas-moug, ledan, steredennus, leun a vannou hag a adskedou, leun a herded hag a gadarnded he daoulagad ; hir, stank, gwagennek, rodellek o blenchou, kenliou ha kensked d’an aour lufr he bleo.

Sellad ar rouanez, pa baras ouz an daou gadour, a oa ennan eur gourdrouz a varo. Habaskaat a eure avat pa welas o neuz-kaer, o ment-uhel, o stumm dizaouzan ha her.

« Piou oc’h, emezi, hag a belec’h e-teuit ?

— Nertos ha Galatos [1] a reer achanomp, emezo, hag eus enez Rênoniagos [2] e teuomp, e mor ar C’hornog.

— C’houi eo, emezi, hoc’h eus lazet an daouzek den-man ? »

Ar c’hadour e vantell wadet e eilgerias :

« Ni eo !

— Gwizien d’in ez oant, emezi. Ha goût ’ouzoc’h piou oun-me ? »

Eun treuzvousc’hoarz a luc’has war zremm an daou gadour. Hag e tistaolas Kernunnos ;

« Eus eun enezen distro e teuomp, e-kreiz ar mor, dibaot e touarfe enni listri ar vro-man. Ha padal beteg ahont ez anavezer Medua an Iberiadez a ren war Roudon-he-nao-Gouenn.

— Ha goude gouzout piou oun-me, eme ar rouanez, perak hoc’h eus va dismeganset dre zont da laza war va douar-me, heb neb daêa eus o ferz, daouzek gwaz ma tleen d’ezo minihi ha gwarez ?

— Evit dismegans ne deus ket, eme Esus ; kastiz dleet, avat, ne lavaran ket. Douaret d’eomp ez rouantelez, ez omp bet degemeret gand eur bugel tener, e vleo rodellek a liou

  1. Nertos « nerzek », Galatos « kalonek, kadarn », D’Arbois, Recherches sur l’origine de la propriété foncière et des noms de lieux habités en France, pp. 462, 638 ; Intr. à l’étude de la littér. celt., p. 14, n. 1.
  2. Kenveria Mag Rein (= Magos Rêni) « Plain of the Sea », Imram Brain, p. 8-9.