Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Donedigez Esus ha Kernunnos [1].


Ar pez a lakeas termen da renerez Medua e voe donedigez Esus ha Kernunnos, an daou glezeiad rak-kerzer, an daou gadour diaraoger da vagad an doueed. Eus kompezenn Argantomagos [2] e teujont a-dreuz d’ar mor-Bras, hag e touarjont war aod ar bed. E ti Mongatios [3], roue Argantomagos, eo ez oa bet savet Esus. Ha setu aman an taol-kaer a reas el lec’h-se p’edo en e bempet bloaz : rei lamm da daro an doue Medros [4]. Sevel an taro etre e zivrec’h a eure hag e skei a-c’houen e gein d’an douar, hag e zerc’hel eno difinv hag o vleja. En abeg d’an taol-ze e voe lesanvet gand an doueed Nertomaros (nerzveur) [5]. Pa voe deut d’e driouec’h vloaz ez eas en e raog gant Kernunnos. En em lestra a rejont war vag Mongatios [6] ha treiza leurenn

  1. Kenveria donedigez an Dioskured, Diodôros, IV, 56, 4 ; Rev. arch. 1902, p. 305-6. An Dioskured keltiad henvelekaet ouz Esus ha Kernunnos, D’Arbois, Rev. arch. 1900, pp. 66-74. Arvarus a-walc’h ez eo an henvelekaat-se. Cf. ivez S. Reinach, les Théoxénies et le vol des Dioscures in Rev. arch. 1901, II, pp. 35-50 ; Cultes, Mythes et Religions, II, pp. 42-57.
  2. Kenveria Mag Findargat « White silver Plain », Imram Brain, p. 4-5. Argantomagos a vefe ger-evit-ger e brezoneg breman Arc’hantva.
  3. Mongatios, da lavarout eo, gwirhenvel, « ar Bleveg », pe « mab ar Bleveg », ger deveret eus *monga, hen-iweroneg mong, hen-vrezoneg mong(ou), kembraeg mwng « moue ». Kenveria al les-ano « marc’heger blevek ar mor » graet eus Manannan mac Lir en danevell iwerzonek anvet Serglige Conculain ocus oen-et Emire « ar c’hlenved a lakeas Cuchulain war e wele, hag eun-oaz Emer », D’Arbois, Epopée celtique, p. 213.
  4. Rev. celt. 1907, p. 362.
  5. Iwerzoneg nertmar, kembraeg nerthfawr « nerzek, krenv ».
  6. Kenveria bag Manannan mac Lir, Joyce, Old Celtic Romances, trede mouladur, London, 1907, p. 60 ha pajennou da heul.