Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/61

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —

d’o zad, e tiskennas mibien Iberos red ar Rotanos [1]. Degouezout a rejont e-tal an aber anezan, el lec’h m’en em rann ar stêr e meur a naoz evit mont da zinaoui he dour e mor ar C’hreisteiz dre seiz genou. Eno e savjont emgann ouz mibien Libus, ma voe red d’ar re-man en em repui war o bagou [2]. Treiza mor a eure mibien Libus ha diskenn war aod an Afrik : diwarno eo an ano a vez graet eus ar vro-ze gand ar C’hresianed. Evit mibien Iberos, astenn o domani a rejont war holl rann-vervent ar bed beteg ar mor-Bras. E koun d’o zad eo e voe anvet ganto Iberos penna stêr ar vro-ze.


Rouantelez-Roudon [3].


Miret eo bet e danevellou ar Gelted envor ar rouantelez c’halloudek a oa gwechall war an aod-ze eus ar mor-Bras. Piou n’en deus ket klevet ano a Roudon na anaveze ket ar maro ar roueed anezi ? Eno edo en e sav ar menez holl-vrudet anvet Argantonion [4]. Uhela kribenn ar bed-holl ez oa-hen. Ar c’henta eus meneziou ar bed e tegemere bannou an heol o sevel, an diweza-holl e tameuc’he ar skleur anezan o vont da guz.

Hogen, mar o deus an holl klevet brud a Roudon, gant he menez lugernus hag he roueed divarvel, dibaot hini a zo, avat, hag a ziskredfe ez eo aroueziet gand an ano-ze diou

  1. *Rotanos pe *Rodanos « Rhône ». Rodanos a zo ouspenn hen-ano : 1° ar Ron pe Ren, adstêr ar « Mosella » ; 2° ar Rône, adstêr ar Sarthe ; 3° eur stêrig eus departamant al Lot ; 4° ar Rodano, adstêr ar Cristolo, adstêr ar Pô, en Itali ; 5° an Tavignano, en enez Kors, D’Arbois, Premiers habitants, II, pp. 124-30.
  2. Kenveria Plinius, III, 33.
  3. Kenveria « the kingdom of Roy » (Ruaidh) er marvailh a Vro-Skoz anvet Gille nan Cochla-Craicinn « the Lad of the Skin-Coverings », Macdougall, Folk and Hero Tales, pp. 35, 49, 270 (Waifs and Strays of Celtic Tradition, Argyllshire Series N° III).
  4. D’Arbois, Premiers Habitants, eil mouladur, I, p. 381-382. Kenveria Anthr. 1922, pp. 279-80.