Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/54

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —

bleo melen-aour, poka d’ezi hag he faka en he mantell wenn. War eur savenn, er-maez a ziraez ar mor, e kleuzas Sukatus ar bez. Enni e voe diskennet korf Suaduilla. War an dremm hag an askre anezi e taoljont an holl vleuniou a helljont dastum. He feurgoloï a rejont a varrou ivin [1] ha bernia douar war c’horre. Du-hont, eta, war glann an dour nevez, eo e savjont krug-bez Suaduilla, merc’h Sammonos. Nemet bloaveziou ha kantvedou o deus redet abaoe ha hizio ar bez-se n’eus ken anezan. Dizac’het eo bet ar c’hrug gand an tonnou o ledanaat bemdez ar striz-mor, freuzet ar bez ha skignet ar relegou, hag eman ar mor oc’h en em astenn e lec’h ar pradou hag ar c’hoadou.

Savet ganto ar c'hrug war ar bez, e prederias ar veleta goulïou Sukatus, hag e vamas mab Momoros ouz dremm ha ment ar plac’h yaouank.

« Pe ano out-te, vimpi ? emezan.

— Segoruna [2], merc’h Assedomaros [3], eus ar vro-Wenn, eme ar plac’h yaouank.

— Klevet em eus brud ac’hanout », eme Sukatus.

Hag ec’h adstagas :

« Bez va fried.

— Laouen ganen », emezi,

He dourn a lakeas e dourn ar c’hadour. Degaset e voe

  1. Diwar-benn an hen-voaz-se miret gwechall e Breiz-Veur, sellout C. A. Johns, The forest-trees of Britain (8vet mouladur, London, 1899), p. 342. A-zivout ar c’hiz da c’holei ar c’horf er bez gand eun trouc’had geot glas, E. Salin, le cimetière barbare de Lézeville, Paris, 1922, apud Rev. arch. 1922, I, pp. 187-8.
  2. Segoruna « rin an trec’h » ? Kenveria evid ar geriou hag an erea anezo ar skandinaveg sigrunar « runou an trec’h ». Eus ar c’heltieg hag ar germaneg ar ger runa a zo tremenet er finneg, o talvezout, aet da runo, kement ha « kan » hag o c’henel ar ger deveret runoia « kaner, barz ». Ar c’heltieg runa, deut en iwerzoneg da run, er brezoneg-krenn da rin « nerz, tra guz » a gaver en anoiou-tud keltiek all war an douar-Bras. Enskrivaduriou Fundao (Portugal), engravet er marevez kelt-ha-roman gant Tonkios, mab Tonketamos, a zo anezan eur skrid-gouestla d’an doueez Trebaruna « rin an drev (da lavarout eo « an ti » pe « ar gêriadenn ») », Rev. celt. 1896, p. 110-111.
  3. « Goaf Bras » pe « Bras evel eur goaf », Rhys, Celtic Britain (5vet mouladur), p. 279-80 ; pe « Brôad Bras », « Amezeg Bras » (Ad-sedos) ? D’Arbois, Noms Gaulois, p. 193.