Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/40

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —

mil ilinad uhelder a-us da zouriou ar mor nesa, er rec’hier a sav a-zioc’h oabl ar c'houmoul, louc’hadur kregin-mor hag i peur-henvel ouz ar c’hregin a guntuilher en aod ar mor-Bras. Er Vinolandon ivez, er c’hreisteiz d’an Tauros em eus gwelet eun abardaez en eun draonienn, douarou enni nevez-disac’het gand ar glaoeier, eskern ramzel ha skilfou bras-meurbet. War an taol, diouz a zezrevelle tud ar vro, e kredas d’in ez oa ze relegou ramzed ha brezelourien an Hen-amzer. Nemet, diwezatoc’h en Afrik, degouezet ganen gwelout korf-eskern eun olifant en e bez, ez anavezis ez oa a ouenn gand an olifanted an eskern-loened am boa gwelet er Vinolandon. Hogen, aba ez eus koun, ne deus ket a olifanted er vro-ze [1].


Al lidou da genver deiz-ha-bloaz maro Belos, mab Liros hag Anatla.


Goueliet e vez en hon amzer deiz-ha-bloaz maro Belos, e lec’hiennou-zo eus arvor Keltia, dre lidou sakr, ma pellaer diouto, neket hepken an dud a vuhez fall, hogen ouspenn an holl dud a izel-stad, an diavêzidi hag ar sklaved,

  1. Diwar-benn « beredadou olifanted » an Itali, gwelout L. Figuier, la Terre avant le Déluge, pevare mouladur, Paris, 1864, p. 348. Eskern hen-olifanted an Europ sellet outo evel eskern ramzed gant Henamzeriz, hevelep levr, p. 334-5. E Manuel Déchelette, I, pp. 48-52, e vezo kavet kelenn a-zivout ar gouennou olifanted a veve en Europ e diwez an trihoalad hag e derou ar pevarhoalad : olifant amerikan pe olifant an Ohio (Mastodon), hen-olifant (Elephas antiquus), olifant kreisteizel (E. meridionalis), olifant hir-vlevek (E. primigenius). Gouennou frikorneged a zo bet kavet an eskern anezo a-gevret gant relegou an olifanted-ze : frikorneg etrusk (Rhinoceros etruscus), frikorneg Merek (R. Merckii), frikorneg hir-vlevek pe frikorneg fri-speurennek (R. trichorhinus). An dourvarc’h (hippopotamus major) a oa o veva ivez en Europ d’ar c’houlz-se. Diwar-benn an olifant hir-vlevek hag ar frikorneg fri-speurennek, sellout ouz Henry Fairfield Osborn, l’Origine et l’Evolution de la Vie, troïdigez c’hallek gant Sartiaux, Paris, 1921, p. 248, skeudennou 124-5 ; diwar-benn ar skeudennidigez anezo gant hemolc’herien c’houez hen-varevez ar maen, S. Reinach, Répertoire de l’art quaternaire, 1918, pp. 58, 69-72, 81, 137, 164-5, hag all.