Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 117 —
ziframm ar grouadurien diouz kof o mamm d’o mouga [1].
Evit Donnotarvos, mab Donnotarvos, e vanas bepred gant mibien Vanos. E bried a zibabas a-douez merc’hed ar Seiz-bagad hag e voe war o lerc’h eur stank a lignez. Diwarni ez eo ar Veduled (Meduli) a vev etre ar Garumna hag ar mor er « pou » a anver diouto Medulikos [2]. Meduled all a zo e kevrenn reter Galia, e-harz an Alpou, hogen n’ouzon ket hag hen ez azc’houlenn ar re-ze an hevelep penn d’o gouenn.
- ↑ Kenveria boaz Kelted ar Vindelikia, Strabon, IV, 6, 8 ; Notennou diwar-benn ar Gelted koz, XI, p. 39.
- ↑ Pou « pagus » e krenn-vrezoneg. Pagus Medulicus a zo hizio ar Médoc, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 451.