Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/114

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —

welas o strafilh, ha ne rannas ger. Gorrekaat e jaoed en o redadenn diboellet ne reas ket. Ne ehanas ket war drevel ruz ar brezel. Nemet d’an abardaez-noz, pa zeuas Brannos ha Bledios [1] da zerc’hel e lec’h e maez ar stourm, en eur bellaat e lavaras d’an daou grennard :

« Piou eo an dud a vev er c’hompezennou-man ? Tud gaouiad, ganas, dizeeun, lezirek ha kriz ! Ne c’hounezont ket douar. Atao e vezont o kantreal, oc’h en em skigna a-zehou hag a-gleiz war zouarou ar poblou all [2]. O eostou a laeront digand an arerien, o biou digand ar vesaerien. Diframma a reont ar merc’hed diouz o mamm, ar vugale diouz o c’herent. Ar vicherourien a ereont ouz o c’hezeg, evid o c’has ganto da sklaved. Dismegans, mac’herez, dienez a gerz war o lerc’h dre ma 'z eont… O gwad a skuilhan, o chorfou a strewan, o fennou a vernian a dalvezo da rummadou nevet an Hanternoz eun niver a vloaveziou sioul, gounidus, eürus. E-keit-se ne savo nep harz ouz labour sakr an daouzek doue (doueed ar miziou [3] : ar c’heuneuta, ar skidi, an arat, an ogedi, an hada, ar c’hreski trevadou, an digeri bleuniou, an azvi frouez, ar medi, ar c’huntuilh, ar goro, an touza kreon. Neb astal d’al labour dudius ha santel a ra er maeziou Manos,

  1. Ar malvran hag ar bleiz, arc’houereed an tachennou-brezel.
  2. A-zivout argadadegou ar Skuthed, De Morgan, Premières Civilisations, pp. 367-70. Evit pez a zell dre vras ouz argadadegou ar pobladou kantreerien war douarou an arerien, ibid. p. 259 (preizidigez an Ejipt gand ar Bastored) ; Moret-Davy, Des Clans aux Empires, passim ; Dussaud, les Arabes en Syrie avant l’Islam, 1907, pp. 2-23 ; Cahun, Introduction à l’histoire de l’Asie, 1896, passim ; D’Ollone, la Chine novatrice et guerrière, 1906, pp. 14-6, ha passim ; les Derniers Barbares, 1911. pp. 272-6. — Prizonidi stlejet a-ere ouz lost kezeg, Mayne-Reid, les Peuples étranges, seizvet mouladur, Paris, 1884, p. 208-11. Taolennadou skrijus eus an dismantrou hag ar c’hanvou degaset gand argadadegou ar pobladou kantreerien a gavor en tri mell romant brezel savet gand ar skrivanier poloniad brudet Herri Sienkiewicz : Par le Fer et par le Feu (troïdigez c’hallek, Paris, 1901), le Déluge (1902), Messire Wolodowski (1902). Lenn ivez L. Cahun, la Bannière bleue t,rede mouladur, 1895 ; Hassan le Janissaire (A. Colin, s. a.)
  3. Diwar-benn daouzek doue ar miziou, Loth, l’Année celtique, p. 12 (ibid. Rev. celt. XXV, p. 124) ; Lefèvre, Germains et Slaves, 1903, pp. 232-3. Diwar-benn doueed deiziou ar sizun (?), Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 163, not. 2.