Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/101

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 101 —

peb ermaeziadenn : dek-ugent, unnek-ugent, daouzek-ugent, trizek-ugent, pevarzek-ugent, pemzek-ugent, c’houezek-ugent, seitek-ugent, triouec’h-ugent. E trede trederenn an nozvez e rejont nao ermaeziadenn c’hoaz hag e lazas pep-hini da beb ermaeziadenn an niver-man a enebourien : naontek-ugent, pevar-c’hant, pevar-c’hant ugent, pevar-c’hant daou-ugent, pevar-c’hant tri-ugent, pevar-c’hant pevar-ugent, pemp-kant, pemp-kant ugent, pemp-kant daou-ugent.

War-dro eil trederenn an nozvez ar gred-brezel a entane Esus ha Kernunnos o lakeas ken tomm ha ker gwrezus ha regez. Henvel ouz eur pez houarn tomm ruz-gwad e skedas ar c’horf, an izili hag an dremm anezo, ha ruz-moug ez eas o armou-houarn [1] hag e strinkas gwrac’hennou-tan eus beg o goafiou, o c’hlezeier hag o c’hontellou. Neuze eo en em skeudennas, lugernus eur sebez ! war divrec’h, brennid ha diou vorzed an daou gadour kelc’hennou ha kroaziou peder-deliennek [2]. War-dro trede trederenn an nozvez e steuzias a-nebeudou an aroueziou sakr, ha ne voe ket hepken kevrennou eus o c’horfou, hogen o c’horfou a-bez hag o izili a wiskas kannded vezevennus houarn war deuzi. A-zioc’h tal Kernunnos e paras, divent ha taer, kerniel an trec’h [3].

Ker gwrezus e teuas ar gor a-ziwar an daou gadour ma entanas muriou ha tôenn an ti m’edont e-barz. Hag i oc’h en em zerc’hel koulskoude war greiz al leur-di, e-tal ar mein-oaled ha ker pell ha ma c’hellent diouz ar mogeriou prenn hag an dôenn-soul. Aner avat d’ezo evesaat rak, kent pell, e kroge an tan en ti a-bez en-dro hag a-us d’ezo. Douget e voe gand an avel elvennou ha fulennou-tan war dôenn ti-meur Medua a voe entanet d’e dro. Heb-dale an ti-ze, graet a gefiou pin hag ivin, ne voe ken anezan nemed eur c’hora-

  1. Kamm-amzeria n’eo ken aman an diskuilha eus armou an daou gadour. O veza ma tispleger en danevell darvoudou c’hoarvezet en eilvet milved kent H. S. e tlee an armou beza kouevr pe arem.
  2. S. Reinach, Bronzes figurés de la Gaule romaine, skeudennou 144-9, 165, 167, pajennou 171, 181, 184.
  3. Kenveria D’Arbois, les Celtes, p. 60, ha sellout ouz Loth, Rev. celt. 1909, p. 285.