Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/81

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —

« Tankorix[1] n’eo aman nemet eur rouanez digurunennet, eur rouanez dindan dec’h ha lakaet an hu warni hag o redek diarzao bagadou bleizi war he lerc’h.

« Merc’h Sedos[2] n’he deus ket a zifennourien er bed. N’eus nemed ar re zinerz a gement o dije koun eus hec’h ano, ha c’hoaz hepken e-keit ha ma vezont dinerz.

« Etre Azia hag Europa em eus gwelet ti-meur Mestr ar Bed. Eur menez eo, kleuz, moal, divent, kanvaouüs da welout. Pennou maro war e c’horre, pennou maro en e ziabarz, pennou maro ouz toull e zorojou, peb a benn maro war ar peuliou eus ar c’harz tro-dro.

« Di em eus gwelet Mestr ar Bed o tont d’e bred. Eun doue dall eo, mantrus e nerz. Klopennou ar c’hibou-eva anezan, ha gwad enno da evadur. Eskern e ziskou, ha da voued warno kig mab-den. Kroc’hen tud lazet an douzier war e daol. Êrevent war e dro oc’h ober da vevelien, êrevent o ren e daoliou en emgann !

« Heman n’eo ket eur bed ma c’hallfe an den gwenn beva ennan dibreder, distourm ha dilabour. Ec’hoaza e-tal ar buoc’henned, pleza bleuniou gand ar merc’hed, kana, telenna, mellat war ar c’hlazenn, evneta er c’hoadou, kement-se ne zere ket...

« Beza mat n’eo ket a-walc’h, red eo beza eveziek. Beza eveziek n’eo ket a-walc’h, red eo beza nerzek. Hogen, n’eus ket a nerz hep gouiziegez. N’eus ket a ouiziegez hep klask na poellad.

« N’eo ket a-walc’h beza gouiziek, ha nerzek hag armet-mat hag atao war evez, ober ged noz-deiz e pep toull-ode, e pep roudour, e pep porz-mor, e-tal pep marc’had, war ribl an henchou hag ar gwenodennou, e lein ar c’hrec’hiou hag ar begou-douar, war glann ar plegiou-mor :

« Neb na argad a vo argadet. Neb na c’hourdrec’h a vo gourdrec’het. Neb na gresk ket a vo krennet. Neb na laz ket a vo lazet...

« Setu ar gentel a gan ar bed, o drouiz ».

An drouiz a lavaras :

  1. « Rouanez ar peoc’h ». Kenveria ar c’hembraeg tanc « peoc’h. »
  2. Kembraeg hedd « peoc’h, sioulded ».