Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —
Enezennou mor ar C’hreisteiz.
« E mor ar C’hreisteiz[1] ez eus enezennou ha na vez ket a c’hoanv enno. Ker klouar da beb amzer an temz-hin anezo ma vev an dud ez noaz[2] ha ma kouskont e-pad an noz emaez o zïez dindan ar stered hag an amzer. Ker puilh ar frouez en enezennou-ze ma vez a-walc’h anezo da vaga an dud ; poan ken d’ar re-man nemed o c’huntuilh[3]. N’eus na loen fero da stourm outo, na enebour da zizarbenn. N’o devez ken preder an enezidi nemet c’hoari ha dihuedi o amzer. Kurunennou plunv en o fenn, garlanteziou bleunv en o c’herc’hen ez a ganto an holl zervez da gana ha da gorolli ouz son al lourenn hag ar fleütou[4].
Bro ar Re-zu.
« En tu-hont da vor ar C’hreisteiz ha da zouar an Impalaerdedou en em astenn gouelec’hiou dizour ha garo. Eno e
- ↑ Ar mor Kreizdouarek.
- ↑ Dussaud, Civilisations préhelléniques, eil mouladur, pp. 60, 68. Kenveria A. J. Reinach, l’Egypte préhistorique (Paris, 1908), pp. 24-6.
- ↑ Demolins, Comment la route crée le type social, I, p. 293 ; II, pp. 286-308.
- ↑ Diwar-benn kabellou plunv enezidi ar mor Kreizdouarek en eilvet milved kent H. S., A. J. Reinach, le disque de Phaistos et les Peuples de la Mer (Paris, 1910), skeudennou 1, 4-8, 22 ha pajennou 20-8 (tennet diwar ar Rev. arch. 1910, I, pp. 1-65) ; Dussaud, op. cit. taolenn-skeudenn IV ha pp. 72, 446. Henvel ez oa ar c’habellou-ze ouz ar re a veze gwisket gwechall gand Indianed an Amerik. — Korolli ouz son al lourenn, Dussaud, p. 576, sk. 281.