Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/59

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —

lourez-veur. He bouc’hal a zalche gant he dourn kleiz, he brec’h zehou savet er vann, tro outan palv he dourn digor[1]. A-dreuz d’ar vorenn ha d’an enebourien ez oa deut betek di d’e genbrezek. Ker gell ha klor-kistin, ker rodellek ha kreon danvad he bleo en he fenn. Nemet o doa an dremm hag ar c’herc’hen anezi gwennded ha damruzded tener bleun an avalenn hag ar gerezenn. Ha gand ar berv diwar an emgann he doa renet hag ar redadenn edo o paouez ober, edo ruziet-holl ha flamm-skedus he dioujod. Vindosêtlos a zouaras hag an doueez, o lezel da goueza d’an douar he bouc’hal hag he skoued, a daolas he diouvrec’h a-vriad en e gerc’hen hag a bokas d’ezan.

« Garo, emezi, an emgann hon eus ranket embreger evidout. Keuz n’em eus ket d’am foan avat ! Rak ma ’z out-te karusa paotr am eus gwelet biskoaz. Ma n’em bije ket eur pried a garan, te eo a gemerfen. Hogen eur verc’h dizemez am eus, ha hi kaeroc’h egedoun. Kadarn ha krenv, habask ha sentek ez eo-hi ; kenoad eo ganez ha d’it e vezo, mar kiri, o Tekos. »


Ar morvil euzik[2].


Vindosêtlos a adstagas gand e verdeadenn. Eur vougeo a welas dirazan m’en en golle ar stêr e-barz. A-us d’ar vougeo krouzell eur grec’hienn digoad. O valegi war zaou dor ar grec’hienn a-zehou hag a-gleiz, diou roc’hell gourlufr ha kelc’hiek a lugerne evel strink. Klota a rae ar meneziou diouz an daou du ouz ar grec’hienn ken n’oa etrezo tremen ebet na war an dourn dehou na war an dourn kleiz. Ar stêr a-bez a yae er vougeo. Ha Vindosêtlos e-barz ivez da heul ar ster ! Rak-tal en a-drenv d’ezan setu en em gloz, en eur drouzal, toull-dor ar vougeo, hag hen e-kreiz an deva tenvalijenn.

Ar pez a gave d’ezan ez oa eur vougeo n’oa netra ken nemet geol eun euzadenn a vorvil en em lakaet el lec’h-ze,

  1. Da arouezia peoc’h ? Kenveria Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, III, eil mouladur, p. 60.
  2. Kenveria Naville, pp. 85-6.