Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/38

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

« Eur paotr en dije a-vreman tennet e zaouarn da sellout ouzimp. Eur plac’h n’eo ken hon eus paket aze, va c’hoarezed. » Hag holl o tirolla da c’hoarzin goap ha d’ober al lu gand ar paotr yaouank. Heman a voe gwall-anwazet. Pa weljont n’hellent, na dre het na dre heg, tenna tra digantan, e paouezjont war o hegaserez. Leunia d’ezan e bicher a rejont ha mont unan d’e ambroug da wrimenn ar c’hoad.

Vindosêtlos a gerzas betek Moridunon, skanv e bicheradig en e zourn krenv, pounner, avat, e galon ha morennet-holl e ene a c’hlac’har. Tenn d’ezan distaga e dreid diouz an douar ! O tigouezout e welas Velia en he sav ouz dor an ti-forn. Distrei diwar e hent a reas da dremen dre he c’hichen. E benn a lakeas en he brennid[1], ha Velia, o tivoucha a-ziwar e dal gant he dourn e rodelladou bleo-melen, a bokas d’ezan tener. Steuziet neuze e vorennad enkrez, sardik-holl ez eas an den yaouank daved e dad-mager.

  1. An dro-ze a gemered en Iwerzon evit diskouez azaouez ha karantez, Joyce, II, p. 490. An troiou-saludi all, e-touez Kelted Iwerzon, ez oa : — 1° sevel ha menel war-zav pa zigoueze eun den enorus ; — 2° sevel ar glin pe ar vorzed p’edod azezet ; eur merk azaouez hennez ha n’oa ket kerkouls ha sevel en e sav ; — 3° rei eur pok, pe peurliesa tri a bokou, war ar jod ; — 4° pennlina pe daoulina.