Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —
Kelennerien Vindosêtlos.
Setu aman anoiou kelennerien Vindosêtlos en enez Abalos. Brigia, merc’h da Vissurix, a gelennas anezan war labourat ar metalou hag ar pri ; diski a reas d’ezan ober gant rod ar bouderien-bri[1]. Ar c’hanerez, ar sonerez hag ar werzaouerez a zeskas d’ezan ouspenn. Eur varzenn a blac’h ez oa ar Brigia-ze, pa ’z oa-hi ker gouiziek, ken helavar, ker speredek, ker poellek hag he zad. Par ez oa d’ezan e pep tra.
Pevar mab Vissurix a rôas skoazell ivez da gelenn penn-advab o zad. Anezo holl paotred yaouank ker gouiziek ha ma’z oant kaer ha karadek ! Ar c’henta, a raed anezan Kintus, e gelennas war an hemolc’herez, ar pesketerez hag ar predererez ouz ar chatal bras pe vunut. An eil, anvet
- ↑ Ar Gelted ne weler ket o dije anavezet an turgn abarz ar Vvet kantved kent H. S., Déchelette, Manuel, II, 3vet kevrenn, p. 1458. E-touez ar C’hresianed an turgn, a greded ez oa bet ijinet gant Talos, a raed anezan tornos hag ez eo bet lakaet ar ger-ze e-kenver gand an ano-den Turnus hag al lituaneg tarnas « mevel », Rev. celt. 1899, p. 111.