Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/22

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

dad nag e vamm n’o doa goulennet digantan klask o zrec’hi. Kement-man hepmuiken o doa lavaret d’ezan : klask mont war wellaat a-zeiz-da-zeiz, ober bemdez gwell eged en derc’hent[1]. Velia, bep beure, a aoze daouzek gwastell graet a vleud gwiniz, koavon, amann ha mel, evid an daouzek gwaregerig. Kement bugel ma talveze e zeveziad-gwaregata war hini an derc’hent en doa gwir da gaout e rann-wastell. An neb, avat, na oa aet tamm war wellaat a ranke dioueri : paotr-karr Vissurix eo a zebre ar wastell en e lec’h.

Deut da benn e gelennidigez, Vindosêtlos, pa guiteas Abalos da zistrei war an douar-bras, a oa kerkouls banner-goaf ha Gaisomaros, ken ampart gwareger ha Nodons Lamargentios. Hag evit ruilha ar c’helc’h, n’en dije ket ar Stlaper-Rod e-unan gallet ober gwell[2].

  1. En eun tu eman doueed ar Sketla gant gwella kelennerien hon amzer-vreman evit pellaat diouz ar re a venn brouda ar bugel d’al labour dre ar c’hendamouez hag ar genstrivadeg. Fall eo ar stumm-ober-ze pa garfe harpa ar gwellaat war ar genwarizi ha neket war vouez an dlead. Dre-ze e tenn da astenn ha da grenvaat an daou bleg falla eus kalon mab-den : ar pleg da erezi ha da geveza ar re-all. Gwelout war ze menoziou reiz-tre renerien skol Abbotsholme (Breiz-Veur) ha Sant-Paol (Stadou-Unanet) e levr Demolins, A quoi tient la supériorité (sociale) des Anglo-Saxons, p. 66-7.
  2. Eun doue dianat eo Gaisomaros (Rev. celt. 1912, p, 371) d’ezan ano keltiek ar goaf-bann (gaison) da genta kevrenn e ano. Diwar-benn an doue a stlap ar Rod hag hel laka da drei, sellout Bertrand, Religion des Gaulois, p. 368. Diwar-benn Nodons (deut e brezoneg da Nuz, e kembraeg Nudd ha Ludd, en iwerzoneg Nuada), sellout Rhys, Celtic Heathendom, pp. 125-31. Ne ziskouez Nuz e neb lec’h beza gwareger. Digemeret en deus, avat, A. J. Reinach da wir a-walc’h (Anthropologie, 1909, p. 63, notenn 1) e teue d’ezan e lesano Lao-arc’hant, Llaw-Ereint, Argat-lam, eus ar vaneg a wiske an hen-waregerien. An doue Thor a wiske eur vaneg arem da embreger e vorzol ; arc’hant e vije bet hini Nuz (contra Hubert, Rev. celt. 1913, p. 3). Dre e verc’h, Nuz en deus d’ober gant kala-Mae (Celtic Heathendom, pp. 561-3), hag ouspenn dre ar walenn anvet Marc’h Malaen (p. 607). War ar maez, en Alamagn, da ouel Yann ha da oueliou ar medi, roue Mae a vez graet anezan « roue ar waregerien » (Anthr. 1909, p. 264, not. 10). E Bro-Zaoz, paeron ar waregerien hag an hemolc’herien, Robin Hood, eo ar roue Mae gand ar Maid Marian da rouanez, hag an daou zen-ze a gaver, er Grenn-amzer, e kredennou gwalarn Bro-C’hall dindan an anoiou a Robin ha Marion (ibid. p. 76). Kement-se a ziskouezfe ez oa gant hen-boblou gwalarn an Europ eun doue gwareger, hag hen keneilet da gala-Mae.