Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —

diziwez. Diouz klevout o c’hoarzadeg e vije bet diaes lavarout pe ar vamm pe ar bugel a voure ar muia. Ha beza Velia koz-koz ! Ouspenn kant tregontvedad bloaziou he doa gwelet o tremen war c’horre ar bed. Hounnez, avat, eo dreistelez an doueed : ne gosaont nepred, nag a gorf, nag a galon, nag a spered.

Pa veze ar bugel war veza skuiz gand ar c’hoari, ez ae an doueez war c’houen he c’hein hag e rae d’ezan lammat etre he daouarn. Kaerat tra gwelout Velia en he gourvez, he dremm livrin e-kreiz he bleo alaouret diskoulm, o sevel a-us d’ezi he mabig ! Karantezusa anoiou a rae anezan, hag hen a astenne e zaouarnigou daveti. Neuze e save trumm en he c’hoazez, e starde anezan etre he divrec’h hag e rôe tro d’ar pokouïgou, d’an allazigou hep ehan. O diou galon, broudet gand ar garantez, a lamme an eil daved eben ha, pa n’oant ket evit keja en unan, o daouarn, o dremm, o diweuz eo en em unane. Ar bugel a souche e brennidenn glouar ha kunv Velia evel en eun neizig, hag a-wechou e vane kousket eno o selaou marvailhou diganti. Pokat a rae an doueez d’e valvennou klos, hag i henvel ouz deliouïgou eur rozenn, hag e floure ar pennadig bleo rodellek, moan ha skanv evel neudennouïgou aour. A-wechou ivez ar bugel, goude diskuiza, a adkroge gand ar c’hoari, ha ne baoueze nemet da ziskar ar Rod. Pa veze al lusenn-noz o teraoui sevel e gwrimenn ar c’hoad hag er prajeier, p’en em zastume ar brini er gwez en eur goagal, neuze e kemere an doueez ar bugel en eil dourn, ar c’hroc’hen arz en dourn all, hag e luske da zistrei d’ar gêr.