Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/14

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

Ar c’hrouadur
Ganet gant Kamula,
Ar mab engehentet
Gand an den hael Kintus !


— A zo mat, eme Velia. Hogen, hep gouzout d’e gerent eo e voe kemeret ar bugel gant Kênos neizeur. Dre laer ez eas en o zi, didrouz-kaer, hep ranna ger ouz hini, hep dihuni den. Mat e ve kemenn da Gamula eman he mab yac’h ha salo etre daouarn tud vat.

— Hag e ve ! eme an doue.

E Kintuialos, e logell ar roue, n’oa ken nemed ar vamm yaouank, beuzet en he daerou, pa zigouezas eus Abalos kannad Vissurix, da lavarout eo an hena eus e advibien, Vebrullos, mab Vebro[1]. Kamula a glevas al leuriad broen o straka dindan treid ar c’hannad, e zourn o steki d’he skoaz, e vizied o sacha war he bleo melen. Neuze, distoûet ganti he fenn, e welas en he c’hichen eur c’hrennard na anaveze ket. Heman a oa gantan en e gerc’hen eun doneg verr lïen gwenn bevennet a limestra a oa stardet en e zargreiz dre eur gouriz a liou gand an doneg. Noaz ez oa e ziouhar hag e zivrec’h ; melen-bleun-balan ez oa e vleo en e benn, gwenn-bleun-spern e groc’hen ha glas-glizin kreizig e lagad. Karadek e tiskoueze beza hag e skede e zaoulagad evel daoulagad eun naerig endra ma c’hoarze outi. Lavarout a reas n’he doa ket abeg d’en em drechala, ez oa yac’h he mab hag hen etre daouarn mat hag ez adgwelje anezan eun deiz da zont.

« Kênos eo, eme ar c’hrennard, en deus lemet da vab, ha kement-se n’en deus graet nemet war c’hourc’hemenn Bodiakos[2] a venn m’en defe ar bugel ar gelennadurez a rôer da vugale an doueed. Moarvat, mennadou-meur en deus savet an Tad war da vab, o Kamula. »

  1. Kenveria ar ger kembraek gwefr « goularz », Loth, Rev. arch. 1921, p. 118-9.
  2. « An Trec’hour », lesano Belios el levr-man eus ar Sketla. Bodiakos (diwar bodi- « trec’h, gounid ») a zo deut da bûadach en iwerzoneg. Cf. Rhys, Celtic Heathendom, p. 678.