Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/12

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

Deut-mat ra vezo an ostiziad
A zo digouezet hizio,
Ar c’hrouadur
Ganet gant Kamula,
Ar mab engehentet
Gand an den hael Kintus.

Meuleudi d’ar re
O deus sevenet piz
E-kenver ar bugel-man
Holl lidou ar c’hanedigez :
Da goll ne day ket o foan,
D’ar bugel e talvezo !

Debret en deus an aval :
Ne vo digantan ger dizereat
Nag ouz den nag ouz loen[1].
Poket en deus d’ar c’hleze :
Bez’ e vezo eur c’hadour kadarn[2].
E dreid en deus stoket
Ouz brennid e dad :
Finvez mat en devezo[3].

Dibabet adalek kof e vamm
Gant Tad ar Ouenn
Da guzulier holl-boellek
D’e ziskennidi,
Da rener peur-spis-weler
D’e vibien ha d’e verc’hed,

  1. Ar boaz da rei da zibri d’ar bugel nevez-c’hanet eun aval poaz d’e lakaat da zont seven ha dilontek n’eo testeniekaet nemed er Grenn-amzer hag e Bro-C’hall, Rev. arch. 1914, p. 276.
  2. Hervez Solinus (IIIvet kantved goude H. S.) e kinnig an Iwerzoniadezed d’o bugale nevez-c’hanet o c’henta paskadur war veg eur c’hleze, evel evid o gouestla da zoue ar brezel. Cf. Joyce, Social History, I, p. 72 ; A. de Préville, les Sociétés africaines, leur origine, leur évolution, leur avenir (Paris, 1894), p. 26.
  3. Eur boaz testeniekaet e Bro-C’hall hepken hag er Grenn-amzer, Rev. arch. 1914, p. 277.