Hag hen treiza ar mor a-denn-askell ha diskenn en enez Abalos. Didud edo Abalos d’an amzer-ze, hep ken hentadur nemed an doueed. War an aod anezi en doa savet Moritasgos eur c’hrenvlec’h bras anvet Moridunon. Ha setu pe neuz a oa d’ar c’hrenvlec’h : eur voger-dro vras kelc’hiek gwennet gant raz[1] hag, en diabarz anezi, eun niver kloziou o terc’hel peb a di-annez gand an adtïez anezan [2]. Er c’hloz ma veve Vissurix [3] ha Velia [4] eo e voe digaset ar mabig gant Kênos. Anat-spis eo kement-se diouz ar peder gwerzenn-man diwar Gweledigez Samala :
« Vindosêtlos a zo bet savet en eur geoded illur, froudou-mor en he zro ; maget eo bet gand ar wella doueez, kelennet gand ar gouizieka doue. »
Kerkent ha stoket e dreid da zouar an enezenn en doa Kênos distaolet a-ziwar e gerc’hen e bourc’h a c’houibon
- ↑ Joyce, Social History of Ancient Ireland, II, p. 63. Kenveria Vindokladia « ar c’hleuziou gwenn », kêr a Vreiz-Veur er marevez kelt-ha-roman, Loth, Chrest. bret. p. 37. Moritasgos a zo eun doue henvelekaet ouz Apollo, e Galia, d’an hevelep koulz, Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 304. Diwar-benn Moridunon, sellout ouz Rhys, Celtic Heathendom, p. 160. Abalos a zo breman Heligoland an ano anezi.
- ↑ En Iwerzon ar c’hae-tro savet e douar, (lis pe rath), a veze en e ziabarz eun ti-annez, kelc’hiek peurliesa hag an adtïez anezan, anezo kel lïes a savadennou distag : 1) eur gegin (kelc’hiek) ; — 2) eur fourn (kelc’hiek) ; — 3) eur c’hraou-denved (kelc’hiek) ; — 4) eur c’hraou-moc’h (kelc’hiek) ; — 5) eur c’hraou-leueou (pevar-c’hognek) ; 6) eur c’hardi (pevar-c’hognek). Ar buoc’henned hag an oc’hen a oa evito eur c’hloz d’ezo o-unan hag hen eur pennad diouz an ti-annez (Joyce, II, p. 40-2).
- ↑ « Roue ar Ouiziegez ». An hen-iwerzoneg fiss, fius, « gouiziegez » a c’houlenn en e raog eur ger keltiek *Vissu-, D’Arbois, Noms gaulois, pp. 16, 186. Visu-, gand eun s hepken, a zo anezan eur ger-all deut d’an iwerzoneg fiu, kembraeg gwiw « dellezek, dereat », brezoneg gwiou « seder, lirzin ». Kenveria ouz Vissurix al lesano a « Aotrou ar Ouiziegez-Veur » rôet en Iwerzon d’an doue Dagde, D’Arbois, Introduction a l’étude de la littérature celtique, p. 282-3.
- ↑ Iwerzoneg fele « onestiz, dereadegez, emzalc’h », kembraeg gwyledd, d’Arbois, Noms gaulois, p. 219.