Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/97

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 98 —

a-dreuz peurvanou ar reuniged, hep ken hentadur nemet gand an evned hir-askellek, rak-kannaded ar barradou-amzer. Lerc’h-ouz-lerc’h o doa o zri lestr roget gand o staon ruz tonnou tri mor : Vergivion, mor-meur taer ar C’huz-heol a beurvevenn ar bed, Ikton, ar mor eonus etre enez Albio ha Galia, Vebrulindon, ar mor goularzus, a zirann bro ar Goularz diouz enez Albio [1].

Kerkent hag en em gavet, e taoljont an eor dirag eun enezenn e-kreiz an aven ; dilestra enni kement a oa e-barz ganto a rejont, enaoui tan ha stleja o listri war ar sec’h da sellout ouz ar c’horf anezo ha d’ober eun aoza d’ezo diouz ma vije red.

An teir gwerc’hez o diouvoc’h ruz a rene bagad an Alc’houeder a oa da ano d’ezo, d’an hena Kadra, d’an eil Daga, ha d’ar yaouanka Derkeia [2]. Peb a vloaz n’oa ken etrezo, hag int ker skiantek ha ker skiantek, ker fur ha ker fur, ker kaer ha ker kaer. Dre ma ’z oant henvel e pep tra ha na drec’he ket kened an eil war gened peb-eben-all, dre m’oa enno kement ha kement a zudi, e raed anezo al lesano a « Kassiteras », da lavaret eo ker-kaer-ha-ker-kaer [3]. E-touez an holl verc’hed yaouank digaset eus ar Sav-heol

  1. Vergivios Okeanos (Ptolemaios). Likit e kemm an hen-Iwerzoneg fere « buanegez, kounnar » a zalc’h lec’h eur furm kosoc’h *verga (D’Arbois, Noms gaulois, p. 123) hag ar ger fairge, foirge « mor bras » a c’houlenn en e raog eur furm *vorgia (Rev. celt., 1907, p. 14). — *Ikton pe *Iktion a zo aet da Icht en iwerzoneg : Muir n-Icht « *Mare Ictium » a zo Mor Breiz-Veur (English Channel, Manche), Rhys, Celtic Britain (1908), p. 303-4. — *Vebrulindon n’eus ket meneg anezan e skridou an Hen-amzer. Ar wrizienn-c’her vebro-, kembraeg gwefr « goularz » a gaver e kalz a anoiou divoutin hen-geltiek, anoiou-tud hag anoiou-stêriou. Teir stêr eus an Thuringe, eun adstêr d’ar Roen (Rênos) etre Düsseldorf ha Deutz, teir stêr a Vreiz-Veur a veze graet Vebros anezo gwechall (Loth, Rev. archéol. 1921, p. 118-9 ; Rev. celt. 1920-21, p. 283).
  2. *Kadra, *Daga, furmou gwregel eus kadros, hen-vrezoneg kadr, krenn-vrezoneg kazr, brezoneg breman kaer, hag eus dagos, hen-iwerzoneg ha brezoneg dag, brezoneg breman da « mat ». Evit Derkeia, likit e kemm an iwerzoneg dere « lagad ».
  3. War an doareenn-geverata-ze sellout ouz d’Arbois, les Celtes depuis les temps les plus anciens, pp. 19-20, hag ouspenn Rhys, Early Britain, Celtic Britain, pevare mouladur (Londrez, 1908), p. 288.