Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/95

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —

Heol [1]. Uheloc’hik en hanternoz ez eus eun deirvet stêr, an Adrana ar Skaled, ez a an douriou anezi war-du ar c’huz-heol da ziraez mor ar Goularz [2]. An Adrana ar Skaled a reer anezi dre ma talvezas pell-amzer ar paludou war an daou ribl en he dibenn-red da repu da henvroïz, ar Skaled (Skali) bleo-du [3].

E lez ar frankizennou, war ribl ar gwaziou hag ar stêriou, e tevennou al lennou ha war lein ar begou-douar koadek oc’h ensouc’ha e-kreiz an doureier eo e savas mibien Vanos o logellou. Ha setu penaos e rejont. O veza e c’hoarveze eus ar bagad seiz mil a dïadou yaouank, tad, mamm hag eur bugel nevez-vet da bep-hini, ne rejod ket a dïez bras kilviziet-start, ezomm d’o sevel pilprennou mentek, amzer, labour ha strivadou a-leiz. Pep tïad a savas d’ezan e-unan gant prenn gwevn ha korz eul logig kelc’hiek diouz e vent hag e ezommou. Lem-laka e oa an dôenn warno, graet ma oa gant korzennou a wiskadou liammet-start ouz eur framm-prenn. Bemdez, pa bare an heol, aet he fried d’e labour, e lame pep gwreg yaouank an dôenn-ze da aveli al logig ha da rei hent da zont e pep korn da vannou glanaüs roue an Deiz. D’ar pardaez-noz ez adlakaent anezi, kent d’o c’heneiled vat dont en-dro d’ar gêr.

Ar re-man, kerkent ha peurzavet al logellou, a stagas da zifraosta an douar tro-dro, da hada, da ziskar gwez, da hemolc’hi, da besketa. Dre strolladou armet-mat ez ergerzjont ar vro pell en hanternoz, er c’hornog, er c’hreisteiz, d’hec’h anavezadenni ha da bellaat ar Skaled diouz o annezadou. Unan eus ar strolladou-ze, aet dounoc’h er c’hornog eged ar re-all, en em gavas gant ribl mor ar Goularz hag aber an aven a reer anezi Albis.

N’eo ket arvor ar Goularz ker kaer hag an arvor-Glas. Izel eo ha traezek, gwall-skubet alïes gand ar barradou-amzer ha

  1. Stura, hizio ar Stoer ; Dravinna, hizio an Trav, diou stêr eus ar Schleswig-Holstein. War an hen-anoiou-ze sellout ouz D’Arbois, Premiers habitants, II, pp. 145, 155.
  2. Adrana ne gaver ket e skridou an Hen-amzer. An Eyder eo, moarvat.
  3. Skali. War an ano-ze sellout ouz D’Arbois, Premiers habitants, II, pp. 343-344.