Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
KENTSKRID GANT VALERIUS KELTUS
————

An danevellou-man diwar-benn ganedigez hag oad kenta pobl ar Gelted a zo bet skrivet gwechall gant Segobranos, mab Segomaros, kadour brudet eus brôad al Lingoned [1]. O sevel a reas, evel m’hel lavar e-unan, diouz skouer Danevellou Herodotos, mab Luxès, hag ec’h anvas anezo er yez keltiek Sketla Segobrani. D’o skriva e reas gant lizerennou koz ar C’hresianed a oa boaziet, en amzer-ze, e-touez al Lingoned hag an Helveted [2]. Treset e voent gantan war vugenou gand al liou a denner eus ar varantia (gwrizienn-ruz). Diwezatoc’h, dindan an impalaer Tiberius, Caius Julius Iantumarus, a « Branodunum » [3], en deus o eil-skrivet e lizerennou latin ha war rollou papurus evit Banona, merc’h Namatianus, al Lingon. Hag, evel en hon deiziou ez eo aet

  1. War al Lingoned, Jullian, Histoire de la Gaule II, p. 524-525 ; H. Kiepert, Manuel de Géographie ancienne, trôet e galleg gant E. Ernault, Paris, 1887, p. 297. Sego-, iwerzoneg seg « nerz », goteg sigis « trec’h ». Branos, iwerzoneg bran « bran ». Segomaros, iwerzoneg seaghmhar « ijinek » ?
  2. War al lizerennou koz-se, Déchelette, Manuel II, 2vet kevrenn, p. 569, notenn 4, ha p. 570 ; Revue des Etudes aneiennes, 1912, pp. 283-284.
  3. Branodunum, furm latinaet evit Branodunon, a zo deut hizio da « Brandon » (Saône-et-Loire). War an ano-ze, D’Arbois, Recherches sur l’origine de la propriété foncière et des noms de lieux habités en France (période celtique et période romaine), Paris, 1890, p. 400. Iantumarus, furm latinaet evit Iantumaros, iwerzoneg etmar « gredek » ? Iantu-, iwerzoneg et « gred, kenoaz ». — Varantia, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 300, n. 5.