Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/50

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —

« Na ve ket e vefe en ho touez fistilherez, gevierez, hudurniez, dizeeunded, gwaskerez, diegi, pe zifreterez diboell ha diratoz ! Na ve ket e vefe etrezoc’h rendael, droug, gourvenn, droukrans, kasoni. Bezit dizaouzan rag ar maro, c’hoarzit d’an Ankou o tont. An Ankou (Ankevos) a zo kar ha breur d’eoc’h ; va mab hena eo-hen ha va c’hannad ; d’ar re gadarn e tigor hent ar Gwenva (Vindomagos). Grit stad d’ar vuoc’h a vag hor gouenn gant he laez, d’an ejen a zigor an ero ma tiouan diouti heiz an doueed, d’ar marc’h ruz ha buan a red a-raog an heol. Doujit an doueed ha beleien an doueed, ha santualou an doueed ; azaouezit ar gozidi ; bezit trugarezus ha gwarezus d’ar merc’hed ha d’ar vugale ; skorit an intanvezed, an emzivaded, ar re wasket ! Dilennit bepred da renerien ar re wella e pep tra en ho touez, ha sentit ouz ar re ho po dibabet. Ra vezo ho tourn savet dalc’hmat ouz ar fallakr ; ra skoio gantan taol ar maro, nag ho preur e ve-hen, azezet en ho kichen ouz hoc’h oaled ! Ra vo mouget a-unan gantan herez ar fallakr. Na vevet, na ouennet en ho touez na paotr na plac’h gwan a spered, pe glanvidik, pe nammet en o c’horf, en o fenn pe en o izili ! Kendalc’hit en ho nerz hag en ho kwevnded dre c’hoariou-ouesk pemdeziek ha dereat ! N’en em lezit biken da vont da sklaved ho peg-milzin hag ho kof ; na rit lontregez ebet en dibri pe en eva ! Bezit naet warnoc’h hag en-dro d’eoc’h : na stokit ho tourn ouz tra dic’hlan ebet ; en em walc’hit eus blenchou ho pleo da sol ho treid, diwech bemdez, d’an derou-noz ha d’an tarz-deiz. Na zilezit biken ho tïez prenn, ho tïez soul ; na savit ket paleziou mein, na strollit ket kêriou bras ha n’it ket da veva enno. Neb a ya di a ya da sklav d’an êrevent. Ar re a ven, a lufr hag a liv ar mein, hag a sav ganto paleziou ha keodedou, ar re-ze eo gouennou du ha dic’hlan ar bed ; ouz o sevel, gwall-doullou eo a aozont d’an astuz ha d’an êrevent. Enno eman o ren ar vreinadurez a grign ar brôadou ; enno en em vod an divroïdi hag an êrevent hag, a-gevret ganto, pep klenved ha pep saotr. Evidoc’h, chomit bepred e-tal hoc’h oc’hen hag ho kezeg, e-kreiz ar pradou bleunvek, ouz bevenn hag e frankizennou ar c’hoadou glas, war hed ar gwazredennou glan ; dalc’hit ho podadennou ouz kan an evned war lein