Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/46

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —

gwelout eur sklav a oa bet gwerzet gand ar Semnoned [1] da bengadour ar c’hrenvlec’h. Emzivizout a ris gand an den-ze en doa tennet va sellou dre e neuz-vat hag e spered, hag e klevis e veve ar boblad anezan pell ac’hano, war-du ar Sav-heol, en tu-hont d’ar Semnoned, pelloc’h eged an aven vras anvet Vistula. Golôet-holl eo ar vro, en tu-hont d’ar Vistula, gant koadou ec’hon-ec’hon a zero, a bin, a fao, a vezo, a dilh, a ivin. Kavet e vez eno stêriou bras meurbet, lennou o trec’hi, e niver hag e ment, da lennou all ar bed, hag eur maread gwaziou ha froudou. Paota a ra eno ar bleizi, a-gevret ganto e-leiz a c’houez-viled all : arzed, moc’h-gouez, oc’hen-meur, oc’hen moueek, kezeg, kirvi-meur, kirvi, demmed, yourc’hed, kizier-karvetaer, broc’hed, avanked, dourgon ha lern. E-touez ar frankizennou m’eo marellet ar c’hoad, unan a zo, ec’hon-dreist, glas ha heoliet-kaer, e tiskouezer enni eur grugellig-vez, a c’hourvez dindani, hervez eun hen-gredenn digemeret gand an holl, relegou ar c’henta gour hag ar genta maouez. Eul lec’h sakr a reer eus an dachennad-ze, hag e vez graet enni lidrôadou. Damdost, war glann eul lenn vras, e weler eur roc’h badellek, enlouc’het warni eun troad mentet-dreist [2]. Enlouc’had troad eun doue eo, emezo, ha doue ar brezel eo an doue-ze. Da zakr e tremen ivez an dachennad tro-dro hag e lider enni lidrôadou. Ouspenn, e lavare ar sklav e founne ar gwenan e koadou e vro hag ec’h eosted eno e-leiz a vel [3]. Darn anezan a zebred pe zigemmesk pe vesket gant laez ha bleud, hag eus ar peb all e raed mez pe dour-vel « a vez graet anezan, eme ar sklav, medus em yez evel en hoc’h hini. »

Diwar gement-se e teuis da gredi start ez eo ar vro-ze, en tu-hont d’ar Vistula, ar vro end-eeun m’o deus bevet Manos ha Bena. Hag ar pez am c’hadarna em c’hredenn eo m’o deus lavaret an drouized d’in e rankaz gourvibien Ma-

  1. Semnones, poblad c’hermanek. Jullian. Hist. de la Gaule, III, p. 48. Cf. Rev. des ét. anc., 1930, p. 164-6.
  2. A. Bertand, Religion des Gaulois, p. 406-6 ; Gaidoz, Dieu gaulois du soleil, p. 28.
  3. Zaborowski, Peuples aryens, p. 403.