Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/42

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —

zaoulagad ha ruz-burlu e zivoc’h ; mentek e oa, henvel ouz eun dervenn yaouank, ha krenv, postek, skanv da redek evel an uros [1]. Pa welas an harz dirazan o virout outan da vont war-raok, e savas droug ennan. Gand eur roenvadenn hepken e reas d’e vag kila war-hed ugent leuga en a-drenv, beteg e-kreiz al lenn ; ha neuze, o kregi en e vouc’hal-vann, he stlepel a eure gant kement a nerz ma treuzas war he hed ar speurennad rec’hier ha meneziou ha ma ’z eas da goueza er pradou en tu-hont, en eur laza tri-ugent buoc’h a oa o peuri eno [2]. Marc’heien vrezelgar an Dhraked, o dremm livet ha roudennet [3], a ziwalle glannou al lenn, a welas, saouzanet-holl, an dour o tivogedi hag oc’h en em strinka gand eun trouz-kurun dre hent ar vouc’hal, ha, war c’horre ar froud o krozal, ar skafig m’oa ennan doue ar Gelted o tremen ebiou ken herrek hag eur saez-wareg. Edo en e zav war e vag, hag e tiskouezas beza ker mentek, ker kaer e oa an dremm anezan ha ken taer da welout ma kouezjont holl sebezet a-ziwar o jaoed, hep gallout finval biz ebet evit herzel outan da dremen. Neb en deus brezelekaet er Sav-heol, war glannou an Danuvios izela, dirak krenvlec’hiou Brigetio, Bononia, Ratiaria, Durosteron ha Noviodunon, a oar, dre anaoudegez-prenet, peger kadarn ha peger fero eo an Dhraked, pegen tenn eo o saouzani hag

  1. Ano hen-geltiek an ejen-meur (bos primigenius) an hini eo. Arabat kamm-gemerout an doare ejen-ze evid an ejen-moueek (bos bison, bison europaeus) a oa, hanval eo, vison, visontos, an ano anezan e keltieg. Ac’hano e teu marteze an anoiou-kêriou Visontion, e Keltiberia, ha Vesontio, Visontio e Galia. E gallo-romaneg vison, visontos a zo aet da bison, bisontes (Martial, I, 104, 3) ha Visontio da Bisontii (breman Besançon).
  2. Diwar-benn ar vouc’hal-vann (kateia, teutona) gand ar Gelted, sellout ouz A. Bertrand ha S. Reinach, Les Celtes dans les vallées du Pô et du Danube (Paris, 1894, II, 191-199). Lakaat e kemm taol-kaer Tuirbe Tragmar (Whitley Stokes, the Edinburgh Dinshenchas, London, 1893 hag an hini a zo lakaet war an den-meur indezad Paraçurama (ibid., p. 71).
  3. Diwar-benn al liva hag ar brizella ar c'horf gand an Dhraked, sellout ouz Déchelette, Manuel d’archéologie préhistorique, celtique et gallo-romaine, I, pp. 563-570 (gant skeudennou).