Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/22

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

vezint. Ha neb a venno gwelout anezo, ha lenn al lizerennadur diwarno, ha dont da anaout an darvoudou, a yelo di. An navet nozvez a viz Mediosamonios [1], d’ar sav-heol, an navet bloavez goude d’in distrei eus broiou ar C’hreisteiz, Kissiambos [2] ha pennou an Aulerked o veza klevet va dezo ha kavet mat anezan, em eus graet ar rôadou sakr ha sevenet al lidou dleet, ha staget da skriva em domani Blâtomagos, e bro an Aulerked [3]. Ra zeuio Aulerka Vimpis, a wisk war he rodelladou bleo melen tog-brezel arem an Aulerked [4], da stouï ouzin he fenn brezelourez kaer ha her, da ren va dourn, da sklerijenni va spered, da gadarnaat va c’halon ! Doueed gwarezourien Geltia, ar re anavezan hag ar re n’anavezan ket, ra vezint a-du, d’in da gas va menoz da vat !


————
  1. « Kreiz-hanv ». Aet da « mezeven » e brezoneg. Gand ar Gelted, an hanv, kemeret ez striz, a oa anezan tri miz, mae, mezeven, gouhere. Kemeret ez ledan, e staged outan tri miz all : eost, gwengolo, here.
  2. Dre enskrivaduriou war beziou-moneiz, ec’h anavezer eur « Kissiambos » a oa vergobretos (da lavarout eo reizaouer meur) war al Lexoved (Lexovii).
  3. « Tachenn ar bleun » pe « ar vleunveg ». Blâto-, iwerzoneg blath « bleun », kembraeg blawd, « bleud ». Magos, iwerzoneg mag « tachenn, kompezenn », kembraeg ha brezoneg ma « lec’h » (en anoiou-lec’hiou a seurt gant goariva « teatr », hag all). Blatomagos a vefe, ger evit ger, e brezoneg breman, Bleudva. Aulerked (Aulerki, d’an unander Aulerkos war ar peziou-moneiz), poblad gwalarn Galia a oa ar c’hrenvlec’hiou penna anezi Mediolanon (breman Evreux = Eburovikes), Suindinon (breman Le Mans = Kenomani), Nouiodunon (breman Jublains = Diablintes).
  4. Gant Le Tarzec eo bet krouet an doueez Aulerka. Nemet, dre enskrivaduriou eus an Hen-amzer, ec’h anavezomp doueed ha doueezed anvet diouz ano ar boblad pe ar gêr a warezont : Allobrox, Arvernos, Bibrax, Dexiva, Mogontia, Trikoria, Renel, Religion de la Gaule, pp. 394, 397, 401, 405. Diwar-benn tog-brezel arem an Aulerked, Déchelette, Manuel, II, p. 229.