Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/147

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 148 —

Ethnogénie des populations du nord-ouest de la France, 1876, p. 18). Pa ziskennjont en enez-Vreiz edo houman en he fez e dalc’h Predeniz (Priteni) ; ac’hano an ano a Pritenia, Pritania a rae ar Vrezoned anezi hag a zo bet miret gant Kembreïz (Prydain, brezoneg Preden). Eus an ano-ze a vro estren biskoaz ne dennas ar Vrezoned eun ano brôadel d’ezo o-unan : Brittones, Brythoniaid « Brezoned » eo o deus en em anvet bepred a-dreuz ar c’hantvedou (Loth, op. cit.).

630 kent H. S. pe war-dro.

Gwall-reverzi a veuz en he zreuz al ledenez kimbrek (Jutland) eus mor an Hanternoz d’ar mor Baltik hag a voe marteze penn-abeg d’eun darn Kelted da zivrôa (Jullian, Hist. de la Gaule, I, pp. 238-240 ha notenn 3, p. 240), war eun dro gant stourmadou ar Skoloted pe Skuthed an Europ (D’Arbois, Premiers Habitants, I, pp. 262-3).

630-530.

Ar Gelted e kornog ha mervent Galia (D’Arbois, op. cit., II, pp. 283-6).

500 kent H. S. pe war-dro.

Dibenn oadvez an armou arem en Arvorig, Breiz-Veur ha Skandinavia (Déchelette, op. cit., II, eil kevrenn, p. 588). Derou eil oadvez an armou houarn (an Ten) e traonienn ar Roen (ibid. p. 914).

600-500.

Ar Gelted er c’hreiz hag er c’hornog eus al ledenez iberek (D’Arbois, Premiers Habitants, II, pp. 44, 287-292 ; Les Celtes en Espagne, in Rev. celt., 1893-4 ; Pedro Bosch Gimpera, Los Celtas y la civilizacion celtica en la peninsula iberica, Madrid, 1921 ; cf. Rev. arch., 1922, I, p. 188-9 ; Joulin, la Protohistoire de la France du Sud et de la péninsule hispanique d’après les découvertes archéologiques récentes in Rev. arch., 1922, II, pp. 1-43). Arganthonios, roue an Tartessed (e kreisteiz ar Spagn), a zigemeras brokus-tre ar Phokeaned etre 650 ha 600, ne gaver ket a anoiou henvel ouz e hini